Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Strollad elfennoù, rann eus un danvez, pa seller outo a-fet niver, a-fet ment. Ar c'hementadoù glaou-douar kaset er-maez a sav da ugent milion a donelladoù. Ur c'hementad spontus a zour. Ar c'hementad alkool dre litrad. & Tr. adv. A gementadoù bras. Kenderc'hiñ udb. a gementadoù bras.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Kalz re zister e oa kementad o dourioù.

1943
Référence : TNKN p23

An hevelep kementad a zour, pe muioc'h c'hoazh marteze, a oa bet lamet eus ar mor evit magañ ar skornegoù d'ar mareadoù-se.

1943
Référence : TNKN p35

Evit gouzout pebezh kementad eo an dra-se n'eus nemet soñjal e kouezh eno kement a c'hlav e daouzek miz ha ma ra e Brest en ur ober daouzek vloaz (824 mm ar bloaz a oa an niver etre evit kêr Vrest ; bremañ ma vez graet ar muzulioù e Gwipavaz e vez kavet ur sifr uheloc'h avat, etre ur metrad hag 1100 mm).

1985
Référence : DGBD p22

Er bloaz 18.., en deus an doktor J. prenet ur c'hementad bras-tre digant an Ao.Ao. Maw.

2012
Référence : DJHMH p.66

Edon o klask deskiñ anavezout ar c'hementadoù da vugale Sophie.

2013
Référence : YUDAL p117

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux