Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
11
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Den zo e vicher diwall ar chatal. Un diwaller deñved. Un diwaller loened-korn. DHS. paotr-saout. HS. bugul, maesaer, mirer. 2. Den zo e vicher mirout na c'hoarvezfe droug. Diwaller an dachenn-nijal. Diwallerien an tan. DHS. evezhier, gedour, gward, mirer. 3. Gward toullbac'h. En desped d'an diwallerien ez esaeont mont er sal, dre an nor. N'en doa nemet komzoù kasaus ouzh e ziwallerien.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

diwallerezed

1732
Référence : GReg pg gardienne (celle qui a en sa garde des papiers, des meubles , &c., qui a soin de veiller un malade &c., p.)

diwallerez

1732
Référence : GReg pg gardienne (celle qui a en sa garde des papiers, des meubles , &c., qui a soin de veiller un malade &c.)

diwaller

1923
Référence : SKET p.172, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Défenseur".

A bep tu e savo diwallerien an draonienn, hag an daredoù kontammet diouto az kourvezo marv-mik e strad da vag.

1924
Référence : SKET.II p.45

Ouzhit e stouan, o Heol, diwaller ar bed ; en deiz-mañ hon diwall ; diwall ar biou er peurvan hag, o kimiadiñ henozh, hon lez yac’h hag evurus evel m’ac’h eus hor c’havet (6).

1924
Référence : SKET.II p.26

War-lerc'h ar c'hi, nemet da goulz ar pred e ve, e kerzhe atav e vestr, an aotrou Pissoli, adjudant-diwaller kreñvlec'h Berrtomm. Kerkent ha ma veze gwelet fri du Tirfeu, unan pe unan eus ar seizh a youc'he : "22!" hag hini ebet ac'hanomp ne veze tapet o sellout ouzh an oabl.

1929
Référence : SVBV p7

Sed Tirfeu, ki diwaller ar c'hreñvlec'h, o tont d'hor c'havout.

1929
Référence : SVBV p6

ael diwaller

1931
Référence : VALL pg (bon) ange (ange gardien)

An daoulinañ a oa chom war bennoù an daoulin [sic, e zaoulin] e-harz troad gwele an diwaller dortouer, betek unnek eur ha hanternoz a-wechoù...

1944
Référence : EURW.1 p40

Me 'gav din e oamp en em gavet en ostaleri ha setu ma klevjomp digant hennezh en devoa ur garg all da ober en noz-se : bezañ diwaller an dachenn nijal.

1985
Référence : DGBD p148

Gwelout a ran an diwaller o reutaat, hep mont koulskoude betek ar "war-evezh, sonn!".

2015
Référence : EHPEA p36

Hektor, diwaller e bobl hag e geoded, o vont d'ar marv en ur gimiadiñ kalonek diouzh Andromakes C'hoarzhus he daeloù hag Athena, hag Apolon, ha Thetis mamm Akilleüs, ha Priam, roue galloudus ha tad glac'haret hag aspedus

2016
Référence : ILIAS p. 6

D'un devezh ma ne oa ket c'hoazh erru an heol d'ar gêrig, a-boan trawalc'h evit kas un tamm sklêrijenn war pikernioù ar menezioù e-pad ur serr-lagad, e kemeras Kathrine penn hent an tour-tan war he skioù ha komz a reas gant diwallerien an tan.

2023
Référence : DREAM pp.42-43

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux