divergont
Ya ! Graet e vo ur viltañs anezhañ, ma anzav... ur pezh divergont siet-fall... kaset kuit, marteze, peogwir e vo bet treuzwisket poell e gofesadenn.
Ha pebezh kemm, kwita, adal ma tegouezher war harzoù Bro-C’hall ; lammat a ra neuze en tren un druilhad fardilhoned divergont, maltouterien ha me oar, c’hwiltouzed rok ha difurlu, gant ur bechad sigaretezenn didan peget ouzh o beg, hag i o harzhal : « Alorss ! bon Dieu, les passeports, la d’dans, et que ça saute !... »
[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
divergontiñ