Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. Dichek. Pezh divergont zo ac'hanout ! Biskoazh ne'm eus klevet tud ken divergont. Flastrañ al loen divergont. [1878] Me am boa c’hoant da lavaret un dra bennak, mes va zad a luche ouzhin ; gwelloc’h e kave reiñ peoc’h, rak gant tud ken divergont, n’eus netra da c’hounit. [1954] Kerkent ha ma kave dezhañ e veze torret un tammig da gounnar ar grederien divergont-se, e teue war e c’hiz da Vrest, hag adkregiñ a rae raktal d’ober dle ha da vevañ diwar-bouez e ivinoù, rak en e groc’hen e varvo ul louarn nemet hag e gignat a rafes ez vev. DHS. dispont, hardizh. HS. her. 2. (db. an daoulagad) Dichek. O daoulagad a daol warnoc'h selloù groñs, alies divergont. 3. Ent strizh Na heuilh ket reolennoù boas ar vuhezegezh vat. Kalz a verc'hed divergont hag a vuhez fall. Daremprediñ merc'hed divergont ha gwragez divezh. DHS. gadal. 4. (db. an traoù) Dizouj. Skolioù divergont. 5. (db. ar mor) Rust. Mor divergont. II. Adv. Gant herder. N'ho pezet ket aon dirak ma zad ; komzit outañ divergont zoken. Respont a reas divergont. HS. her. III. Impl. da ak. Den her. Ober ur prosez d'un divergont en deus ma c'hunujennet. Treuzet e oa bet ar ganol gant an divergont.

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

divergont

1659
Référence : LDJM.1 pg dehonté, effronté, insolent

divergont

1732
Référence : GReg attentat (attentat, entreprise hardie)

en ur feson divergont

1732
Référence : GReg pg audacieusement

divergont

1732
Référence : GReg pg audacieux (audacieux, effronté)

divergontoc'h

1732
Référence : GReg pg audacieux (audacieux, effronté)

divergontañ

1732
Référence : GReg pg audacieux (audacieux, effronté)

filozofed divergont, diskibled da Antistenes divergontoc'h c'hoazh

1732
Référence : GReg pg cynique (noms de philosophes, disciples d'Antisthene)

divergont

1732
Référence : GReg pg devergondé (ée)

divergont

1732
Référence : GReg pg effronté (ée), éhonté (ée)

pezh divergont

1732
Référence : GReg pg effrontée (mauvaise fille)

ez-divergont

1732
Référence : GReg pg effrontement

— Ne ouien ket e oa ker genaouek, ken diot, ken divergont kabitened ar Republik.

1878
Référence : EKG.II p.63

Me am boa c’hoant da lavaret un dra bennak, mes va zad a luche ouzhin ; gwelloc’h e kave reiñ peoc’h, rak gant tud ken divergont, n’eus netra da c’hounit.

1878
Référence : EKG.II p.219

divergont

1909
Référence : BROU p. 228

— Ac’hanta ’ta, paotr, eme an aotrou person, ha divergont te eo al laer ? — N’eo ket me, aotrou person. — Piv ’ta ? — N’eo ket me.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Ya ! Graet e vo ur viltañs anezhañ, ma anzav... ur pezh divergont siet-fall... kaset kuit, marteze, peogwir e vo bet treuzwisket poell e gofesadenn.

1949
Référence : SIZH p.60

Kerkent ha ma kave dezhañ e veze torret un tammig da gounnar ar grederien divergont-se, e teue war e c’hiz da Vrest, hag adkregiñ a rae raktal d’ober dle ha da vevañ diwar-bouez e ivinoù, rak en e groc’hen e varvo ul louarn nemet hag e gignat a rafes ez vev.

1954
Référence : VAZA p.177

Ha pebezh kemm, kwita, adal ma tegouezher war harzoù Bro-C’hall ; lammat a ra neuze en tren un druilhad fardilhoned divergont, maltouterien ha me oar, c’hwiltouzed rok ha difurlu, gant ur bechad sigaretezenn didan peget ouzh o beg, hag i o harzhal : « Alorss ! bon Dieu, les passeports, la d’dans, et que ça saute !... »

1955
Référence : VBRU p.30

[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.

1955
Référence : VBRU p.48-49

L'Office public de la langue bretonne