Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.b. A. [1732, 1850, 1943] Pezh a anavezer dre zeskiñ e-unan, dre vezañ bet skoliataet pe dre arnodiñ. [1732] Anaoudegezh eus a holl gevrennoù ar c'horf, dre an droc'hidigezh anezho. [1943] Diwar un anaoudegezh diglok eus goueled ar mor eo avat e teue ar c'hredennoù-se. An dud-se zo tud a anaoudegezh. Derezioù an anaoudegezh. Berr eo e anaoudegezh. HS. deskadurezh, gouiziegezh. B. [1499, 1732, 1850, 1927] Keal en devez ub. eus udb. dre e bleustriñ, dre e zaremprediñ. [1732] Me am eus anaoudegezh a gement-se. [1732] Anaoudegezhioù kaer en deveus. [1732] Bezañ en deus meur a anaoudegezh kaer. [1850] Ne'm eus anaoudegezh ebet eus an dra-se. [1923] Nemetos-hen n’en devoe ket anaoudegezh a gement-se, rak mervel a renkas e-kreiz ar mor, war e zistro d’ar gêr. Kaout anaoudegezh en udb., e-barzh udb. : e anavezout. Un tamm anaoudegezh en deus er c'hoad-se : e anavezout a ra un tammig. Marteze hoc'h eus anaoudegezh en istor-se ? & Reiñ anaoudegezh eus udb. : e reiñ da c'houzout. & [1732] Kemer anaoudegezh eus udb. : lenn pe selaou an dezrevell graet eus un darvoud bennak. Em anaoudegezh : din da c'houzout. Em anaoudegezh n'eus nemet daou zen war an anv-se. & Trl. Reiñ anaoudegezh : reiñ da c'houzout. Mar em bije gallet ober an dra-se hep reiñ anaoudegezh : hep gouzout da zen. & DRE ELEVEZ [1732] Kaout anaoudegezh a ub. : Kaout darempredoù rev gant an den-se. [1732] Bez en deus bet anaoudegezh anezhi. C. 1. Dre ast. [1944, 2001] Den a anavezer. [1944] Ar vugale en em zastume hervez o anaoudegezhioù, re ar memes parroz, ar memes taread, en em domme an eil ouzh egile. [1985] N'emaon ket krenn hep anaoudegezh war al lestr evelato; adkavout a ran eno, evit ober hent ganin, daou zouarour all hag am boa gwelet e Pariz pa oan bet eno o sinañ va c'hontrad labour. 2. Trl. [1985] Kaout anaoudegezh gant ub., udb. : kejañ outañ, en em gavout gantañ evit ar wezh kentañ. [1985] C'hoant am bije bet da ober anaoudegezh gant an enezenn veneziek-se. Graet em boa anaoudegezh gantañ warlene. & [1944] Ober anaoudegezh ouzh ub., en ub., gant ub. : dont d'e anavezout. & Na gaout anaoudegezh ebet ouzh ub., en ub. : n'e anavezout tamm. II. A. 1. Skiant-vat. Ur plac'h a anaoudegezh eo Katell. 2. (db. an dud toc'hor, ar gozhidi) Galloudezh da gompren, da veizañ, da verzout an traoù, an darvoudoù. N'eo ket ken dinerzh-se, emañ c'hoazh e anaoudegezh gantañ. Bez' e c'hallfe mont e anaoudegezh digantañ, ken kozh ha ma'z eo. 3. Trl. [1999] Koll (e) anaoudegezh : semplañ, fatañ. [1999] Ken tost din e tarzhas un anezho [obuzioù], ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ. & Bezañ hep anaoudegezh : bezañ semplet, bezañ aet e skiantoù digant ub. zo war-nes mervel. Hep e anaoudegezh edo war al leur. 4. Anaoudegezh-prenet : skiant-prenet. HS. skiant. B. Skiant, emskiant. An dra-se a ouzon abaoe ma'm eus anaoudegezh da glevet. III. [1659, 1732, 1850, 1924, 2015] Anaoudegezh-vat. [1850] En anaoudegezh eus hoc'h holl madoberioù. [1924] Ur garantez a anaoudegezh eus perzh ar paotr emzivad evit an den a zouster hag a skiant [...]. [2015] "Hag ar vedalenn evit an anaoudegezh-se, mont a ray da Vro-Ouganda d'he c'herc'hat?" a c'houlenn ouzhin en un doare dic'hortoz. Diskouez e anaoudegezh da ub. Bezañ dellezek a anaoudegezh. HS. grad. IV. 1. [1659, 1732] Pezh a laka udb. da vezañ anavezet evel reizh, dleet. [1732] Anaoudegezh eus ar wirionez, ken e justis, ken e lec'h all. An anaoudegezh splann eus gwir pep broad. 2. [1732] Skiant, deskadurezh a ro d'an den an tu da zielfennañ un degouezh bennak ha da lakaat anezhañ e-skoaz unan all. [1732] Anaoudegezh gwirion. [1732] Kavout un anaoudegezh parfet eus a un dra. [1732] Anaoudegezh sklaer V. 1. [1732] Disoc'h ur wechad anzav. 2. RELIJ. [1659, 1732] Gwechad embann un dezrevell gwir eus oberoù bet bevet gant ub. unan.

Exemples historiques : 
49
Masquer la liste des exemples

aznaoudegezh

1499
Référence : LVBCA p23 (cognoissance)

anaoudegezh

1659
Référence : LDJM.1 pg adueu, cedule, connoissance

aznaoudegezh

1659
Référence : LDJM.1 pg recõnoissance, connoissance, aznaoudeguez

aznaoudegezhoù sklaer

1732
Référence : GReg pg éclaircissement (explication d'une difficulté)

anaoudegezh eus a holl gevrennoù ar c'horf, dre an droc'hidigezh anezho

1732
Référence : GReg pg anatomie (connoissance du corps par la dissection faite avec ordre)

aznaoudegezh a

1732
Référence : GReg pg connoissance (habitation charnelle)

Bez en deus bet anaoudegezh anezhi.

1732
Référence : GReg pg (il a eu) connoissance (d'elle)

me am eus aznaoudegezh eus an dra-se

1732
Référence : GReg pg (je) connois (cela)

aznaoudegezh gwirion

1732
Référence : GReg pg discernement (choix, jugement exacte qu'on fait des choses)

kavout un anaoudegezh parfet eus a un dra

1732
Référence : GReg pg discerner (connoïtre exactement la verité, la bonté d'une chose)

aznaoudegezh sklaer

1732
Référence : GReg pg éclaircissement (explication d'une difficulté)

aznaoudegezh

1732
Référence : GReg pg aveu (reconnoissance, consession), conoissance

anaoudegezh eus ar wirionez, ken e justis, ken e lec'h all

1732
Référence : GReg pg confession (declaration, reconnessance de la verité)

aznaoudegezhioù

1732
Référence : GReg pg connoissance (p.)

anaoudigezh

1732
Référence : GReg pg connoissance (Van.)

Me am eus aznaoudegezh a gement-se.

1732
Référence : GReg pg connoissance (J'ai connoissance de cela.)

Aznaoudegezhoù kaer en deveus.

1732
Référence : GReg pg connaissance (Il a de belles) connaissances.)

Bezañ en deus meur a aznaoudegezh kaer.

1732
Référence : GReg pg connoissance (Il a de belles connaissances-

kemer aznaoudegezh eus a un dra

1732
Référence : GReg pg (prendre) connaissance (d'une affaire)

Ne'm eus anaoudegezh ebet eus an dra-se.

1850
Référence : GON.II pg anaoudégez (Je n'ai aucune connaissance de cela.)

anaoudegezh

1850
Référence : GON.II pg anaoudégez (Connaissance, idée, notion qu'on a de quelque chose, de quelqu'un. De plus, reconnaissance, action par laquelle on reconnaît quelque chose. Gratitude. Souvenir des bienfaits reçus) ("Anaoudégez" s'emploie aussi, mais rarement, en parlant d'une femme connaisseuse ou reconnaissante), trugarez

en anaoudegezh eus hoc'h holl madoberioù

1850
Référence : GON.II pg anaoudégez (En reconnaissance de tous vos bienfaits).

Ar Gorsedd a zigemer izili a enor, dre anaoudegezh vat evit ar madelezhoù graet d'ar Varzhed, pe da Vreizh, pe d'ar Broioù Keltiek.

1909
Référence : REZI p. 14

P’en devez mab-den anaoudegezh en daou hent : reizh ha direizh, dezhañ eo kerzhout anezhañ e-unan, dizaon ha kadarn, en hent reizh, ha n’eo ket d’an doueed e voutañ dre e gein.

1923
Référence : SKET p.112

Nemetos-hen n’en devoe ket anaoudegezh a gement-se, rak mervel a renkas e-kreiz ar mor, war e zistro d’ar gêr.

1923
Référence : SKET p.129

E-pad ma eo bet Izabel o taremprediñ ar pardonioù, Bilzig a reas anaoudegezh gant bugale ar bevien all, ha gante e tiskas un toullad troioù-kaer [...].

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Da betra e talv dezhañ e holl anaoudegezh anezhañ e-unan ? Didalvoud e van, eta, alies an emanavezout ; an emvestroniañ, avat, a dalv bemdez ha da bep pred (1).

1924
Référence : SKET.II p.30

Ar c’hi — Job e hanv — anaoudegezh vras da Jañ Glaudadig, a deuas d’e gaout, hag a c’houlennas digantañ — d’ar c’houlz-se an anevaled a gaozee, abaoe mut int deut da vezañ : « — Da belec’h ec’h ez-te, Jañ Glaudadig ?

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.945 (Mae 1924)

Hag evel-se, entre ar beleg hag ar paotr, a-nebeudoù, e savas ur garantez dispar a bep tu, ur garantez a [d]rugarez eus perzh ar beleg evit ar paotrig dister, disprizet, kasaet gant kalz, ur garantez a anaoudegezh eus perzh ar paotr emzivad evit an den a zouster hag a skiant a brize gantañ diskenn betek ur bugelig dister eveltañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

Hag, evit delc’her dindan eñvor laouenidigezh, joausted o anaoudegezh, o deus graet kompeziñ beg ar run-mañ, ha warni o deus diazezet ar chapel, chapel ar Jaou.

1925
Référence : BILZ2 p.117

Evel ma ouzon dre anaoudegezh vat penaos Bilzig, eus e hanv Y. Tanguy, a zo bet ur paotr mat evit e vamm Izabel, evel ma eo bet atav evidon ur martolod mat hag un den a-zoare hag a skiant-vat, e fell din reiñ dezhañ va holl feadra evit hen skoazellañ, evit reiñ dezhañ ar sikour en devo ezhomm evit kendelc’her da vezañ un den fur, un den a vadelezh, evit ma teuio da vezañ ur gwaz, talvoudek d’e dud ha d’e vro.

1925
Référence : BILZ2 p.175

anaoudegezh

1927
Référence : Geri.Ern pg anaoudeg (connaissance)

Diwar un anaoudegezh diglok eus goueled ar mor eo avat e teue ar c'hredennoù-se.

1943
Référence : TNKN p12

Ur boblad a dud speredek a zo eus Dinaniz. Klask a reont e pep keñver deskiñ, en em varrekaat, adkavout zoken ar brezhoneg kollet abaoe keit-all gant o c'hendadoù, hag ober anaoudegezh gantañ.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

Graet em eus anaoudegezh e Dinan gant an ao. Kenec'hdu en deus savet eno ur skol vrezhonek : heuliet e vez ingal e gentelioù gant un 40 bennak a zeskerien.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

Ar vugale en em zastume hervez o anaoudegezhioù, re ar memes parroz, ar memes taread, en em domme an eil ouzh egile.

1944
Référence : EURW.1 p34

Ernest he saludas evel un anaouedegezh kozh, hag e voemp bleniet da vont d’azezañ en eur salon leun a c’hwezh-vat, gant bankoù bouret tro-war-dro, hag un nebeud taoligoù du-mañ du-hont.

1944
Référence : EURW.1 p.90

Bremañ on distag betek an noz. Tremen a ran an enderv o klask anaoudegez er porzh meur.

1944
Référence : EURW.1 p.192

Un deiz, ar jeneral ar Flo, mignon d'an noter-mañ, a zeuas d'ar studi, ma reas ar c'homis bras, bet kabiten e-pad ar brezel, e anaoudegezh.

1944
Référence : EURW.1 p12

Goude-se hor boa graet anaoudegezh gant ur C'hernevad meur, diskibl d'an tad Hayde, e anv John Hobson Matthews.

1944
Référence : EURW.1 p61

Koulskoude, n'eo ket gant ma deverioù nemetken e oa ma fenn ; kenderc'hel a raen da labourat war ar yezhoù keltiek a-unan gant Vallée ha gwellaat a raen ivez ma anaoudegezh eus ar saozneg.

1944
Référence : EURW.1 p63

Raktal e voen em aez hag anaoudegezh e voen lakaet da ober hep digarezioù gant tud a oa dija er sal, hag a dlee o anvioù dont hepdale anavezet dre ar vro.

1944
Référence : EURW.1 p66-67

Mes ar voereb ne selaoue mui, ne gleve mui, kollet ma oa ganti he holl anaoudegezh.

1944
Référence : ATST p.30

Herri a hope er c’hraou, goude ma oant aet kuit : — « Biskoazh kemend-all ! biskoazh kemend-all ! Unan o reiñ al l[ê]renn d’ar yer, hag an hini all o sachañ hardi war lost va femoc’h !… Ha va nized c’hoazh !… Gwelet em eus viltañsoù war an douar, mes biskoazh n’em eus graet anaoudegezh gant amprevaned evel ar re-mañ.

1944
Référence : ATST p.131

— « Te, emezañ din, hag a zo troet gant ar brezhoneg, a dlefes ober anaoudegezh gant ma breur Fransoù, disket-bras war hor yezh. »

1944
Référence : EURW.1 p54

C'hoant am bije bet da ober anaoudegezh gant an enezenn veneziek-se.

1985
Référence : DGBD p13

N'emaon ket krenn hep anaoudegezh war al lestr evelato; adkavout a ran eno, evit ober hent ganin, daou zouarour all hag am boa gwelet e Pariz pa oan bet eno o sinañ va c'hontrad labour.

1985
Référence : DGBD p10

Ken tost din e tarzhas un anezho [obuzioù], ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ.

1999
Référence : KOKE.II p154

"Hag ar vedalenn evit an anaoudegezh-se, mont a ray da Vro-Ouganda d'he c'herc'hat?" a c'houlenn ouzhin en un doare dic'hortoz.

2015
Référence : EHPEA p67

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux