Savet e oa da solieroù uhelañ ar manati. Mont a rae hed-ha-hed gant steudad an trepasioù strizh, amsklaer ha dilevenez, davet skol an danvez-leaned, du-hont, ouzh tor ar menez.
Ar furm-se ne oa dezhi dremm ebet c'hoazh he dije roet tu d'he anaout ; e hunvreoù Utterson zoken ne oa dremm ebet dezhi, pe neuze unan amsklaer a steuzie buan a-zirak e zaoulagad.