Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

Pezh a soñjer, doare e vez komprenet an traoù gant an den, ali. An danvez dilennad, pa'z a war ar renk, a rank reiñ e veno da anaout. Evel-se emañ ma meno. Distreiñ diwar e veno : kemm meno. [1954] Ma ! tamm ebet ne blije kement-se da Vreizhiz, ha diskouez a rejont dezhañ krak-ha-krenn o meno. & Trl. Da'm meno, war ma meno, hervez ma meno : hervez ma soñj. Kentañ hon eus d'ober, hervez ma meno, eo mont kuit. [1732] war va meno. [1929] Ar mor, avat, ne blije ket nemeur din d'ar c'houlz-se, na bremañ, kennebeut all, n'on ket gwrac'h gantañ, rak, da'm meno, ar gazeg c'hlas a ra re, kalz re, a drouz, hag, ouzhpenn da se, he c'havan gwall griz e-keñver mordeidi Breizh. [1949] Feiz ! Mat ac'h eus graet, d'am meno, tevel war seurt darvoud. [1954] Ne glemme gouerouz ebet ouzh ar seurt boued, rak d’am meno n’eus neblec’h gwelloc’h keginer eget kalon digor ar yaouankiz. [1960] Kuit da vezañ sammet a ziskred, a reuz, / Gwell e vefe, d'am meno, ober an neuz / Da soublañ d'al lezenn, da godianañ, / Evit mad hor c'hristenien da vihanañ. & [1954] Ober e veno d'ober udb. : divizout ober udb. [1954] Engortoz e oan pell ’oa da glevout kement-mañ, ha ken pell all am boa graet va meno da stourm ouzh n’eus forzh piv a grogje gant ar gaoz-se [...]. & Dre zismeg d'e veno, war e veno : troienn a dalvez da ober anv eus soñj, ali ub. en ur verkañ an diskred. Barrekoc'h eo eget forzh piv, d'e veno ! War e veno e vo gouest d'ober pep tra e-unan. [1877] [...] ar re binvidikañ, ha, war o meno, ar re skiantekañ eus ar vro.

Exemples historiques : 
63
Masquer la liste des exemples

enep ma meno

1659
Référence : LDJM.1 pg enep (ma meno)

war va meno

1732
Référence : GReg pg selon (moi, à mon avis)

fin war e veno

1732
Référence : GReg pg finet (qui fait le fin & qui ne l'est gueres.)

d'hon meno

1732
Référence : GReg pg avis (a nôtre avis)

war hon meno

1732
Référence : GReg pg avis (a nôtre avis)

a enep va meno

1732
Référence : GReg pg (a contre) coeur (malgré moi)

da'm meno

1732
Référence : GReg pg gré (De mon bon gré ; de mon plein gré.)

gant va meno

1732
Référence : GReg pg gré (De mon bon gré ; de mon plein gré.)

Ar c'hrakdijentil-hont a zo diskennet, savet, war e veno, rag-enep eus ar Roue Sant Loeiz ? Koantañ [sic] tra !

1732
Référence : GReg pg (il semble que ce gentilâtre soit descendu de la côte de Saint-Loüis)

a veno

1732
Référence : GReg pg gré (Bon gré, de bon gré.)

a-enep da'm meno

1732
Référence : GReg pg gré (Contre mon gré.)

war ma meno

1732
Référence : GReg pg a, avis (a mon avis, selon mon sentiment)

en o meno

1732
Référence : GReg pg gré (A leur gré.)

meno

1732
Référence : GReg pg avis (sentiment, opinion), gré (Bon gré, de bon gré.)

da'm meno

1732
Référence : GReg pg avis (a mon avis, selon mon sentiment)

war va meno ez oan prest d'e gaout

1732
Référence : GReg pg avis (a mon avis, j'étois prêt da l'avoir)

d'ho meno ?

1732
Référence : GReg pg avis (a vôtre avis ?)

war ho meno ?

1732
Référence : GReg pg avis (a vôtre avis ?)

d'e veno

1732
Référence : GReg pg avis (a son avis)

war e veno

1732
Référence : GReg pg avis (a son avis)

d'o meno

1732
Référence : GReg pg avis (a leur avis), gré (A leur gré.)

war o meno

1732
Référence : GReg pg avis (a leur avis)

Mar tisplijas e vojennoù d'an dud studiet-mat, Yann gouer a gavas ivez da damall enno. Re verr, re grenn, re grak e oant war e veno.

1867
Référence : MGK Rakskrid p.VII

Ar verc'h, war he meno, laouen ha dibreder, / Ne felle ket dezhi lezel he embreger.

1867
Référence : MGK p56

an ourz, galvet goude, lec'h klemm, 'vel a greded, a oa, war e veno, e zoare klok-meurbet.

1867
Référence : MGK p11

Evit diskouez e oa perc’henn d’ar gompezenn-se, ec’h en em lakeas da ober dre an traezh kleuzioù evit merkañ ar pezh a yoa dezhañ, ha kanolioù bihan evit ober holen, war e veno.

1877
Référence : EKG.I. p.241

Hiviziken, war o meno, ur person, ur c’hure a dlee bezañ hanvet en e barrez gant ar c’houarnamant : Eskob na Pab ebet n’o doa da welet war gement-se.

1877
Référence : EKG.I. p.4

Deuet, e n’eus forzh peseurt parrez, un divroad bennak, hag e ve ur "blevier", ur marc’hadour blev, ur marc’hadour krec’hin gozed, hag e ve zoken un troc’her-moc’h e ve, an dra-se ne ra mann, gant ma vezo komzoù gallek, mat pe fall, en e c’hinou, gant ma raio e baotr rok, dreist pep tra ma vez dilhad "aotrou" war e gein, e troio hag e tistroio an holl en tu ma karo, e lakaio tud ar barrez da goll o fenn hag e kaso d’e heul zoken ar re binvidikañ, ha, war o meno, ar re skiantekañ eus ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.173-174

Tud Perroz n’oant ket evit dont war-eeun eus ar gêr, rak ul lastez soudarded, hanvet "garde-kot", leun a feiz fall, a fallagriezh hag a drubarderezh, deuet di, war o meno, evit difenn ar vro a-enep ar Saozon, ha ne raent nemet laerezh hag en em vezviñ, o divije buan o diskuilhet hag o c’haset d’ar marv.

1877
Référence : EKG.I. p.97-98

Anna a chomas c’hoazh war vale evit lakaat pep tra en e renk, war he meno ; mes, e gwirionez, evit lavaret kenavezo e oa, evit ar wech diwezhañ da gement tra a yoa en ti hag a yoa bet test, en e bugaleaj, eus he c’hoarioù [k]entañ.

1878
Référence : EKG.II p.267

Kaout a reot glabouserien ha n’o deus bet james aon, war o meno ; ar re-se a zo gaouiaded.

1878
Référence : EKG.II p.123

war e veno

1909
Référence : BROU p. 398 (usit seulement ans l'expression var he veno, eetc, à son avis. Il s'y trouve toujours une pointe d'ironie)

Daga o vezañ deut a-unvan gant he c’hoar ha Derkeia hec’h-unan-penn o terc'hel d’he meno, e voe graet d’an tri dont tre el logell.

1923
Référence : SKET p.103

Hag int bremañ dindan guzh e-mesk ar raoskl, en o meno skrapat hini pe hini.

1923
Référence : SKET p.135

Ar mor, avat, ne blije ket nemeur din d'ar c'houlz-se, na bremañ, kennebeut all, n'on ket gwrac'h gantañ, rak, da'm meno, ar gazeg c'hlas a ra re, kalz re, a drouz, hag, ouzhpenn da se, he c'havan gwall griz e-keñver mordeidi Breizh.

1929
Référence : SVBV p.14

kant penn, kant meno

1931
Référence : VALL pg autant (de têtes autant d'opinions)

distreiñ diwar e veno

1931
Référence : VALL pg (changer d')avis

war va meno

1931
Référence : VALL pg (à mon) avis

seul benn, seul veno

1931
Référence : VALL pg autant (de têtes autant d'opinions)

meno

1931
Référence : VALL pg avis (opinion)

kellies penn, kellies meno

1931
Référence : VALL pg autant (de têtes autant d'opinions)

kellies a benn, kellies a veno

1931
Référence : VALL pg autant (de têtes autant d'opinions)

da'm meno

1931
Référence : VALL pg (à mon) avis

Evel-se eo e vez graet e meur a vro ha n'eus hent gwelloc'h ebet d'hor meno.

1943
Référence : TNKN p8

Ur burzhud bennak a zigouezhas e-pad hor chomadenn e Lourd ; ma mamm ivez, hag a veze gant ar boan-stomog, a oa aesaet dezhi, war he meno.

1944
Référence : EURW.1 p77

War e veno, p'en doa ur paotr bras c'hoant da skoulmañ mignoniezh gant ur paotr bihan e oa riskl a bec'hed marvel, rak : Spiritus fortis est, sed caro debilis.

1944
Référence : EURW.1 p50

A-hed e vuhez, e chomas gant ar meno-se, ober un dra bennak, en ober mat ; lezel ar re all da fougeal war ar blasenn, chom sioul en diavaez d'ar vrud ha plediñ gant e vicher : setu holl.

1944
Référence : EURW.1 p12-13

- Feiz ! Mat ac'h eus graet, d'am meno, tevel war seurt darvoud.

1949
Référence : SIZH p.62

Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin. Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed... ha dastum ur prizius a skiant-prenet.

1949
Référence : SIZH p.57

Engortoz e oan pell ’oa da glevout kement-mañ, ha ken pell all am boa graet va meno da stourm ouzh n’eus forzh piv a grogje gant ar gaoz-se, ha kaer en devefe aliañ, arguziñ, pediñ pe vallozhiñ, lakaet am boa em spered ne drojen ket na zoken war ledander un ivin a-ziwar va roudenn.

1954
Référence : VAZA p.65

D’o meno, gwellañ tra d’ober a oa skrivañ e penn a-raok hag e penn a-dreñv an tarzherien, ar splujerien, an distrujerien, ar rederien hag al listri hobregonet anv ur skrivagner bennak, ur prederour pe ur rener-stad, gant ma vefent holl evel[-]just tud eus ar gostezenn ruz.

1954
Référence : VAZA p.122

Hep gouzout din, kentañ ’reas a voe diskouez va zammoù rimadelloù d’an dimezell Brenchereau, met ne chomas ket da selaou he meno ha ne reas an dro-se nemet mont ha dont gant aon rak klevout ur wech ouzhpenn komz eus Verlaine, Villon, Laforgue, Baudelaire, hag ur bern oristaled dizanav na oant ket zoken sonerien, pe washoc’h c’hoazh eus ilizoù ha kalvarioù Breizh ha farielloù all, rak – Parisian [Parizian] ma ’z oa anezhañ ! – na tailh na bailh ne ouie kennebeut all diwar-benn ar seurt traoù.

1954
Référence : VAZA p.180-181

Ma ! tamm ebet ne blije kement-se da Vreizhiz, ha diskouez a rejont dezhañ krak-ha-krenn o meno.

1954
Référence : VAZA p.56

Ne glemme gouerouz ebet ouzh ar seurt boued, rak d’am meno n’eus neblec’h gwelloc’h keginer eget kalon digor ar yaouankiz.

1954
Référence : VAZA p.50

Kuit da vezañ sammet a ziskred, a reuz, / Gwell e vefe, d'am meno, ober an neuz / Da soublañ d'al lezenn, da godianañ, / Evit mad hor c'hristenien da vihanañ.

1960
Référence : PETO p18

N'emañ ket, d'am meno, o tareviñ freuz ; / Ne venn, o kuzhat, 'met mirout e vuhez. / Amañ kuñv ha sioulik, ' vez atav dezhañ, / Ha ne glever morse nep droug anezhañ.

1960
Référence : PETO p37

Hogen d'ho kaout / Am digas deoc'h ho taou chouant, / A lâr on par d'an Aerouant, / Da vezañ barnet amañ reizh / En an' ar Roue hag ar Feiz, / En abeg vil d'un torfed kriz, / Un deiz bennak, d'o meno ' ris.

1960
Référence : PETO p73

Ha ni hep an dougerien ret evit kas war al lec'h ar binvioù hag ar bevañs a oa ret, ne oa ket anv evidomp neuze da gregiñ gant al labour e diabarzh ar vro, ar pezh a oa bet betek neuze meno hor rener : ret e oa chom da lojañ e kêr, ha mont war an dachenn gant ar c'harr-tan, o vezañ ma oa dre eno pennadoù hent hag a roe tu d'hen ober.

1985
Référence : DGBD p44

Sellout a ra ouzhin dindan zivin. C'hoant en deus da c'houlenn un dra bennak met treiñ meno a ra hag ober ur c'hruz d'e zivskoaz.

2015
Référence : EHPEA p47

Ar seurt dichekadennoù ha taolioù dismegañs ne rae van anezho, evel-just, ha da veno ar braz eus an dud, e zoareoù frank hag hegarat, e vousc'hoarzh bugel leun a hoal, ha gras hep he far an yaouankiz dispar-se a hañvale n'aje digantañ biken a oa drezo o-unan ur respont bastus d'ar falstamalloù - an termen implijet an hini e oa - a lakaet a redek warnañ.

2015
Référence : POLDG p224

N'eus nemet evel-se e c'hallo ar meno foran degemer evel traoù reizh hon taolioù disentus diwezhatoc'h.

2015
Référence : DISENT p71

A-wel d'an holl e vez kaset stourm an disenterezh keodedel : en em ginnig a ra hemañ evel an doare diwezhañ a vez d'ar geodedourien emskiant evit difenn mad an holl, ha lakaat ar ra ar meno foran da varner e obererezh.

2015
Référence : DISENT p49

Mania n'eo ket unan taer da raktresañ met Ouli a anavez mat he zemz-spered, abaoe ar c'heit ma vevont en ur ser ha gouzout a ra e c'hell Mania treiñ meno da bep koulz ha goulenn ma vo graet un dimeziñ keodedel hepken, ar pezh a glot muioc'h, forzh penaos, gant he zemz-spered.

2018
Référence : PZORN p.317

L'Office public de la langue bretonne