Télécharger les mots parents doueter douetiñ douetus douetus
Koulskoude e oa, hep douetañs ebet, sklerijenn wenn al loar, peogwir ne oa goulou ebet er-maez d’an eur diwezhat-se, tost ma oa da hanternoz.
— « O ! ur vaouez eo, » a respontas Lom ; « ur vaouez eo, n’eus douetañs ebet da gaout. Gwelout a ran mat-tre he c’hoef gwenn hag he brozh du. »
Ma c'halon trubuilhet ha ma spered sammet / Ez on chomet mantret ha leun a zouetañs.
Ha pa fell din, goude dijuni, mont da ober un azez war ar pont, n'eus douetañs ebet mui : krog eo an droug-mor ennon.
Kridiennet en doa an Ao.Utterson o klevout anv Hyde. Ha pa voe diskouezet dezhañ ar vazh, n'en devoe douetañs ebet ken : daoust ma oa torret ha drailhet, ez anavezas an hini en doa profet, eñ e-unan, bloavezhioù 'zo, da Henry Jekyll.
M'o deus ar boliserien douetañs war ho parregezh, a gorf pe a spered, da anduriñ ur prantad dindan evezh e c'hallfont ho rediañ da welet ur medisin.
N'eus ket ur gwir preder anezhi e gwirionez, rak mirout a ra oute a gaout ijin, a neveziñ, a gaout douetañs, a soñjal hag a adsoñjal er pezh a reont. Kentoc'h ez eo ur preder otomatek ha ne soñj ket en dalvoudegezh ken.
Mots précédents
Mots suivants
doueter