Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Damant da grediñ ur gomz, udb., en eeunded ub. Kaout douetañs. Un tamm douetañs en doa dioutañ. HS. disfiz, diskred. & (impl. da anv unan ; alies en ul lavarenn nac'h) Douetañsoù a sav en o spered. Ar re a c'hallfe kaout un douetañs bennak. N'eus douetañs ebet : sur eo.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

douetañs

1499
Daveenn : LVBCA p65

douetañs

1659
Daveenn : LDJM.1 pg doute

kaout douet, douetañs war un artikl eus ar feiz

1732
Daveenn : GReg pg douter (d'une article de la foi)

hep douetañs

1732
Daveenn : GReg pg (sans) doute

hep doutañs

1732
Daveenn : GReg pg (sans doute)

mar lavaran kement-se ; ned eo ket ma em bez douetañs

1732
Daveenn : GReg pg (si je dis cela ;) ce (n'est pas que je doute)

douetañs

1732
Daveenn : GReg pg doute

douetañsoù

1732
Daveenn : GReg pg doute

doutañs

1732
Daveenn : GReg pg doute

gant douetañs

1732
Daveenn : GReg pg doute

e douetañs

1732
Daveenn : GReg pg (en) doute

bez' emaer e douetañs, en entremar, war var

1732
Daveenn : GReg pg (on est en) doute

en douetañs

1732
Daveenn : GReg pg (dans le) doute

Ya sur, an hini an devoa hadet pe blantet ar wezenn dilh-se, hep douetañs ebet, ac’h aio, ma n’emañ, war-eeun d’ar Baradoz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

— Sellit, sellit ’ta !… E dad eo, heñvel-bev eo outañ. N’oc’h ket evit e nac’h, mamm Marc’harid : ho mabig bihan eo, hep douetañs ebet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), ("henvel-beo" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Koulskoude e oa, hep douetañs ebet, sklerijenn wenn al loar, peogwir ne oa goulou ebet er-maez d’an eur diwezhat-se, tost ma oa da hanternoz.

1944
Daveenn : ATST p.51

— « O ! ur vaouez eo, » a respontas Lom ; « ur vaouez eo, n’eus douetañs ebet da gaout. Gwelout a ran mat-tre he c’hoef gwenn hag he brozh du. »

1944
Daveenn : ATST p.19

Ma c'halon trubuilhet ha ma spered sammet / Ez on chomet mantret ha leun a zouetañs.

1960
Daveenn : PETO p14

Ha pa fell din, goude dijuni, mont da ober un azez war ar pont, n'eus douetañs ebet mui : krog eo an droug-mor ennon.

1985
Daveenn : DGBD p10

Kridiennet en doa an Ao.Utterson o klevout anv Hyde. Ha pa voe diskouezet dezhañ ar vazh, n'en devoe douetañs ebet ken : daoust ma oa torret ha drailhet, ez anavezas an hini en doa profet, eñ e-unan, bloavezhioù 'zo, da Henry Jekyll.

2012
Daveenn : DJHMH p39

M'o deus ar boliserien douetañs war ho parregezh, a gorf pe a spered, da anduriñ ur prantad dindan evezh e c'hallfont ho rediañ da welet ur medisin.

2015
Daveenn : DISENT p169

N'eus ket ur gwir preder anezhi e gwirionez, rak mirout a ra oute a gaout ijin, a neveziñ, a gaout douetañs, a soñjal hag a adsoñjal er pezh a reont. Kentoc'h ez eo ur preder otomatek ha ne soñj ket en dalvoudegezh ken.

2015
Daveenn : DISENT p21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial