Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Tr. stl. (dirak un ak., ur rag., un islav.) KEMENT HA : termen a dalvez da c'heriañ ur geñveriadenn etre daou ober, daou fed, h.a., a lakaer da gevatal. Ober a rin kement ha ma c'hallin. Labourat kement ha daou zen. N'hoc'h eus ket labouret kement hag em eus-me. [1659] kement ha ma c'hallan. [1877] [...] war an daol, ez eus ur banne soubenn ar c’hik eus ar re wellañ, kig poazhet en dour, kig poazhet en amann, sistr ha gwin da evañ kement ha ma karer. [1878] Oh ! gant ar veleien n’eus ket a ezhomm da gaout kement-se a lealded. — Kement ha gant ar re all, me 'gred. [1898] Koustout a ra pa na'n neus mann 'vit mann ; mes na goust ket kement ha ma soñj dit. [1944] Lom, flastret dindan ilinoù an hini all, a rae bec’h, a dabac’he, a ziskrape, a razailhe, en em ziswinke kement ha ma c’helle. [1954] [...] gant jistr ha gwin da bep pred, kement ha ma kare da bep hini. 2. (hep ar stl. ha) Termen a dalvez da c'heriañ kevatalder un dra a veneger hag unan all na zispleger ket. Ne santez ket kement ar yenijenn bremañ. & Trl. S.o. Kement-se, kemend-all. 3. Tr. stl. (gant an ar. a heuliet gant un anv hollek, stroll pelies) KEMENT A... HA : troienn a dalvez da c'heriañ ur geñveriadenn etre daou zen, daou dra, daou stroll elfennoù, h.a., a lakaer da bar a-fet ment, niver pe gementad. Bez' e oa kement a saout hag a gezeg. Ne ra ket kement a c'hlav e miz Eost ha ma ra e miz Du. 4. (hep ar stl. ha) Ger a dalvez da c'heriañ kevatalder un dra a veneger hag unan all ne zispleger ket. Biskoazh n'en doa gwelet kement anezho. Hiziv n'eus ket kement a boan. [1954] Biskoazh n’am boa pedet gant kement a feiz hag a galon, ha biskoazh moarvat ne zegouezho din hen ober [...]. II. (en ur bennlav. heuliet gant un islav. degaset gant ar stagelloù ma pe ken, a dalvez da c'heriañ un heuliad) 1. (e-unan) Ger a dalvez da c'heriañ e tizher un derez uhel-kenañ war ur skeul talvoudegezhioù a denn d'ar vent, d'ar c'hementad. Kement en deus labouret ken eo skuizh bremañ. Kement ho kar ma ne c'hall ket bevañ hepdoc'h. & Trl. [1924, 1944, 1954] Kement ha ken bihan, kement ha ken brav : troiennoù a dalvez da greñvaat an heuliad. Dispign a rae e arc'hant kement ha ken bihan ken e tebras e holl stal. [1924][...] krial a raent, ha c’hoarzhin ha skrijal ! Kement ha ker bihan, ken ma deuas ar sakrist kozh, hanter bouzar koulskoude, d’o c’hlevet. [1944] E vamm intañvez en dizalias start, kement ha ken bihan, ma sentas outi ; mes ne oa ken e soñj gant al labour-douar ; uheloc'h en doe c'hoant da sevel. [1954] [...] rak Soaz Sapeur ha va mamm, div 'oant o plediñ ganin, kement ha ken bihan ma vezen a-drugarez dezho stipet ha pentet evel un tammig aotrou. 2. (gant ar v. ober dirak ar m. v. o pe ouzh) Ger a dalvez da c'heriañ e tizher ul live uhel-kenañ war ur skeul talvoudegezhioù a denn d'un ober, d'un argerzh. Kement a ris o klask ma erruis warnezho. Kement a ra o vont, hep sellet nag ouzh e dreid na ouzh e hent ! 3. (dirak an ar. "a" heuliet gant un ak. hollek, stroll pe lies) Ger a dalvez da c'heriañ e tizher un niver pe ur c'hementad bras-tre. Kement a c'hlav a oa bet en hañv-se ma oa bet breinet an eost er parkeier. Kement a stered zo en oabl ma n'omp ket evit anavezout an niver anezho. Kement a gaozioù a glevez ken ne rez ken a van. III. Trl. (dirak un av.) KEMENT HA. 1. Evit, war-zigarez. Kement hag ober evel ar re all. Anavezout a ran honnezh kement ha gwelet anezhi : diwar welet hepken. [1954] Kement ha troc'hañ berr, tennañ a rae e baour-kaezh vuhez d'ur gozh vuoc'h dreut, trenk-put he laezh. 2. Trawalc'h evit. N'eus ket graet kalz a c'hlav met kement ha lazhañ ar boultrenn.

Skouerioù istorel : 
124
Kuzhat roll ar skouerioù

kement

1499
Daveenn : LVBCA p112 (tant)

[«]Hogen bremañ me c'houlenn ouzhit : pe da dra [da betra] ec'h eus-te asamblet kement-mañ a bobl en ven evit azeuliñ ar sotoni a'n idoloù ?[»]

1576
Daveenn : Cath p6

Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.]

1576
Daveenn : Cath p3

Pe ivez ar ger-mañ Katell a dalv kement da lavaret evel 'catenula' eleze ur chadennig rak homañ dre euvroù mat pe dre hini ez eo pignet bede an neñv pehini chadenn pe skeul he deveus peder bazenn.

1576
Daveenn : Cath p3

5. And eus ur c'hristen ken digar, / N'en deve na keuz na glac'har, / O welet kement aflijet / Ar vamm d'hor Salver binniget ?

1622
Daveenn : Do. p66

kement ha ma c'hallan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg autant

e kement hag a livirit

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quant (a ce que vous dites)

kement ha ma c'hallan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tant (que te peux)

kement ha keit

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tant (& si long-temps)

kement

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tous

kement ha ker kre

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tant (& si fort)

e kement ha ma c'hallan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (e)quement (ha ma hallân)

kement a ra ouzh ho karet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quement (a ra ouz ho caret, il vous aime tellement).

an dra-se a dal kement hag al lezenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (cela) vaut (autant que la Loy)

kement ha

1659
Daveenn : LDJM.1 pg equiualent

kement ha kement a roan anezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (j'en donne) autant (tant)

kement ha ma c'hallan

1732
Daveenn : GReg pg autant (que je puis)

pinvidigezh en deus kement hag a gar

1732
Daveenn : GReg pg (il a beaucoup de) bien(s)

ned eus nemet Doue a gement a vez mat dre natur, pe, parfet drezañ e-unan ; eme Jezuz-Krist

1732
Daveenn : GReg pg (il n'y a que Dieu seul qui soit) bon

kement en deus evet, ne ra nemet horjellat o vonet d'ar gêr

1732
Daveenn : GReg pg branler (il a tant bû, qu'il en branle)

kement

1732
Daveenn : GReg pg fort (Si fort, tant.)

ned eus tra a gar kement ar merc'hed, evel kaout lorc'h, ha bezañ kañjolet

1732
Daveenn : GReg pg cageoller (la faiblesse des femmes, c'est d'aimer qu'on les flate, & qu'on les cageole)

kement evel pa vez un den war al lec'h

1732
Daveenn : GReg pg censé (présent)

talvezout kement evel un all

1732
Daveenn : GReg pg équipoller (à quelque chose)

kement a dal kement-se

1732
Daveenn : GReg pg (cela est) équipollent (proportionné)

an den en kement ha ma'z eo den

1732
Daveenn : GReg pg (l'homme) en tant (qu'homme)

Jezuz-Krist en kement ha ma ez eo Doue, hag en kement ha ma ez eo den

1732
Daveenn : GReg pg (Jesus) en tant (que Dieu, & en tant qu'homme)

e gement all

1732
Daveenn : GReg pg d'autant

me a lezo ganeoc'h e kement, e gement all

1732
Daveenn : GReg pg (je vous serai quitte) d'autant

en kement ha

1732
Daveenn : GReg pg en (tant que)

kement

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, autant (comme, aussi, de même)

Ned eus nemet Doue a gement a enev ar grevusder eus ar pec'hed.

1732
Daveenn : GReg pg grandeur (Dieu seul connoît la grandeur du peché.)

kement

1732
Daveenn : GReg pg autant (comme, aussi, de même)

kement ha ma ez eo bras an hed a zo entre an neñv hag an douar, kement ez eo bras hag infinit an drugarez a Zoue en andred ar re a deu da doujañ anezhañ)

1732
Daveenn : GReg pg autant (qu'elle est vaste l'étenduë qui est entre le ciel et la terre, autant est grande et infinie la misericorde de Dieu sur ceux qui le craignent)

kement hag eñ

1732
Daveenn : GReg pg (j'en donne) autant

kement a goust evel egile

1732
Daveenn : GReg pg (il coûte) autant (que l'autre)

Gwelet hoc’h eus-hu ar bugel eus a behini e komzer kement amañ ?

1850
Daveenn : GON.II p.74

Event kement ha ma karint, gant na vezvint ket.

1850
Daveenn : GON.II p.81 (qu'ils boivent tant qu'ils voudront, pourvu qu'ils ne s'enivrent pas).

kement

1850
Daveenn : GON.II pg kémeñt (Tant. Autant. D'égale grandeur ou quantité).

Kement a dud a zo, n'hellan ket tremenout.

1850
Daveenn : GON.II pg kémeñt (Il y a tant de monde que je ne puis passer).

kement ha me

1850
Daveenn : GON.II pg kémeñt (autant que moi).

Bez’ en deus bremañ kement ha m’en deus ezhomm.

1850
Daveenn : GON.II p.83 (Il a à présent tout ce qu’il lui faut).

N'eus ket a-walc'h gant un evezhiad evit kement a dud.

1850
Daveenn : GON.II pg évésiad (il n'y a pas assez d'un inspecteur pour tant de monde).

Dislonkañ a ra kement ha ma tebr.

1850
Daveenn : GON.II pg dislouñka (Il vomit tout ce qu'il mange).

Na c'hell ket endevezout kement ha ma livirit.

1850
Daveenn : GON.II pg eñdévézout, eñdévout (il ne peut avoir la fortune que vous dites).

e kement ha

1850
Daveenn : GON.II pg kémeñt (En tant que).

kement

1850
Daveenn : GON.II p.57 table des conjonctions simples (tant).

kement ha ma

1850
Daveenn : GON.II p.57 table des conjonctions composées (en tant que).

kement

1850
Daveenn : GON.II p.56 (autant).

Setu eno ho kefridi. Mar he grit mat, e c'hellot kaout kant tra : pastelloù kig, bevin-ejen ha maout, kement d'ho koan evel d'ho lein

1867
Daveenn : MGK p8

Nebeut a dra eo c'hoazh evit kement a vad / A skuilh eus he c'halon [sic, eus kalon] ur c'hrweg war he ziad.

1867
Daveenn : MGK p142

E verer tieg avat en devoe peadra, / Kement hag a oa ret en e zouar da hadañ.

1867
Daveenn : MGK p89

Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag eñ a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement mad en devoa : e leve hag e aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ? / Kredet neb a garo !...

1867
Daveenn : MGK p118

Anezhi 'rejont goap; nemet re a beadra er parkeier ne oa. Deuet glas ar ganabeg, ar wennili ouiziek 'lavaras a-nevez d'al laboused disent, penn-skañv ha dievezh : tennit 'ta breunenn ha breunenn, ar pezh a sav war pep greunenn, pe ez afoc'h hep mar da goll, hep na chomo unan a gement ma'z oc'h holl.

1867
Daveenn : MGK p14

Mes ar moc’h, evel pa vije droug enno, evel pa vijent kounnaret o welet Loull o chom en o zouez, a doc’he, a soroc’he hag a oc’he kement ha kement ma o doa an aer da c’hervel ar chouanted, ha da lavaret dezho edo ar person "intru" er c’hraou ganto.

1877
Daveenn : EKG.I. p.125-126

Lod a lavar eo c’hwezh ar poultr eo a ra kement-se. Koulskoude gwechall, a-raok m’oa poultr, fuzuilhoù ha kanolioù, ec’h en em ganned gant kement a gounnar ha bremañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.287

Ar c’hi a skrabe hag a razailhe gwashoc’h-gwazh : n’oad ket evit hen derc’hel, kement a gounnar a oa ennañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.139

Abaoe eo deuet e relegoù da Gastell, hag hiriv emaint e kreiz ar re a gare kement, hag a gare ivez kement anezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.25

An Aotrou de la Fruglaye, eus a vaner [Kerarrouz], e Plouyann, el lec’h m’emañ bremañ o chom he vab-bihan, an Aotrou de Champagny, a ra kement a vad dre ar vro, a gasas ur mevel kalonek en doa en e di da lavaret dezhañ bezañ war evezh, rak deuet oa da Vontroulez urzh da gregiñ ennañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.11

Dec’h da noz n’oa nemet ur c’hozh banne soubenn hag un tamm bara sec’h, hag er mintin-mañ, er gamprig vihan-mañ, war an daol, ez eus ur banne soubenn ar c’hik eus ar re wellañ, kig poazhet en dour, kig poazhet en amann, sistr ha gwin da evañ kement ha ma karer.

1877
Daveenn : EKG.I. p.80-81

Ha talout a rae ar boan da ober kement a drouz hag a freuz evit ken nebeut a dra ?

1878
Daveenn : EKG.II p.278

An holl a oar peger buan e redas dre bevar gorn Frañs keloù marv an den kriz-se, en deus lakaet skuilhañ kement a wad en hor bro.

1878
Daveenn : EKG.II p.227

Digeriñ a ris ; an nor, en ur dreiñ war he muduren, a c’hrigoñsas kement, ma rae muioc’h a drouz c’hoazh eget gwigour an alc’houez.

1878
Daveenn : EKG.II p.124

— Oh ! gant ar veleien n’eus ket a ezhomm da gaout kement-se a lealded. — Kement ha gant ar re all, me 'gred.

1878
Daveenn : EKG.II p.316

Trouz ha chaok a yoa ganto kement, ma vezent klevet, e-kreiz sioulder an noz, un hantereur vale dioc’h [diouzh] an hent-bras.

1878
Daveenn : EKG.II p.87

Kement-mañ a dud ned eont james war un dro da Vaner al Liorzhoù ; hag ar groaz a zo du-hont bruzunet er C’hroazhent !

1878
Daveenn : EKG.II p.38

C’hoant am eus da lavaret deoc’h ez on ker bras mestrez ha c’hwi e Penn-an-Nec’h, hag abalamour da se eo ken nes din-me mont d’ar prizon gant ar soudarded evel ma’z eo deoc’h-c’hwi, rak kement ha c’hwi em eus roet golo d’ar veleien, pa’z eo gwir eo an hanter din amañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.258-259

Treiñ a ris va alc’houez ; ar gleizenn a deuas ganen, evel un dudi, war he c’hiz en ur wigourat evelato kement, ma krozas an iliz evel pa vije laosket enni un tenn fuzuilh.

1878
Daveenn : EKG.II p.124

Etrezomp e kaozeemp, ha c’hoant hor boa da c’houlenn petra a rae kement a nec’hamant dezhañ ; mes hini ne grede goulenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.100

Lâr din Job ; se, koulskoude, na sell ket ac'hanon, mes kement ha kaozeal, bepred e teue, d'ar Sadorn, ur gelaouenn, he hanv "an Democrate ?"

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ac'hanta ! ma mignon, petra rafes, lâr din, d'un den fall a zeufe da'z ti da zispenn, dirazout, en e gomzoù, ur vamm e teus karet hag a garez kement ?

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Koustout a ra pa na'n neus mann 'vit mann ; mes na goust ket kement ha ma soñj dit.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

kement ha dont, deus abred

1909
Daveenn : BROU p. 213 (tant qu'à venir, viens de bonne heure)

Ar Gorsedd anvet neuze Gorsedd digor, a vez dalc'het dirak an heol, dindan lagad an deiz, kement ha gallout, e-barzh ur c'hrommlec'h a zaouzek peulven, un daol-vaen en o c'hreiz.

1909
Daveenn : REZI p. 10

Kement ha ma vezo gallet, al lizheroù-kelc'h, hag ar paperoù all, a vezo moullet en hevelep stumm ha, dreist-holl, en hevelep ment, ma vezo gallet o gwriat a-gevret.

1909
Daveenn : REZI p.17

kement hag a ran eo...

1909
Daveenn : BROU p. 213 (tout juste si je...)

kement ha ma

1909
Daveenn : BROU p. 212 (si bien que)

Pa guiteis, ez yaouank c’hoazh, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tiad-tud-se, a-gevret gant an tad, c’hwezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’hwec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale.

1923
Daveenn : SKET p.21

En hanternoz d’an hent, em eus gwelet dismantroù, kement anezho ha kêrioù.

1923
Daveenn : SKET p.14

Evelato, kement ha diwall na vefe tamallet din lezel er-maez un dra bennak, ez an da ziskuilhañ e berr gomzoù ar pezh am eus klevet diwar-benn se er C’hres hag en Iberi.

1923
Daveenn : SKET p.32

Seblantout a eure dezhi pa savas he daoulagad, penaos ar vamm he devoa un tammig troet he fenn evit sellet outi, evit trugarekaat mamm hini he devoa kement karet, mamm-gozh he bugelig, eus he c’harantez hag eus he madelezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924), ("bugelig" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Hag holl evurus, ankouaet gante o laeroñsi, ha trefuet, krial a raent, ha c’hoarzhin ha skrijal ! Kement ha ker bihan, ken ma deuas ar sakrist kozh, hanter vouzar koulskoude, d’o c’hlevet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Mat evit ar paotr a oa ivez Izabel ; ha Bilzig a gare anezhi. Kement hag e vamm-gozh ? Nann. Evelkent e kare anezhi mat, hag he gwaz muioc’h-mui.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Pesked a oa eno hag i kement ha krec’hiennoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.40

En un enskrivadur roet gant Seignobos e kaver implijet an daou c’her asiriek a dalveze kement ha « roue », "sar" ha "siltan" : "Hanunu sar ir Haziti" « Hanon, roue kêr Gaza », "Sabe siltan mat Musuri" « Sebecchus, roue Bro-Ejipt », Hist. narrative et descriptive des anciens Peuples de l’Orient, p. 202.

1924
Daveenn : SKET.II p.(71-)72, Notenn 3

Marteze ar garantez-se kiriek a oa bet m’en devoa Bilzig kement poaniet, ken pell kendalc’het da ziskiñ lenn, skrivañ, evit prenañ levrioù, kiriek ivez m’en devoa Bilzig moustret kement war e imor ha ken alies trec’het warni.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179-180

Kement ha kement evelkent o deus chachet war ar grelink, seblantout a ra dezhe penaos an drag a zo diskrog.

1925
Daveenn : BILZ2 p.110

Poanius ha glac'harus oa din kimiadiñ diouzh bro va c'havell, dreist-holl, pa garen-hi kement evel ma kar ur bugel e vamm.

1929
Daveenn : SVBV p.13

kement ha neb all ebet

1931
Daveenn : VALL pg autre

kement

1931
Daveenn : VALL pg aussi (grand et autant), autant

kement ha

1931
Daveenn : VALL pg assez

kement ha dihuniñ ar marc'h hepken

1931
Daveenn : VALL pg (je fouette) assez (pour réveiller le cheval mais pas plus)

kement ha ma c'hell

1931
Daveenn : VALL pg autant (qu'il peut)

kement ha ma c'houfen

1931
Daveenn : VALL pg autant (que je puis le savoir)

kement ha ma

1931
Daveenn : VALL pg autant (que ; suivi d'un verbe)

kement ha neb all ebet

1931
Daveenn : VALL autre

Tri litrad gwin pe eizh litrad sistr a zo enno, well-wazh, kement a alkool hag en un litrad gwin-ardant, evel odivi gwenn an davarnourien.

1943
Daveenn : TOAA p1

D'ar wastell, e voe distoufet champagn, ha graet prezegennoù e galleg, saozneg, kembraeg, hag un tammig bihan a vrezhoneg a voe disklipet gant ar Rener Anatol ar Braz. O, nebeut-tre, kement ha reiñ da grediñ da Gembreiz e oad stag ouzh ar yezh kozh evelto.

1944
Daveenn : EURW.1 p.132

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p5

« A ! peoc’h deomp gant ar c’hazh, ’benn ar fin. Daoust hag e welit kement ha ma klevit ? » — « Ne welan netra. »

1944
Daveenn : ATST p.63

Ma mamm a zeuas da'm ambroug ; fellout a rae dezhi gwelout penaos e oa ar golaj-se, ha kement a draoù a oa da brenañ, da beurachuiñ ma bisac'h skoliad...

1944
Daveenn : EURW.1 p47

« N’ouzon ket perak e kavit kement a blijadur gant ur c’heloù ken trist », a lavaras dezho ar skluzier.

1944
Daveenn : ATST p.14

E vamm intañvez en dizalias start, kement ha ken bihan, ma sentas outi ; mes ne oa ken e soñj gant al labour-douar ; uheloc'h en doe c'hoant da sevel.

1944
Daveenn : EURW.1 p11

Biskoazh ne oa bet ar varzhed vreton gant kement a arc’hant etre o daouarn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.190

Ur palez a oa hemañ, gant e dri estaj hag e deir askellad lojeiz, unan e-keñver ar straed, gant ar porrastell hag an nor-dal, ar pondalez hag an diri a enor daou vann ; an div askellad all a bep korn, war adreñv, hag etrezo ar chapel, kement hag un iliz.

1944
Daveenn : EURW.1 p47-48

Job a grafignas e benn hag a zigoras e c’henou, hag ober a reas kement a drouz en ur zigeriñ anezhañ, ma voe dihunet Lom, kousket en ti all.

1944
Daveenn : ATST p.27

Job a starde gouzoug Lom hag a strilhe e benn dezhañ kement ha me [sic, "ma"] c’helle. Lom, flastret dindan ilinoù an hini all, a rae bec’h, a dabac’he, a ziskrape, a razailhe, en em ziswinke kement ha ma c’helle.

1944
Daveenn : ATST p.21

Dleet e oa d’ar vignonez-se en em zirenkañ un tammig, peogwir en em zarempredont kement.

1944
Daveenn : ATST p.38

Pouezañ a reas war ar pennwele, kement ha ma c’hellas, evit pladañ he skouarn, ha, war he skouarn all, e sachas ar c’holc’hed, gant aon da glevout trouz.

1944
Daveenn : ATST p.50

Daleañ en dije talvet kement ha biken.

1949
Daveenn : SIZH p.59

Ha gant e vouezh unton, diaskorn un disterañ, e tisvante saezhennoù lemm, evel,[sic] kement a rebec'h [sic, "rebech"] hag a c'hourdrouz, a yae da sankañ e kig e galon.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Kement ha din-me e plije dezhañ ar c’hoariva ha hennezh an hini eo a roe arc’hant da brenañ koad, lien, liv hag all evit ar c’hlinkadur heskennet, tachet ha livet evel ma ouiemp gant hon daouarn-ni, hag an danvez evit an dilhad prenet gantañ kerkoulz-all a veze troc’het ha gwriet gant e c’hoarezed.

1954
Daveenn : VAZA p.76

Kaer am beze gwinkal ha difretañ, graet e veze din 'ta lonkañ hep sellout berr, ha kement hag ober plijadur d’am zintin, ur bern moc’haj, blaz an diaoul warno, ha na raent na droug na vat d’ur bugel ken yac’h ha den.

1954
Daveenn : VAZA p.36

Biskoazh n’am boa pedet gant kement a feiz hag a galon, ha biskoazh [sic] moarvat ne zegouezho din hen ober : lakaet am boa em penn [sic, em fenn] e vijen selaouet gant ar Werc’hez Vari, ha krediñ a rae din en divije truez ouzhin ar Mabig Jezus [Jezuz] bennozh d’erbedenn e vamm, ha ne fellje ket dezhañ ober ken abred ganin ur minor.

1954
Daveenn : VAZA p.43

C’hwec’h kant lur er bloaz a ranke diyalc’hañ ar re binvidikañ hag a rae kerkoulz tinell hag ar veleien, hor c’helennerien, gant jistr ha gwin da bep pred, kement ha ma kare da bep hini.

1954
Daveenn : VAZA p.50

Krignet e vezen dalc’hmat gant an doan, ar glac’har pe ar spont ; ne baouezen ket d’ober gwad fall ha tremen a raen gant hanter-voued [hanter voued], kement ha ken bihan ma teuas an hini-gozh, gant an druez he devoa ouzhin, a-benn d’ober d’an den dirollet se plegañ d’he c’hoant : « Da viz here, emezi, kerkent ha ma tigoro adarre ar c’hloerdi, kaset e vo ar paour kaezh minor-mañ da Landreger ha menel a raio di [sic] da gousket ».

1954
Daveenn : VAZA p.49

Ar Sadorn d’abardaez, lorc’h ennañ kement ha pa vije bet pevare person an Dreinded, e tegouezhas Combes e Ploueg.

1954
Daveenn : VAZA p.56

Hogen, kement hag anzav ar wirionez penn-da-benn er skrid-mañ, setu un draig ouzhpenn : n’am boa nemet triwec’h vloaz, met karout a raen a-greiz-kalon ur genvroadez yaouank, ur plac’hig diouzhin e pep keñver, a gave din da vihanañ er mare-se.

1954
Daveenn : VAZA p.67

Asantiñ a reas diouzhtu Soaz Sapeur, met gant an diviz-mañ : « Kent mont da Vrest, emezi, e chomi davedon ur bloavezh war e hed da ziskuizhañ, kement hag ac’h eus studiet. [...]»

1954
Daveenn : VAZA p.74

Al loen-se eo ho kure fall ! / Ho tispenn 'ra kement a c'hall / Oc'h isañ ouzhoc'h hon hentez / Bemdez warnoc'h 'sach paourentez.

1960
Daveenn : PETO p60

Bez' e c'hellan gwelout evel-se an iliz-veur nevez hag a zo bet graet kement a vrud diwar he fenn gant kazetennoù ar Frañs, hag a gavan digened a-walc'h.

1985
Daveenn : DGBD p16

Ne deu ket mui bremañ c'hañ-c'hañ-c'hañ korzailhennek ebet gant ar C'horrig, gouzout a ra e chomo an trec'h ganin, peogwir n'eus kudenn ebet ha na ve diluziet gant ar geriadur brudet, kanet-diskanet, meulet-diveulet keit ha kement...

1992
Daveenn : EAZB p.129

Tour iliz ar Folgoad - unan all eus ilizoù hollgaret an dug Yann V -, hag a oa mennet sevel anezhañ diouzh patrom tourioù iliz-veur Kastell da zigentañ, a voe cheñchet an tres anezhañ da zegas patromoù deuet war-wel ouzh tourioù Kemper : kurunennet e voe gant garidoù diavaez dindan ar beg-tour evel e penniliz Kernev ha diwar he skouer ivez e voe gwisket kornioù an tour gant skoazennoù pikernek kement ha diaraogiñ fuadenn piramidenn ar beg-tour.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 18

Ne'm eus kavet den betek bremañ a gement hag en dije lavaret din ur poz hegarat bennak diwar-benn Korasidis.

2015
Daveenn : EHPEA p56

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial