Hag evel-se, entre ar beleg hag ar paotr, a-nebeudoù, e savas ur garantez dispar a bep tu, ur garantez a [d]rugarez eus perzh ar beleg evit ar paotrig dister, disprizet, kasaet gant kalz, ur garantez a anaoudegezh eus perzh ar paotr emzivad evit an den a zouster hag a skiant a brize gantañ diskenn betek ur bugelig dister eveltañ.
Evel ma ouzon dre anaoudegezh vat penaos Bilzig, eus e hanv Y. Tanguy, a zo bet ur paotr mat evit e vamm Izabel, evel ma eo bet atav evidon ur martolod mat hag un den a-zoare hag a skiant-vat, e fell din reiñ dezhañ va holl feadra evit hen skoazellañ, evit reiñ dezhañ ar sikour en devo ezhomm evit kendelc’her da vezañ un den fur, un den a vadelezh, evit ma teuio da vezañ ur gwaz, talvoudek d’e dud ha d’e vro.
Diwar un anaoudegezh diglok eus goueled ar mor eo avat e teue ar c'hredennoù-se.
Ur boblad a dud speredek a zo eus Dinaniz. Klask a reont e pep keñver deskiñ, en em varrekaat, adkavout zoken ar brezhoneg kollet abaoe keit-all gant o c'hendadoù, hag ober anaoudegezh gantañ.
Graet em eus anaoudegezh e Dinan gant an ao. Kenec'hdu en deus savet eno ur skol vrezhonek : heuliet e vez ingal e gentelioù gant un 40 bennak a zeskerien.
Mes ar voereb ne selaoue mui, ne gleve mui, kollet ma oa ganti he holl anaoudegezh.
Herri a hope er c’hraou, goude ma oant aet kuit : — « Biskoazh kemend-all ! biskoazh kemend-all ! Unan o reiñ al l[ê]renn d’ar yer, hag an hini all o sachañ hardi war lost va femoc’h !… Ha va nized c’hoazh !… Gwelet em eus viltañsoù war an douar, mes biskoazh n’em eus graet anaoudegezh gant amprevaned evel ar re-mañ.
C'hoant am bije bet da ober anaoudegezh gant an enezenn veneziek-se.
N'emaon ket krenn hep anaoudegezh war al lestr evelato; adkavout a ran eno, evit ober hent ganin, daou zouarour all hag am boa gwelet e Pariz pa oan bet eno o sinañ va c'hontrad labour.
Ken tost din e tarzhas un anezho [obuzioù], ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ.
"Hag ar vedalenn evit an anaoudegezh-se, mont a ray da Vro-Ouganda d'he c'herc'hat?" a c'houlenn ouzhin en un doare dic'hortoz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
anaoudegezh-prenet