1. Dor vihan war riskl pe war vudurunoù.
Dorikell ur gwele kloz, dorikell un armel.
2. Unan eus an daou stalaf a ya d'ober un nor dispartiet e div lodenn, unan grec'h hag unan draoñ.
HS. draf.
3. (gwechall war ar maez)
Stalaf izel a veze serret evit mirout ouzh ar yer, h.a., a vont en tiez pa veze lezet an nor digor.
4. ( e dorioù zo)
Stalaf bihan war riskl pe war vudurunoù, a-live gant an daoulagad, a implijer evit sellet er-maez, evit komz ouzh ub. hep digeriñ an nor.
Dorikell ul leandi.
HS. draf.
5. Dre ast.
Doare taol-gont uhel a gomzer outi ouzh implijad ur gwazadur bnk.
Dorikelloù un ti-bank, un ti-post.
HS. draf.
6. Dre ast. (en ilizoù zo)
Antre div zor, klozet gant ur speurenn, a vir ouzh an avel, ouzh ar yenijenn a vont e-barzh.