Kement-mañ c’hoazh a glot dereat-tre gant ar pezh a lavar hor c’hanennoù hag hon danevelloù eus meurded, kened ha sioulded al lec’hioù glasvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerezh dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleuñvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadoù ma weljont o tremen, ur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouzh-lerc’h, koroll ar pevar c’houlz-bloaz ; ar gwezegoù e-lec’h a-nebeudoù, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beurevezhioù, e sioulder ar c’hreistevezhioù, e ruzder an abardaevezhioù, e tibunas red o buhez.
kement-mañ a vez bepred en e c'henou
Kement-mañ a voe bet lavaret goustad, goustad, gant aon he dije ar voereb klevet ha komprenet an disterañ.
« Nann ! n’eo ket al loar an hini eo », a soñjas adarre ar voereb, « pe e vefe henozh ul loar he sklerijenn gamm. N’eo ket, kennebeut, skleur un tangwall, difiñv ma ’z eo ar sklerijenn war ar prenestr. Petra ’ sinifi kement-mañ ? »
Kement-mañ a oa an doare, hervez klevout, er stad-se bet savet dek vloaz ha pevar-ugent kent, d'ar 26 a viz gouere 1847. Gant brezel 1939-1945 e teuas kemm bras dre eno hag ar vro, evel broioù all Afrika, a zo aet un tamm-mat war-raok.
Dindan skeudenn ar roue Gralon, uhelbintet etre an daou dour met ivez rag-eeun a-us skeudenn an dug e-unan, pell en traoñ ouzh ar porched (n'emañ ket mui ar skeudenn diwezhañ-mañ da vezañ gwelet), e oa enskrivet kement-mañ : "Evel ma roas impalaer Konstantin d'ar pab e zouar, heñvel doare e roas an douar-mañ da Gaourantin Gralon, roue kristen Bretoned Arvorig.
Da skouer e c'hoarvezas kement-mañ [dastum roudoù bizied ha TDN gant ar polis] goude falc'hadeg ur parkad OGK er Maine-et-Loire e miz Gwengolo 2000 : boulc'het e oa bet un enklask TDN diwar un nebeud takennoù gwad adkavet e-barzh ur park...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kement-mañ-kement