ar penn eus a un divis
dindan divis
ober un divis
diviz
Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan-spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?
Diaes-tre eo emichañs ober un diviz ha dibab war ur poent ken rouestlet.
Paotred dereat eo va c'henvreudeur. Divizoù frouezhus e talc'hot ganto ivez.
Graet e voe ’ta hervez he diviz, hag evidon da bellaat a c’hrad-vat [a-c'hrad-vat] diouzh kemend-all a drubuilh, daoust ha n’am eus kavet biskoazh abeg da glemm ouzh ar skolaj, n’eus forzh, desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.
En o laouenañ e voe raktal va c’herent, hag amzer ebet ne rojont d’an diviz-se da c’horiñ en o fenn, rak krediñ a rae dija dezho e rajent ganin ur beleg, ha marteze zoken un eskob. Na petra 'ta ?
A-benn ar fin, ha moarvat gant kalz diegi en devoa Aleksandr III, Impalaer holl-c’halloudek [hollc'halloudek] ha war an dro Pab kristenien ar « Wir Feiz », aotreet ar C’hallaoued annezet e Moskov da sevel un iliz pe gentoc’h ur chapel stok ouzh o skol e kêrbenn gwechall, met gant an diviz strizh ne vije eno na kloc’hdi na kleier.
Ha mar rofen dit war gred pevar c’hant ouzhpenn ? gant an diviz m’am bo diganit an arc’hant-se kerkent ha m’helli ; n’eo ket evidon-me, rak gout ’oar Soaz n’on ket paotr e yalc’h, hogen ne fellfe ket din ober an disterañ gaou ouzh… ouzh… tud ’zo.
Sevel a ra diwar he c'hador da ziskouez din ez eo echu an diviz.
Padout a ray e-pad meur a sizhunvezh pe meur a vizvezh, ha divizoù sklaer a sikouro ac'hanomp, sañset, da vont war-zu hor pal pennañ en ur bouezañ muioc'h-mui war hon enebourien.
Kemer divizoù politikel eneplezenn.
Penaos ober evit na vefe lakaet den ebet e-maez an divizoù? Kuit na vefe hini pe hini friket gant ur stourmer bras e veg peotramant uhel e zeskadurezh, e skiant-prenet pe muioc'h en e vleud?
"En em soñjet mat ec'h eus a-raok kemer un diviz?" a c'houlennan ouzh Katerina, tra ma klaskan menel difrom.
Mots précédents
Mots suivants
diviz