diwall
diwallout
diwallet
tec'h, diwall !
en em ziwall
"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."
Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus. Lammet gant e gilpenn, en tagañ, en dispenn, en diskolp' a-bezhioù, a oa micher Gwilhoù, panevet, a-raok e sammañ, oa ret outañ en em gannañ. Hogen ar c'hi a oa paotr a-vent da ziwall e gig gant e zent.
Da vihanañ teñval e oa, n’oa den war an hent ; ne gleved netra nemet chas Plouared, chas ar C’hozhvarc’had hag ar chas all a-dro-war-dro oc’h harzhal, an eil ouc’h egile. Lakaet e oant bet war-sav gant an tennoù a oa bet e Plouared, ha bremañ o doa an aer da lavaret, dre o harzhadennoù, edo pep hini dihun ha war droad, o tiwall madoù e vestr.
Bremañ, gwazed, eme ar mestr, daou ac’hanoc’h a chomo amañ d’an traoñ ; n’eus forzh petra ziskenno, loan pe zen, rak tud an ti-mañ a c’hell en em wiskañ e meur a c’hiz, loan pe zen, daou denn dezhañ raktal ma ne chom ket a-sav, ker buan ha m’ho pezo lavaret dezhañ ; ha diwallit ne sentfec’h ket ouc’h va urzh.
Oc’h ober an dra-se, e tifennot ho Toue hag ho relijion, rak diwall ouc’h pep droug a reot un eskop hag a zalc’h, dre urzh hon Tad Santel ar Pab, lec’h Jezuz-Krist e-unan er c’horn-mañ eus ar bed : difenn a reot ivez ho pro en ur viret outi da ruziañ he daouarn e gwad un den a zoujañs Doue, n’en eus graet droug da zen.
Mestr ar soudarded, hag a yoa ur c’habiten, a savas d’ar solier, el lec’h m’oa chomet Paol hag Anna Roue, hag a c’houlennas gant un aer griz : — E pelec’h emañ Paol Inizan, perc’henn Lanzeon ? — Me va-unan eo, eme Baol. — A ! c’hwi eo ? Soudarded, diwallit mat an dorioù ; kavet eo va louarn ganen ; emañ-eñ amañ.
Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.
Neb a lenno al linennoù da heul hag a lakaio evezh mat gant ar bugenoù-mañ, ra vo sellet outañ a-du gant Mestr ar santual, ra warezo Dis Atir (1) anezhañ hag e dud, o reiñ nerzh, kadarnded ha meiz d’e vibien, kened, furnez ha yec’hed d’e verc’hed ; o tiwall e chatal hag e barkoù, e di hag e oaled, e goadoù hag e bradoù, e stêr hag e stank !
Pa zeue, goude, da blegañ e ziwaskell skuizh o stekiñ e dreid d’ar c’hlann-hont, e kave war an traezh an dibourc’h-korf-den en doa lezet en tu-mañ d’ar mor, hag a ranke adwiskañ ur pennadig c’hoazh d’en em ziskouez dirak ar Roue a zo o tiwall, e-harz an daou venez, an ode d’ar saonenn strizh ma teu drezi an eneoù da gompezennoù gwenvidik Aballo (2).
diwallit !
diwall da ober
diwall !
Koulskoude, em eus bet, ouzhpenn ur wech, tro da c’houzout ar wirionez diwar-benn an nor-se, rak, da beder eur, goude ar skol, ez aen di da ziwall va buoc’h.
Rak, ma ’z a tud da welout anezhi, neuze e teuio tud da ziwall anezhi, e-pad an noz, ha kenavo an heritaj !
Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù evit mont da zibriñ bara amann ha da evañ jistr er mereurioù, en ur ger, ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav.
Ar Bed !... Eno, emañ ar Bed !... Lijour, frankiz, aer d'e skevent yaouank !... Ar Baradoz difennet !... Diwall !... Kentoc'h pondalez an ifern !...
– Hag ar gwragez, pare dalc’hmat d’e harpañ… Ar gwragez a zo da zisfizout, dreist-holl diouzh o mousc’hoarzh ha diouzh o doareoù seven… Seul-guñvoc’h, seul-zañjerusoc’h ! Diwallit !
Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...
- Va Doue ! va Doue ! Espernit din saotr euzhus ar c'hadaliezh !... Va diwallit glan, korf hag ene !
Hi eo a'n em ginnig dezhañ, an dro-mañ. N'eo ket Palmira eo ; ur « gitanilla », ne lavaran ket, unan eus an orgedenned-se, da ziwall outo, a skuilh c'hwistantin da evañ. Houmañ kannadez an diaoul.
Diwall na bokfe dit, me az ped, nag hi na den all ebet.
Tarzhet e oa an deiz, klevout a raen ar c’hleier o vrallañ goude an añjeluz, hag e-keit m’edon o tipikouzañ va daoulagad, e lavaras din va c’henitervez Soaz an Aubin : « Hirie eo gouel Itron Varia Hanter-Eost ; emañ bremañ holl aelez ar Baradoz o kanañ meleudi [sic, meuleudi] d’ar Werc’hez, met diwall da ouelañ, Jarlig, da vamm a zo aet ganto ».
Aotrou Jezuz, gant trugarez / Ma diwallit dre ho kwarez !
Arlerc'h an XVIIIvet hag an XIXvet kantved eo bet klozet an tachennoù, evit abegoù perc'hentiezh, hag evit diwall ar chatal ivez.
Hag ar pezh a oa an displijusañ eo e oa ur bern tilhed munut o redek warno, ar pezh a rae din kounaat amzer va bugaleaj, pa ranken mont d'en em zidilhañ goude bezañ bet o folkennat e-touez ar raden-dour er pradennoù, pa vezen o tiwall ar saout.
Ar boulc'hennoù-se avat a zo anezho hentoù dister evit ar c'herzhed ; war-eeun e tiskennont gant an diribinoù gwashañ, ha pelloc'h e ranker pignat betek beg an torgennoù ; bez ho po ivez da ziwall ouzh begoù ar strouezh bet dibennet a daolioù machete, hag a vo prest da grabiñsat deoc'h ho tivesker, pa vezont deuet da vezañ skarp dreist-holl.
Kemerit un taksi ma rankit mont d'ul lec'h hag a zo diwallet a-dost gant ar polis, ha goulennit gantañ chom a-sav just e-tal-kichen ho pal !
Penaos e vez evezhiet ha diwallet al lec'h : kameraioù, vijiled, porrastell a c'hallfe degas ur gudenn, kleier-galv, orjal-dreinek ha dorioù-tredan, troiadoù-evezhiañ ar boliserien, pegeit zo d'ar c'homiserdi tostañ evit gouzout an amzer ho po a-raok ma en em gavfe ar polis war al lec'h, pe, er c'hontrol, a-benn pegeit e teuy d'ho sikour ma trofe fall an traoù abalamour da enebourien feuls...
Pe c'hoazh laoskel un den d'o diwall [an otoioù].
Ma ne gredan diskuliañ tra dezhi koulskoude, neuze e forc'han anezhi eus diawelad un dazont skañvoc'h met diwall a ran anezhi ivez diouzh ur gerseenn a c'hellfe bezañ.
Me zo e-touez ar re a felle da Aozadur Hentoù-Houarn Hellaz kaout an dizober anezhe. Soñjet o deus, peogwir e oar diwall an treuzennoù a-rez e c'hell diwall dismantroù an henamzer ivez.
Da ziwall a zo.
Mots précédents
Mots suivants
diwall