Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
124
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. Kemer un diviz, un disentez. Int-i eo a ziviz pep tra. Petra zo bet divizet ganeoc'h ? Ar galloud divizout. B. Dre ast. 1. Dibab. Yann eo a zivizas an eur. HS. choaz. 2. C'hoantaat. Ne zivizan mui netra. 3. Kontañ. Ez an da zivizout deoc'h un istor. II. 1. (impl. dirak un av.) Kemer an disentez d'ober udb. Divizout ober udb. Divizout a rejont mont d'ober un droiad war an aod. E-doug an emvod e voe divizet en em zisrannañ. Divizet he deus mont da leanez. & Dre ast. Dibab. Divizet o deus mervel evel merzherien. & En em glevet war udb. Divizomp en em welet warc'hoazh. 2. (impl. dirak un islav. degaset gant ar rn. v. e, ne) Kemer an disentez d'ober udb. Divizet e voe neuze e vije paouezet gant al labour. Divizout a reas ez afent da Vrest. N'ho po ken divizout e vo graet en ur mad all. & Dre fent Divizet em eus etre ma zog ha me ned afen ket ganto : divizet em eus ennon ma-unan. 3. (impl. dirak un islav. degaset gant ar stl. isur. ma) Kemer an disentez d'ober udb. Divizet ez eus ma talvezo an dra-se d'an holl. 4. Yezhad. Doare* divizout. III. V.g. 1. Komz gant ub. Divizout gant ub. diwar-benn udb. chomet int da zivizout. HS. kaozeal. IV. V. em. EN EM ZIVIZOUT : kemer un disentez evit an-unan. Ober eus ar frankiz ar ouested d'en em zivizout. V. Impl. en e furm av. Kaoz. Ober ur pennad divizout.

Exemples historiques : 
27
Masquer la liste des exemples

diviz

1732
Référence : GReg pg choisir

divizañ gant ur re

1732
Référence : GReg pg aboucher

divizet

1732
Référence : GReg pg aboucher, allier, capituler, choisir, composer, conditionner, conférer (s'entretenir d'affaires ensemble)

divizañ

1732
Référence : GReg pg allier, capituler, composer, conditionner, conférer (s'entretenir d'affaires ensemble)

divizañ gant ar re all

1732
Référence : GReg pg (s') entretenir (discourir avec d'autres)

ar re o deus divizet, graet un akord, kenetrezo

1732
Référence : GReg pg (les) confederez

divizet voa bet ez rafed

1732
Référence : GReg pg (on avoit) conditionné (qu'on feroit)

deoc'h eo da ziviz

1732
Référence : GReg pg choisir (vous avez le choix)

divizout

1850
Référence : GON.II pg divizout (Conférer, parler ensemble, raisonner, s'entretenir. Discourir, parler sur une matière avec quelque étendue. Deviser).

divizet

1850
Référence : GON.II pg divizout (Conférer, parler ensemble, raisonner, s'entretenir. Discourir, parler sur une matière avec quelque étendue. Deviser. Part.)

Pa voe leun o c’hof hag o godelloù, e tivizjont da c’houzout petra da ober eus a dud an ti.

1878
Référence : EKG.II p.83

An taol-se a skuilhas ar spont e-touez ar republikaned : dont a rejont war o c’hiz da Verven, hag edont eno, ur pennad a yoa, o tiviz petra da ober, pe distreiñ da Gastell, pe chom e Berven, hervez m’oa gourc’hemennet dezho.

1878
Référence : EKG.II p.16-17

Antronoz vintin, war-dro eizh eur, goude bezañ lavaret an oferenn, edo an daou veleg, Paol Inizan hag Anna Roue, e wreg, o-fevar er solier, o tiviz diwar-benn ar pezh a yoa c’hoarvezet er vro, ha diwar-benn ar pezh a c’helle c’hoarvezout c’hoazh.

1878
Référence : EKG.II p.59

Evel ma oa bet divizet gant kabiten ar Varikita, kent kuitaat Montroulez, dilezet am eus bet e viskinenn, evit mont war roll ar Gornaouek, un teir-gwern karrez eus an Naoned, ul lestr a bemp kant tonell nevez-flamm.

1925
Référence : BILZ2 p.182

Bremañ, Lom, peogwir hon eus divizet diwar-benn priz al labour, gwelomp penaos e raimp al labour-se.

1944
Référence : ATST p.94

Pa voen distro d'ar gêr, ma mamm, laouen-holl gant ma zrec'hadenn, he lakaas evel atav war gont skoazell an Aotrou Doue hag ar Werc'hez, hag a zivizas ec'h ajemp hon-daou da drugarekaat Itron-Varia Lourd asambles gant pirc'hirinadeg eskopti Sant-Brieg ha Landreger, da viz Eost.

1944
Référence : EURW.1 p64-65

Un abardaevezh a viz Genver 1890, prestik goude distro an deiz kentañ 'r bloaz, Aogust ar Roc'h ha me, hon-daou ken heuget an eil evel egile gant ar vuhez kolaj, a zivizas mont kuit etrezek ar gêr.

1944
Référence : EURW.1 p35

Renerien ar vreuriezh-mañ o doa divizet sevel ur « Comité de préservation du breton », hag a blede da lakaat ar breudeur hag ar seurezed da reiñ kentelioù ur wech an amzer d'o bugale e brezhoneg.

1944
Référence : EURW.1 p56

A-raok koan, e rae an danvez-leaned o monedone, en ur zivizout gant an tadoù-renerien, en hanterenn ledanañ eus ar vali, etre div c'harzhad beuz, traoñ koad an dorgenn.

1949
Référence : SIZH p.43

En an' an Tri Ferson, / Ehanit, o person, / Da zivizout ken hakr / Diwar-benn hon traoù sakr.

1960
Référence : PETO p17

Emaoc'h o tivizout en ho ti gant mignoned.

1973
Référence : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Den ebet ne oa er gêr eviti, he salud ne gavas respont ebet, hag a-raok ma teuas ar goañv e ouie e oa bet divizet gant an holl hep trouz ebet hec'h anaoueañ.

2012
Référence : ADULT p. 193

Me 'm eus degemeret ul lizher, ha n'on ket evit divizout ha rankout a ran pe get e ziskouez d'ar polis. Me a garje e fiziout ennoc'h.

2012
Référence : DJHMH p45

Adalek ar penn-kentañ eo, ha diwar un abeg a chom da gompren, e oa bet divizet cheñch pennahel an iliz.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.

2015
Référence : DISENT p57-58

N'eo ket aes bezañ e karg deus un taol, kreñv e c'hall bezañ ar gwask, ha brasoc'h eo ar riskl da zivizout un dra fall war ar prim pe e-kreiz ar spont pa vezer e-unan-penn.

2015
Référence : DISENT p102

Diabafiñ a ran a-benn ar fin ha divizout a ran teuler ur sell diwezhañ ouzh ar ranndi, diwar dreuzvoaz micherel, peuzsur.

2015
Référence : EHPEA p14

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux