Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. [1499, 1622, 1659, 1677, 1732, 1850, 1867, 1931, 1943, 1944, 1985] Gouzout diouzh udb. dre bleustriñ warnañ, dre e zaremprediñ. [1622] Goulenn digantañ [Doue] gras ha gwir entendamant da anaout ha da gazet ar pec'hedoù. [1677] D'an eil poent, goulenn digantañ [Doue] ar c'hras ha gwir sklêrijenn da anaout ha da gasaat ar pec'hed. [1732] Skiant a zesk da anaout an armorioù. [1732] An den a enev e zeroù, ha na enev ket e finvezh. [1732] Aes da anaout. [1732] Kaout gwir da anaout ha da varn un dra. [1732] Bet gwir da anaout ha da varn un dra. [1732] Anaout anat. [1732] Anaout sklaer. [1732] Anaout reizh. [1732] Me a enev an tu gwan anezhañ. [1732] Monet da anaout an adversourien eus ar stadoù, hag an hent a zalc'hont. [1732] Me en enev en daou du. [1732] Me en enev evel pa em bez e vaget. [1850] Ne anavezit ket e holl hakrded. [1850] Anaout a rit-hu an delienn-mañ ? [1850] An holl a anav e zinammded. [1850] Anaout a rit-hu va enebour ? [1850] Ne anavezan ket va flatrer. [1850] E finesaoù a anavezan. [1867] P'en em welas distruj, hep blevenn wenn na du, / Ec'h anavezas mat o gwiridig, o zu. [1867] An dra-se eo a reas anaout / N'eo ket diouzh e lost mont d'ar maout / Na d'an azen diouzh e groc'hen. [1931] Anaout an ardremez war-dro ar gêriadenn. [1943] Skignet eo ar c'haniennoù-mor a anavezomp mat dre ar bed-holl, koulz lavaret, nemet er broioù pennahelek; ha n'eo ket sur ne vije ket anezho eno kennebeut, ken dister ha ma 'z eo hon anaoudegezh eus Mor Skornet an Norz ha Mor Skornet ar Su. [1944] Antreal a rejomp en un ostaleri a anavezemp evit bezañ « diskenn ar c'hourier » a rae, a-raok ma oa treniou, servij ar veajourien hag ar varc'hadourezh etre Keraez ha Gwengamp. [1985] Un esa a ris, met, va Doue, ne oan ket donezonet kaer evit ur seurt labour; anavezout a raen an doare ma veze graet en ul Lise, peogwir e oan bet en unan. & [1931] Anaout war udb. : kompren diwar ur munud pe un elfenn bennak stad an dra m'eo ul lodenn anezhañ. [1931] Anaout war ub. ez eus droug ennañ. 2. Trl. [1659] Reiñ da anavezout udb., lakaat anavezout udb. : e reiñ da c'houzout. 3. [1659, 1732, 1850, 1867, 1943, 1960] Gouzout udb., kaout un anaoudegezh klok pe glokoc'h eus udb. [1732] Levrioù pe eus ar re ne anavezer ket an aotored. [1732] Ned eus tra ger kuzhet, eme ar Skritur-Sakr, na zizoloer ha ne anavezor un deiz. [1732] Skiant da anaout an avantur dre al lignennoù eus an dorn. [1732] Me a enev peger saouzan eo. [1732] Me a enev pet int. [1732] Me a enev kement-se. [1732] Anaout ervat un dra. [1850] Anaout a rit-hu pouez an neud-se ? [1867] 'Vel naered, en nevez-amzer, / Ma taolfe darn kroc'hen o lêr, / E ve anavezet abred / E pe benn emañ o spered. [1943] Al lenner a vo bet kalonek a-walc'h evit hon heuliañ betek amañ a chomo marteze war e c'hoant da anaout ar perak eus an traoù; rak n'omp ket bet, pell ac'hano, evit gellout reiñ ur respont d'an holl c'houlennoù. [1960] Gwall bilpous, person, az kavan / Ha, d'en lâret, mui ne davan / Pa anavezez e pe lec'h / Emañ an trubard ' zo war dec'h. [2015] Bezit seven, doujus met dibleg evel bepred : anavezout a rit ar gwirioù ho peus hag e-kreiz an abadenn emaoc'h-c'hwi memestra ! & Tr. DISPRED [1732] Anavezout ar gartenn : gouzout an doare. [1732] Anaout ar gartenn. [1732] Hemañ a enev ar gartenn. & [1931] Anaout an tres : gouzout penaos ober udb. pe kas ur gefridi da benn. & [1931] Anaout e glañvenn, [1931] anaout e wiridig : anaout tu(ioù) gwan an den-se. & [1732] Reiñ ub. da anaout, ober anaout ub. : brudañ an den-se e meteier zo. [1732] Me hoz roy da anaout. [1732] Me a ray hoc'h aznaout. & [1960] Reiñ da anavezout : degas ur c'heloù d'ub. pe rentañ kont eus fed bennak dezhañ. [1960] Met setu deuet an eur ma tlean, war an tomm, / D'ar re a ren ar Vro reiñ difazi d'anaout / Ha stag e fell deoc'h chom bepred ouz eskob Rom / Pe sentiñ ouz an urzh. Ho respont 'rankan kaout. [1732] Em reiñ da anaout : brudañ e-unan e anv. B. 1. (db. an dud) [1576, 1850, 2015] ANAVEZOUT UB. : kaout darempred gantañ. [1576] Ha hi [Katell], monet hardizh gant ur c'houraj mat bede an impalaer en ur lavaret dezhañ : « Da zignite a urzh ha da ofis a ziskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha graet enor dit, ma'z vete a anavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksio diouzh an doueoù. » [1850] Anaout a ran ho tad. [1850] Ne anavezan ket a vamm ker beizik hag hi. [2015] Eus un eil obererezh d'eben en deus savet [an den e darempred gant ar mediaoù] un teuliad media e-lec'h ma vez renablet ar gazetennerien anavezet gantañ deus un tu hag an holl vediaoù hag ajañsoù deus an tu all. & [1944] Anavezout ub. diouzh ar gwel, anavezout ub. evit ur gwel : diwar ur sell hepken. [1944] Hi ivez a anaveze ac'hanomp diouzh ar gwel, rak aet e oamp en hec'h ostaleri da evañ ur bannac'h kafe tomm, pa oamp o tistreiñ goude ehan-skol an deiz kentañ 'r bloaz. 2. ISTOR, DISPRED [1732] Anaout un aotrou : evit un noblañs, bezañ degemer gant un noblañs all, uheloc'h e renk, da waz dindanañ. & [1732] Anaout un aotrounez : reiñ un darempred a wazoniezh etre daou zen nobl da vezañ gwelet hag anavezet gant an holl. 3. (hervez kelennadurezh ar Bibl) Anavezout ub. : kaout darempredoù rev gant ub. Ur plac'h n'he deus anavezet den. C. 1. (db. an dud, al loened, an traoù) [1732, 1850, 1931, 1960, 1985] Kavet en-dro en e vemor pe en e veiz e-unan perzhioù stag ouzh ub. pe udb. bet darempredet dre ar skiantoù pe ar preder c'hoazh kentoc'h. [1732] Em reiñ da anaout. [1732] Anaout an armorioù. [1732] An deolojianed a enev, a zeu da zifarantiñ, daou dra e-barzh ar pec'hed ; an ofañs pehini a ra da Zoue, ha pe eus a hini e kaver ar pardon dre ar vertuz eus an absolvenn ; hag ar boan dleet d'ar pec'hed, pehini a rank bezañ efaset gant an euvrioù poanius a binijenn er bed-mañ, pe er purgator. [1732] Me a enev e skritur. [1732] Un anv pehini a ro da anaout kaliteoù ur personaj bennak. [1850] Roet en deus an arouez-se din evit e anaout. [1931] Eno hoc'h anavezan a-bezh. [1960] A-greiz-holl e tivorfil ar person hag ec'h anavez ar c'hure. [1985] Un tammig a-raok an noz e weler bouchadoù gwez o tiboukañ war an tu dehou : Kap Lopez, ha, war-dro c'hwec'h pe seizh lestr war eor, en o zouez pesketaerien grankaled eus Norvegia, aes da anaout en abeg d'ar c'hlud a zo e penn ar wern, evit ober ged ha klask ar ramzed a c'hell bezañ o neuiñ war ar mor bras. & Dre ast. [1732] Spurmantiñ udb., kaout an diswel eus udb., eus pell dh. & [1732, 1850, 1923] Anavezout ub., udb., diouzh ub., udb. all : diforc'hañ diouzh (tud, loened pe traoù all). [1732] Neb a zo bras a-walc'h evit anaout an droug diouzh ar mad. [1732] Diouzh an troc'h ez anavezer ar mezher mat. [1732] Me en enev diouzh e gerzhed. [1732] Me en enev diouzh e gammejoù. [1732] Me en enev diouzh e gamm. [1732] Anaout droug diouzh vad. [1850] E anaout a ran diouzh e gomz. [1867] Ne anavez zoken peul-karr dioc'h kilhoroù, / E-kreiz e barkeier, n'eus nemet beskelloù, / Dre ma rank tud a skiant ober 'vel a lavar / Un diod ne oar netra nemet koll din va douar. [1923] Nemet aes eo anaout diouto krugell-vez Nemetos, dre ma ’z eo-hi an uhelañ hag an nesañ d’ar mor er c’hornog. 2. Anavezout udb. war ub. : lenn e santadoù diabarzh dre sellet ouzh e zremm, dre verzout e neuz. Anavezet em boa an aon warnañ. 3. [1576] Anavezout ub. da : e zegemer da. [1576] « Ha neuze pa ez vezo anavezet dre c'hras Doue ar C'hrouer, da vezañ soveren d'an holl draoù, ha ne ve ket posibl kavout dezhañ heñvel, neuze [e] azeuliñ ha e c'hlorifiañ, rak hennezh eo Doue an holl doueoù hag Aotrou an holl aotrounez. » & Anavezout ub. evit : e zegemer da. Ar c'hi en anavezas evit e vestr. 4. [1576, 1732, 1850, 1911] Anzav, degemer da wir ur fed bennak. [1576] Maz leversont : « Bezet digaset [Katell] dirazomp evit pan vezo koñviñket [eus] he zemerite hag [eus] he sotoni, maz anavezo envat biskoazh na welas den gouvizek. » [1732] Anaout a eure penaos... [1850] Anavezet am eus e zic'halloud. [1850] Anavezet en deus an anadurezh a gement-se. [1911] Anavezout ha saludiñ a reomp evit arouez n'eus nemeti hon Bro garet, al lenn wenn, goloet a erminigoù, hep mui lec'h da vanniel a driliv Bro-C'hall. 5. ROUEZ [1850] Anavezout udb. graet evit ub. : diskouez anaoudegezh vat d'ub. evit ar pezh en deus graet. [1850] Anavezet en deus ar pezh em eus graet evitañ. II. V. rag. EN EM ANAVEZOUT. 1. V. kenem. Anavezout an eil egile. En em anavezout a reomp. N'en em anavezomp ket. En em anavezet e oamp e Pornizhan. 2. V. em. [1732] En em anavezout : kaout anaoudegezh e-unan war udb, bezañ gouiziek war un dachenn resis. [1732] En em anaout en un dra. & En em anavezout : anavezout ar pezh eur an-unan. Evit seveniñ an ober-se eo ret d'an den en em anavezout mat. & [1878] N’em boa ket kollet va fenn evelato, hag ober a ris neuze ar pezh am eus graet abaoe bep tro m’on en em gavet nec’het ; en em erbediñ a ris ouc’h ar Werc’hez Vari hag ouc’h sant Yann, va faeron ; goulenn a ris sklerijenn diganto evit en em anaout, en u[l] lavaret dezho n’em boa ken youl nemet difenn va Doue, va roue ha va bro.

Skouerioù istorel : 
183
Kuzhat roll ar skouerioù

aznavout

1499
Daveenn : LVBCA p23 (cognoistre)

Hogen palamour na eznevez mui anezhi[,] ne bedez [mui anezhi] ez eo tremenet e-biou dit[,] goloet he vizaj hevelep a c'hellez ket he aznavout

1576
Daveenn : Cath p26

[«]Ha neuze pa ez vezo aznavezet dre c'hras Doue ar C'hrouer, da vezañ soveren d'an holl draezoù, ha ne ve ket posipl kavout dezhañ heñvel, neuze azeul-eñ ha glorifi-eñ, rak hennezh eo Doue an holl doueoù hag Aotrou an holl aotrounez.[»]

1576
Daveenn : Cath p7-8

Hag ez teuas d'en em varvailhe en bras war an gened anezhi, maz c'holennas piv oa, hag ez voe respontet dezhañ gant unan a'n gwerc'hezed, homañ eo Katell peheni a gustumes en amzer dremenet da aznavout[.]

1576
Daveenn : Cath p26

Maz leverzont : [«] Bezet digaset [Katell] dirazomp evit pan vezo koñvinket [eus] he zemerite hag [eus] he sotoni, maz anavezo envat beskoazh na welas den gouvizek[.»]

1576
Daveenn : Cath p12

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Daveenn : Cath p6

Goude-se hor Salver Jezuz-Krist a aparisas dezhi gant un nombr bras a aelez ha gwerc'hezed hag a lavaras dezhi : « Ma merc'h, eznev da greateur, pe abalamour da heni ez andurez ar somm-mañ ha bez ferm rak me zo bepred genez. »

1576
Daveenn : Cath p18

Goulenn digantañ gras ha gwir entendamant da aznavout ha da gazet an pec'hedoù

1622
Daveenn : Do. p54

aznaout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg connoistre, aznaout

anavezet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aperceuoir

anaout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aperceuoir

reiñ da aznaout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (faire) connoistre

anaout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg reconnoistre

aznavezet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg connoistre, aznauezet

D'an eil poent, goulenn digantañ ar c'hras ha gwir sklêrijenn da anaout ha da gasaat ar pec'hed.

1677
Daveenn : Do. p55

skiant pehini a zesk da aznaout an holl vroezioù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg geographie (description du globe terrestre)

Me a raio hoc'h aznaout.

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Je vous ferai connoître.)

Nep a enev pe a zesk ar skiant da anaout an holl vroezioù eus ar bed.

1732
Daveenn : GReg pg geographe

aznaout

1732
Daveenn : GReg pg appercevoir (découvrir de loin, reconnoître)

Aznaout a eure penaos...

1732
Daveenn : GReg pg appercevoir (Il s'aperçût que, &c.)

aznavezet

1732
Daveenn : GReg pg appercevoir (découvrir de loin, reconnoître, pp.), aveu (rendre aveu, fournir aveu à un Seigneur), connoitre, connu (uë)

neb na enev Doue ebet

1732
Daveenn : GReg pg athée (qui nie la divinité)

em reiñ da anaout

1732
Daveenn : GReg pg apparoitre (se rendre visible)

bet gwir da aznaout ha da varn un dra

1732
Daveenn : GReg pg connoissance (Prendre connoissance d'une affaire.)

levrioù pe eus ar re ne anavezer ket an aotored

1732
Daveenn : GReg pg apocryphe

Ned eus nemet Doue hepken a gement a enev e gwirionez ar pezh a zo da zonet.

1732
Daveenn : GReg pg futur (Dieu seul connoît certainement le futur.)

Neb a zo bras a-walc'h evit anaout an droug diouzh ar mad.

1732
Daveenn : GReg pg adulte (qui entre dans l'adolescence)

aznavezet droug diouzh vad

1732
Daveenn : GReg pg distinguer (Distinguer le bien du mal, pp.)

Me en enev diouzh e gammejoù.

1732
Daveenn : GReg pg demarche (Je le connois à sa demarche.)

Ned eus nemet Doue a gement a enev ar grevusder eus ar pec'hed.

1732
Daveenn : GReg pg grandeur (Dieu seul connoît la grandeur du peché.)

aes da aznaout

1732
Daveenn : GReg pg connoissable

Me en enev diouzh e gamm.

1732
Daveenn : GReg pg demarche (Je le connois à sa demarche.)

anaout un aotrou

1732
Daveenn : GReg pg aveu (rendre aveu, fournir aveu à un Seigneur)

anaout un aotrounez

1732
Daveenn : GReg pg aveu (rendre aveu, fournir aveu à un Seigneur)

skiant a zesk da aznaout an armorioù

1732
Daveenn : GReg pg blason

anaout an armorioù

1732
Daveenn : GReg pg (sçavoir le) blason

Ned eus tra ker kuzhet, eme ar Skritur-Sakr, na zizoloer ha ne anavezor un deiz.

1732
Daveenn : GReg pg caché (l'Ecriture dit qu'il n'y a rien de si caché qui ne se revèle)

aznaout ar gartenn

1732
Daveenn : GReg pg carte (Sçavoir la carte)

Hemañ a enev ar gartenn

1732
Daveenn : GReg pg carte (Celui-ci sçait la carte.)

skiant da anaout an avantur dre al lignennoù eus an dorn

1732
Daveenn : GReg pg chiromance (divination par l'inspection de la main)

em roet da aznaout

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Se faire connoître, pp.)

Me a enev peger saouzan eo.

1732
Daveenn : GReg pg combien (Je sçai combien il est timide.)

Me a enev pet int.

1732
Daveenn : GReg pg combien (Je sçai combien ils sont.)

An den a enev e zezroù ha na enev ket e finvezh.

1732
Daveenn : GReg pg commencement (L'homme connoît son commencement, mais il ne connoît pas sa fin.)

aes da aznaout

1732
Daveenn : GReg pg connoissable

kaout gwir da aznaout ha da varn un dra

1732
Daveenn : GReg pg connaissance (Prendre connoissance d'une affaire.)

aznavout

1732
Daveenn : GReg pg connoitre

aznaout

1732
Daveenn : GReg pg connoitre

anaviñ

1732
Daveenn : GReg pg connoitre

anaviñ

1732
Daveenn : GReg pg connoitre

Me az enev kement-se.

1732
Daveenn : GReg pg connoitre (Je connois cela.)

aznaout aznat

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Connoître clairement.)

aznaout sklaer

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Connoître clairement.)

aznaout reizh

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Connoître clairement.)

reiñ da anaout

1732
Daveenn : GReg pg connoître (faire connoître)

ober aznavout

1732
Daveenn : GReg pg (faire) connoître

Me hoz roy da aznaout.

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Je vous ferai connoître.)

Me a ray hoc'h aznaout.

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Je vous ferai connoître.)

em reiñ da aznaout

1732
Daveenn : GReg pg connoître (se faire connoître.)

em aznaout

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Se connoître.), (s') entreconnoitre

em anaviñ

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Se connoître, Van.)

em aznavet

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Se connoître, pp.), (s') entreconnoitre

em anaviñ

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Se connoître.)

en em aznaout en un dra

1732
Daveenn : GReg pg connoître (Se connoître à quelque chose, y être connoisseur, y être intelligent.)

An deolojianed a enev, a zeu da zifarantiñ, daou dra e-barzh ar pec'hed ; an ofañs pehini a ra da Zoue, ha pe eus a hini e kaver ar pardon dre ar vertuz eus an absolvenn ; hag ar boan dleet d'ar pec'hed, pehini a rank bezañ efaset gant an euvrioù poanius a binijenn er bed-mañ, pe er purgator.

1732
Daveenn : GReg pg coulpe (Les Theologiens distinguent deux choses dans le peché; la coulpe qui se remet au Sacrement de Penitence; & la peine, qui demande satisfaction.)

Me en enev evel pa em bez e vaget.

1732
Daveenn : GReg pg fort-e (Je connois son fort & son foible.)

Diouzh an troc'h ez anavezer ar mezher mat.

1732
Daveenn : GReg pg couppe (On connoît la bonté du drap à la couppe.)

Doc'h an troc'h e anaver ar mezher mat.

1732
Daveenn : GReg pg couppe (On connoît la bonté du drap à la couppe, Van.)

Me en enev diouzh e gerzhed.

1732
Daveenn : GReg pg demarche (Je le connois à sa demarche.)

aznaout ervat un dra

1732
Daveenn : GReg pg discerner (connoître exactement la verité, la bonté d'une chose)

anaout droug diouzh vad

1732
Daveenn : GReg pg distinguer (Distinguer le bien du mal.)

Me a enev e skritur.

1732
Daveenn : GReg pg écriture (Je connois son écriture.)

un hanv pehini a ro da aznaout kaliteoù ur personaj bennak

1732
Daveenn : GReg pg epitete

monet da anaout an adversourien eus ar Stadoù hag an hent a zalc'hont

1732
Daveenn : GReg pg estrade (Batre l'estrade, terme de guerre.)

Me en enev en naou du.

1732
Daveenn : GReg pg fort-e (Je connois son fort & son foible.)

Me a enev an tu gwan anezhañ.

1732
Daveenn : GReg pg foible (Je connois son foible.)

E finesaoù a anavezan.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg finésa (Je connais ses ruses).

anavout

1850
Daveenn : GON.II pg anafout, anaout (Connaître. Avoir la notion de quelque chose. Reconnaître. Se remettre dans l'esprit l'idée d'une chose, d'une personne. Avoir de la gratitude, de la reconnaissance.)

Anaout a ran ho tad.

1850
Daveenn : GON.II pg anaout (Je connais votre père).

anaviñ

1850
Daveenn : GON.II pg anaouein (En Vannes).

anaout

1850
Daveenn : GON.II pg anaout (Connaître. Avoir la notion de quelque chose. Reconnaître. Se remettre dans l'esprit l'idée d'une chose, d'une personne. Avoir de la gratitude, de la reconnaissance.)

Anavezet en deus ar pezh [a]m eus graet evitañ.

1850
Daveenn : GON.II pg anaout (Il a été reconnaissant de ce que j'ai fait pour lui).

anavezout

1850
Daveenn : GON.II pg anaout (On dit encore et aussi souvent, surtout en Léon, "anavézout") ; pg anavézout

anavout

1850
Daveenn : GON.II pg anavout (Voyez, "anaout").

anaout

1850
Daveenn : GON.II pg anaout, aznaout

Ne anavezan ket a vamm ker beizik hag hi.

1850
Daveenn : GON.II pg baizik (Je ne connais pas de mère aussi jalouse qu'elle).

Ne anavezit ket e holl hakrded.

1850
Daveenn : GON.II pg akrded (Vous ne connaissez pas toute son abjection, sa bassesse).

Roet en deus an arouez-se din evit e anaout.

1850
Daveenn : GON.II pg arwéz, arouéz (Il m'a donné ce signal, cette marque, pour le reconnaître.)

Anaout a rit-hu an delienn-mañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg delien (connaissez-vous cette feuille ?)

Anavezet am eus e zic'halloud.

1850
Daveenn : GON.II pg dic'halloud (J'ai reconnu son incapacité.)

An holl a anav e zinammded.

1850
Daveenn : GON.II pg dinamded (Tout le monde connaît sa probité.)

Anaout a rit-hu va enebour ?

1850
Daveenn : GON.II pg énébour (connaissez-vous mon adversaire, mon antagoniste ?)

Ne anavezan ket va flatrer.

1850
Daveenn : GON.II pg flatrer (Je ne connais pas mon accusateur, mon dénonciateur.)

Anaout a rit-hu pouez an neud-se ?

1850
Daveenn : GON.II pg poéz, pouéz (Connaissez-vous le poids de ce fil ?)

E anaout a ran diouzh e gomz.

1850
Daveenn : GON.II pg komps, komz (Je le connais à son parler.)

Anavezet en deus an anadurezh eus a gement-se.

1850
Daveenn : GON.II pg anadurez (Il en a reconnu l'évidence.)

Anaout a rit-hu al louzaouenn-mañ ?

1850
Daveenn : GON.II.HV pg. louzou (connaissez-vous cette herbe, cette plante ?)

Hoc'h anaout

1850
Daveenn : GON.II p.13, introduction, (vous connaître).

Dek bloaz zo abaoe m’hoc’h anavezan.

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, (Il y a dix ans que je vous connais).

C’hwi a enev va c’hoar henañ.

1850
Daveenn : GON.II p.62, (Vous connaissez ma sœur aînée).

Ar gwellañ tad am eus anavezet, eo hoc’h hini.

1850
Daveenn : GON.II p.63

He c'hoar henañ a anavezan, ha n'anavezen ket houmañ.

1850
Daveenn : GON.II p.70, (Je connais sa sœur aînée, et je ne connaissais pas celle-ci).

Anaout a ran un den a gar Doue (/ hag a gar Doue).

1850
Daveenn : GON.II p.72

Ne anavezan hini ebet / hini eus ho c'hoarezed.

1850
Daveenn : GON.II p.76

Anaout a ran ivez ar gwaz a zo ganti.

1850
Daveenn : GON.II p.80

Bez' e anavezan ar vaouez-se pell zo.

1850
Daveenn : GON.II p.80

Reiñ a reas Ruth da anaout dezhi e ti [p]iv e oa bet o vidiñ, hag e lavaras penaos ar gwaz-se a oa hanvet Booz.

1850
Daveenn : GON.II p.102, Buez Ruth.

Sevel a reas a-barzh ma helle an dud en em anaout an eil egile ; ha Booz a lavaras dezhi : Diwall na oufe den e ve deuet amañ.

1850
Daveenn : GON.II p.104-105, Buez Ruth.

Diouzh kerniel ar c'harv e anavezer e oad.

1850
Daveenn : GON.II pg karô ou karv (On connaît l'âge du cerf à son bois).

« Ne anavez zoken peul-karr dioc'h kilhoroù, / E-kreiz e barkeier, n'eus nemet beskelloù, / Dre ma rank tud a skiant ober 'vel a lavar / Un diod ne oar netra nemet koll din va douar. »

1867
Daveenn : MGK p93

An dra-se eo a reas anaout / N'eo ket diouzh e lost mont d'ar maout / Na d'an azen diouzh e groc'hen.

1867
Daveenn : MGK p61

'Vel aered, en nevez-amzer, / Ma taolfe darn kroc'hen o lêr, / E ve anavezet abred / E pe benn emañ o spered.

1867
Daveenn : MGK p62

P'en em welas distruj, hep blevenn wenn na du, / Ec'h anavezas mat o gwiridig, o zu.

1867
Daveenn : MGK p64

Ar beleg "intru" a oa e Plouared, a oa e hanv Loull ar Bouc’h, da vihanañ lavaret a raed e oa hennezh e hanv mat, rak deuet e oa eus n’ouzon dare pelec’h, ha den er vro ne ouie hen anaout.

1877
Daveenn : EKG.I. p.87

— Daoust ha ne anavezfec’h ket dre eno ul louzaouer hanvet Lukaz ? — Eo-da avat, me hen anavez mat ; zoken a-wechoù ec’h evomp pep a chopinad hon-daou.

1877
Daveenn : EKG.I. p.90-91

Ha penaos hoc’h eus anavezet n’emaomp ket a-du gant ar republikaned, ha n’oamp ket deuet da lojañ d’ho kêr evit lakaat an tan warnoc’h ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.82

Ne gav ket din, rak Jañ-Mari a zo un den hag en deus re a zoare vat. Ur goustiañs eeun a rank bezañ en e greiz, rak e c’hoarzhadennoù a oa re galonek ; an aer en doa da c’hoarzhin da vat, ha, ma vije bet un trubard, e goustiañs he divije kalz pe nebeut piket e galon da vezañ gwerzhet daou zen n’oar ket da anaout, ha n’o deus graet droug ebet dezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.77-78

Da grediñ a ran, Per, rak da anaout a ran.

1877
Daveenn : EKG.I. p.75

N’oa ket ’ta diaes dezhañ hen anaout, hag oc’h anaout ar montr [e] oa aes dezhañ gouzout edo dirazañ unan eus an dud kriz o doa merzheriet e genvreudeur.

1877
Daveenn : EKG.I. p.60

Ret eo anaout, va mignon, / Aogustin hoc’h Eskob gwirion, / Augustin Eskob a Dreger / Bremañ koulz ha pa oa er gêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.105-106

Ar manac’h en doa anavezet gant an den-se montr an Tad Abad, an hini a oa tad ar venec’h all a-raok an dispac’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.60

Ar manac’h a [sic] en em glevas gant daou zen paour, a anaveze a-raok an dispac’h, hag a yoa o chom war ribl ar c’hoad, evit labourat o-zri a-unan douar a-walc’h evit o bevañ, i hag o zud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.54

Hag evit gwir, n'eo ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud ur person, ur c’hure, da bareañ goulioù an ene, da bardoniñ ar pec’hedoù, da reiñ ar vadiziant, etc... eus a-berzh ur c’houarnamant hag a zo en e benn ur protestant marteze ha ne anavez ket eo ret kofes, pe un den disakret bennak ha ned a na war-dro iliz na war-dro beleg ebet, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennoù en e rouantelezh, pe pa en em gav un nevezenti bennak gant e dud ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.4-5

Evit gwir Per ar C’houilh ne anaveze ket Loull ar Bouc’h er stad ma edo ; ma en divije graet, oa bet tristoc’h c’hoazh e zoare, rak ar c’hemener-se a oa unan eus an dud gwellañ a oa er vro, evitañ da vezañ kemener.

1877
Daveenn : EKG.I. p.133

Goude-se e voent kaset, etre teir lodenn, da ober tro ar barrez evit digas ganto d’ar bourk ar pennoù brasañ eus ar barrez hag o lakaat da anaout ar person "intru" Gall, evit person gwirion Plougerne.

1877
Daveenn : EKG.I. p.235

Betek ennon e teue sklaer klemmoù ar vouezh truezus-se, mes ne ouien ket he anaout.

1878
Daveenn : EKG.II p.47

N’em boa ket kollet va fenn evelato, hag ober a ris neuze ar pezh am eus graet abaoe bep tro m’on en em gavet nec’het ; en em erbediñ a ris ouc’h ar Werc’hez Vari hag ouc’h sant Yann, va faeron ; goulenn a ris sklerijenn diganto evit en em anaout, en u[l] lavaret dezho n’em boa ken youl nemet difenn va Doue, va roue ha va bro.

1878
Daveenn : EKG.II p.32

Hag ouc’hpenn-se, karet a raen ivez e vab Ivonig, paotrig a bevar bloaz eus ar re goantañ, a ouie va anaout hag a furche va godelloù, pa’z aen di, da c’houzout pe graoñ pe avaloù a vije enno.

1878
Daveenn : EKG.II p.36

Anaout a ris dioc’htu Herve Soutre, flastret e benn, ha Katell Eukat, he daou vugelig ganti etre he divrec’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.53

— Na peseurt gwall draoù ? Me ’garfe o c’hlevet hag o anaout.

1878
Daveenn : EKG.II p.61

Me ’gred ne ouient ket anaout an Aotrou Krenn, rak anez o divije er c’haset ganto.

1878
Daveenn : EKG.II p.83

Anaout mat a raen iliz Berven, meur a wech e oan bet enni ; n’oa ket ivez ’ta diaes din kaout dor an tour.

1878
Daveenn : EKG.II p.119

Ar paour-kaezh ki ! Kerkent ha m’en em gavas ganen, e chomas ur pennad a-sav da sellet ouzhin. Ne zaleas da anaout, me ’gred, evitañ da vezañ ki, e oan ur c’hristen mat, disheñvel dioc’h ar soudarded, rak dont a reas d’am c’haout hag harpañ a reas e fri ouc’h va stomok.

1878
Daveenn : EKG.II p.28

En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Anavezout ha saludiñ a reomp evit arouez n'eus nemeti hon Bro garet, al lenn wenn, goloet a erminigoù, hep mui lec'h da vanniel a driliv Bro-C'hall.

1911
Daveenn : PSEP p VII

Diwar gement-se-holl e c’heller anaout a-walc’h e tigemere broadoù an Azi gorno[k] ar staen, ar c’houevr hag an arem eus ar C’huzh-heol : Chipr, Kret ha bro-Spagn.

1923
Daveenn : SKET p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted". (+ s.o. difaziadenn p.199 "e lec’h « Azi-gornog » lenn « Azi-gornok »".

Derkeia a c’hourlammas he c’halon en he c’hreiz oc’h anavezout er c’hozhiad bras-se he zad Matidonnos a zeue eus tir ar re varv bepred bev, evit saveteiñ e verc’h vuiañ-karet.

1923
Daveenn : SKET p.103

Ha neb a venno gwelout anezho, ha lenn al lizherennadur diwarno, ha dont da anaout an darvoudoù, a yelo di.

1923
Daveenn : SKET p.23

Doueed gwarezourien Geltia, ar re [a] anavezan hag ar re n’anavezan ket, ra vezint a-du, din da gas va menoz da vat !

1923
Daveenn : SKET p.23

An Hini eo na anavezer nag e reizh, nag e ouenn, nag e neuz, an Hini n’en deus na tad na mamm, na kar na par, an Hini n’eo bet engehentet biskoazh ha n’anavezo ket an dremenvan, an Hini n’en deus na derou na diwezh hag a reer anezhañ, pa na ouvezer anv a-hend-all, Guton « a beder », Uxamon pe Uxellimon « an uhelañ-holl », Bitumon « an holl-bad-dreist ».

1923
Daveenn : SKET p.27

Evn ebet o nijal en oabl, pesk o neuñvial en dour, loen o kerzhout pe o torc’hweniañ war donenn c’hlas Andelitana (1), na anavezjent o anv, o doareoù, o buhezegezh !

1923
Daveenn : SKET p.39

Evel-se, Ariomanos, evezhiet gantañ al louzaouennoù gouez o kriskiñ e frankizennoù bro an Hañv, a anavezas ar re a zo danvez-boued en had anezho, talvoudus dre se da vab-den o gounit : an heiz, ar mell, ar c’herc’h, ar segal.

1923
Daveenn : SKET p.53

Hag an den o tont a anaveze enni ar werc’hez dremmet-kaer en doa karet gwechall, e nevez-amzer e vuhez, an hini en doa diuzet ha taolet war he barlenn an aval a garantez, ar gefrisa en doa kengerzhet ganti dorn-ha-dorn o voustrañ strad kinviek koadoù ar vro-Wenn, hag a oa deut d’e bried wirion, d’e geneilez karantezus a-hed naouspet hañv, naouspet goañv !

1923
Daveenn : SKET p.74

Ha pried ne dleent da gaout, difennet ma ’z oa outo anaout plijadurezhioù ar c’harediged na tañva levenez ar mammoù, dre m’oa bet gouestlet d’an Heol gant o zad ar yaouankiz hag ar werc’hded anezho (1).

1923
Daveenn : SKET p.98

Nemet aes eo anaout diouto krugell-vez Nemetos, dre ma ’z eo-hi an uhelañ hag an nesañ d’ar mor er c’hornog.

1923
Daveenn : SKET p.130

Gwel an div ounner dilezet, ar raoskl flac’het, roudoù ar stourmadenn er riblennad a roas da anaout dezho petra a oa c’hoarvezet.

1923
Daveenn : SKET p.135

Van na reas Bilzig (hen a oa er vag gant e vreur) : anavezet mat en devoa Gargam hag e vestr ; dalc’het koun en devoa en taolioù gwialenn pere o devoa, ur sulvezh a voe, kinkiset dezhañ e beñsoù hag e zivorzhed.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

O divrec’h a astennent etrezek ar paotr marv o vont diouto war e vag entanet, hag e c’harment : « Tekos ! Tekos ! » Evel-se ez anavezas Vindosetlos ez oa ar paotr yaouank hevelep anv gantañ...

1924
Daveenn : SKET.II p.39

Nepell ac’hano em eus anavezet Dêviata dre an dervennegoù anezhi uhel ha don, ha Vindomagos dre he c’hreñvlec’hioù gwenn gant ar vrezelourien heñvel ouzh doueed oc’h ober ged war ar mogerioù.

1924
Daveenn : SKET.II p.75

Champault ha Tourville ne anavezent ket an disterañ petra eo ar yezhoniezh hag e lakaent keñver-ha-keñver anvioù o tont eus amzerioù ha yezhoù disheñvel, ouzh en em harpañ hepken war heñvelderioù a-ziwar-c’horre touellus.

1924
Daveenn : SKET.II p.27, Notenn (3)

An diavaezidi a gren rak ar Marv ; evidomp-ni, avat, hen anavezomp evit bezañ eus hor gwad.

1924
Daveenn : SKET.II p.44

Vissurix, avat, en deus desket da Vindosetlos e talv gwelloc’h c’hoazh an emvestroniañ : « Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestroniañ !

1924
Daveenn : SKET.II p.30

Leonard a oa, hag o paouez erruout er vro : ne anavee ket c’hoazh holl [d]ud e barroz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Ar c’habiten a ouie mat talvoudegezh ho puhez. Pa gaozee diwar ho penn, e v[ez]e atav evit ober ho meuleudi, anavezout ho nerzh-kalon.

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

anavout

1927
Daveenn : GERI.Ern pg anaout (Connaître ; reconnaître)

anavezout

1927
Daveenn : GERI.Ern pg anaout (Connaître ; reconnaître)

anaveout

1927
Daveenn : GERI.Ern pg anaout (Connaître ; reconnaître)

anaout diouzh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg anaout (distinguer de)

anaout

1927
Daveenn : GERI.Ern pg anaout (Connaître ; reconnaître)

Eno hoc'h anavezan a-bezh.

1931
Daveenn : VALL pg bien (Je vous reconnais bien là.)

anaout an ardremez war-dro ar gêriadenn

1931
Daveenn : VALL pg alentours (connaître les alentours du village)

anaout an tres

1931
Daveenn : VALL pg (s'entendre en) affaire(s)

anaout e glañvenn

1931
Daveenn : VALL pg bât (savoir où le bât blesse)

anaout e wiridig

1931
Daveenn : VALL pg bât (savoir où le bât blesse)

anaout war un dra bennak ez...

1931
Daveenn : VALL pg apercevoir (s'apercevoir d'après l'aspect de qq chose que...)

anaout war ub. ez eus droug ennañ

1931
Daveenn : VALL pg (s')apercevoir (à la mine de qqn qu'il est fâché)

Al lenner a vo bet kalonek a-walc'h evit hon heuliañ betek amañ a chomo marteze war e c'hoant da anaout ar perak eus an traoù; rak n'omp ket bet, pell ac'hano, evit gellout reiñ ur respont d'an holl c'houlennoù.

1943
Daveenn : TNKN p92

Skignet eo ar c'haniennoù-mor a anavezomp mat dre ar bed-holl, koulz lavaret, nemet er broioù pennahelek; ha n'eo ket sur ne vije ket anezho eno kennebeut, ken dister ha ma 'z eo hon anaoudegezh eus Mor Skornet an Norz ha Mor Skornet ar Su.

1943
Daveenn : TNKN p60

Antreal a rejomp en un ostaleri a anavezemp evit bezañ « diskenn ar c'hourier » a rae, a-raok ma oa treniou, servij ar veajourien hag ar varc'hadourezh etre Keraez ha Gwengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

Gouzout a ran, meur a zen n’anavez ket Lotei gwelloc’h eget ar C’hamtchatka pe ar Beloutchistan, ha, koulskoude, Lotei a zo ur barrezig vihan vrav a Vro-Gernev.

1944
Daveenn : ATST p.9

Ha setu ar vamm hag ar mab war ar memes hent, o tont o-daou da anaout Breizh, na oa nemet ur skeudenn vouk evito.

1944
Daveenn : EURW.1 p41

Hi ivez a anaveze ac'hanomp diouzh ar gwel, rak aet e oamp en hec'h ostaleri da evañ ur bannac'h kafe tomm, pa oamp o tistreiñ goude ehan-skol an deiz kentañ 'r bloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

Alchouez ar Skiant !... Anaout ar Vaouez, anaout ur vaouez, anaout Palmira !... Ganti emañ an diskoulm d'ar c'hevrin.

1949
Daveenn : SIZH p.64

- Klevet em eus lavarout ez eus levrioù, skrivet penn-da-benn a-zivout maouezed noazh... Hag anaout a rit « La Mujer Desnuda » gant Blasco Ibañez?...

1949
Daveenn : SIZH p.47

- Hag e ri, a-hed da vuhez manac'h, prezegennoù helavar diwar-benn traoù n'anavezez ket.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Ne vezez ket morse o tañsal ar « jota » e « La Zamorrana »? Anaout a rez « La Zamorrana » [']michañs, en tu-all d'ar pont war an Ebro. Dont a ri di ganin.

1949
Daveenn : SIZH p.50

Gwall bilpous, person, az kavan / Ha, d'en lâret, mui ne davan / Pa anavezez e pe lec'h / Emañ an trubard ' zo war dec'h.

1960
Daveenn : PETO p39

Met setu deuet an eur ma tlean, war an tomm, / D'ar re a ren ar Vro reiñ difazi d'anaout / Ha stag e fell deoc'h chom bepred ouz eskob Rom / Pe sentiñ ouz an urzh. Ho respont 'rankan kaout.

1960
Daveenn : PETO p15

A-greiz-holl e tivorfil ar person hag ec'h anavez ar c'hure.

1960
Daveenn : PETO p81

Un esa a ris, met, va Doue, ne oan ket donezonet kaer evit ur seurt labour; anavezout a raen an doare ma veze graet en ul Lise, peogwir e oan bet en unan.

1985
Daveenn : DGBD p5

Un tammig a-raok an noz e weler bouchadoù gwez o tiboukañ war an tu dehou : Kap Lopez, ha, war-dro c'hwec'h pe seizh lestr war eor, en o zouez pesketaerien grankaled eus Norvegia, aes da anaout en abeg d'ar c'hlud a zo e penn ar wern, evit ober ged ha klask ar ramzed a c'hell bezañ o neuiñ war ar mor bras.

1985
Daveenn : DGBD p23

Eus un eil obererezh d'eben en deus savet [an den e darempred gant ar mediaoù] un teuliad media e-lec'h ma vez renablet ar gazetennerien anavezet gantañ deus un tu hag an holl vediaoù hag ajañsoù deus an tu all.

2015
Daveenn : DISENT p124

Bezit seven, doujus met dibleg evel bepred : anavezout a rit ar gwirioù ho peus hag e-kreiz an abadenn oc'h[emaoc'h]-c'hwi memestra !

2015
Daveenn : DISENT p172-173

Notennoù studi

Ur vi-koukoug e hañval bezañ ar stumm "onaout" kavet e geriadur an Tad Maner e 1659.

Etimologiezh

Termen predenek, kar d'ar c'hembraeg "adnabod" (anavout), deveret ent-reizh diouzh *adnabout > aznavout > anavout/anaout pe diouzh *adnabezout > aznavezout > anavezout.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial