Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. 1. Zo chomet kuzh betek-henn. Ur spesad dianav. Ur bed dianav. Dielloù dianav. 2. (db. an dud) Na ouzer ket piv eo, na ouzer anv ebet dezhañ. Un den dianav. [1954] Sentiñ a reas an dimezell Vrenchereau ouzh ar marc'hadour dianav-se. 3. (db. anv an dud) N'eus ket bet roet brud dezhañ. E anv zo chomet dianav. Un anv dianav en deus kemeret. & N'eo ket brudet. Un arzour dianav. 4. A ouzer nebeut a dra diwar e benn dre ziouer a studi, a zarempred. Un danvez studi dianav. Ur vro dianav. Un teknik dianav. 5. (db. ar santadoù, ar santadurioù, an trivliadoù) A verzer evit ar wezh kentañ ; kevrinus e orin. Ul levenez dianav. B. Trl. DIANAV DA UB. : estren dezhañ. N'eo ket dianav din an den-se. Dianav eo ar brezhoneg da veur a zen e Breizh. & Dianav evit ub. Ar plac'h-se zo dianav evidon. Dianav eo an dra-se evitañ. C. Rouez 1. Na c'haller ket anavezout. Dianav eo abaoe m'eo bet klañv. 2. Displann. Komzoù dianav. II. Adv. Trl. Bevañ dianav : hep na vefe gouezet netra diwar e benn. Bevañ a rae dianav en hon touez.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

dianav

1732
Daveenn : GReg pg ambigu, apocryphe

un den dianav

1732
Daveenn : GReg pg ambigu

levrioù dianav

1732
Daveenn : GReg pg apocryphe

Un hanv dianav en deus kemeret.

1850
Daveenn : GON.II pg dizanaf (Il a pris un nom supposé.)

dianav

1850
Daveenn : GON.II pg dizanaf ou dianaf (Méconnaissable, qui n'est pas reconnaissable. Inconnu. Apocryphe. Supposé. Equivoque. Ambigu. Obscur).

Ur c’hammamzeriañ a zo amañ. Dianav eo manet ar c’hazh-doñv en Europ e-kerzh ar rann vrasañ eus an Henamzer.

1923
Daveenn : SKET p.63

O vezañ m’oa an azen pe zamanavezet pe zianav d’ar Gelted, e tro Segobranos ar roue e ziskouarn azen en ur roue e ziskouarn marc’h.

1923
Daveenn : SKET p.15

dianav

1923
Daveenn : SKET p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Inconnu".

Hanter-leuniañ ne rejont ken ; a-walc’h dezho e voe avat ! ha Derkeia, he doa nac’het evañ, a welas o treiñ kerkent doare he div c’hoar. Mantrusat, glac’harusat dezhi ! div verc’h e voe hag int estren dezhi ha dianav a welas o tihuniñ hag o prezeg dirazi.

1923
Daveenn : SKET p.103

dianav

1924
Daveenn : SKET.II p.123 « Geriadurig », "Inconnu".

Rak mar deo anavezet hiviziken anv paotr Lotei gant un dornadig mat a vrezhonegerien, hag e oberoù gant ur re bennak ivez, arabat goulenn digant gallegerien Breizh-Uhel enoriñ ha karout un den ha levrioù dianav-krenn evito.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Ar pennadoù-se, sinet gant un anv dianav d'an holl, a zidennas warnon evezh ar skrivagnerien vrudet a neuze, a c'houlennas ouzh Korfeg piv oa ar skoliad yaouank-se a grede reiñ alioù d'ar Vretoned war bez o doa d'ober.

1944
Daveenn : EURW.1 p64

N'eo ket al lean a bede, n'eo ket ar barzh a gane. Savet a oa un den all er breur Arturo; un den dianav, a lakae an daou all da souzañ.

1949
Daveenn : SIZH p.65

Eñ an hini a rede war-lerc'h ur plac'h yaouank dianav, ur jenoflenn gantañ en un dorn, hag ur barzhoneg en dorn all.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Sentiñ a reas an dimezell Vrenchereau ouzh ar marc'hadour dianav-se.

1954
Daveenn : VAZA p.174

Azalek Roudoualleg betek ar vilin-boultr, en ur vro dianav-kaer dezhañ, e voe heñchet ar bagad gant ur vaouez, Loeiza Gareg he anv, anaoudek eus an tolead.

1960
Daveenn : PETO p8

Setu me eta bremañ en ur rann vuhez nevez, o vont en ur bed dianav.

1985
Daveenn : DGBD p10

Ar pezh a vank dimp a zo ur gwir preder a strategiezh, unan a c'hallfe hon lakaat da vont gant hentoù nevez, daoust dezhe bezañ dianav dimp hag arvarus a-wechoù.

2015
Daveenn : DISENT p22

Direvrañ a ra gant ar c'hoant gouzout traoù dianav d'ar re all.

2015
Daveenn : EHPEA p73

Aet omp tremen poazh o vezañ chouk-ha-chouk, ha ni paotred dianav an eil d'egile, ha n'en em welimp biken ken, ha ni bet charreet gant ar vuhez avat war ar memes hent poent zo bet.

2023
Daveenn : AVWAH p. 29

Ofis publik ar brezhoneg