N'eo ket diwirheñvel, d'hor meno, e vije bet dindangleuzet stêr-Hudson hec'h-unan gant ar skorn, hag e vije bet ur stêr o c'henel e-harz ar skornredenn hag o redek war c'hourvazenn an Douar-Bras, a oa diveuz neuze.
Penn un den a oa o vont da vervel en doa. Morlivet e oa deuet da vezañ, kollet gantañ e livioù livrin ; kastizet e oa ; anat e oa en doa kollet ur bern blev hag e oa koshaet. Ha c'hoazh ar merkoù-se - azon un disleberadur korfel - a dennas nebeutoc'h evezh an noter eget sell Lanyon hag e emzalc'h, a hañvale diskouez e oa enkrezet don e spered, ha spouronet. Diwirheñvel e oa en dije bet ar mezeg aon rak ar marv.
Goulenn a ran digant Vlasopoulos klask gouzout ha distanket eo bet kreiz-kêr ha dont a ra ar respont ez eo gwashoc'h c'hoazh ar veskailhez hag ez eo diwirheñvel e vije digoret en eurvezhioù o tont.
Abaoe kement a vloavezhioù ma labouran e rann an Denlazhoù em eus gwelet muntroù bet graet gant an dougadoù diwirheñvelañ, met ar floderezh kemedel evel dougad, kentañ gwezh ma welan se.
Mots précédents
Mots suivants
diwiridigiezh