doujet
Gwreg va hentez am eus doujet.
Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »
Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.
Mignoned, unanet chomomp, / Hon enebourien ne zoujomp.
Mont a ran goustad en arbenn dezho, reiñ ur glapennad da zaou pe dri, en em lakaat dirazo da stankañ outo an hent, ha kement-se a zo bet a-walc'h evit lakaat ar re daerañ da zoujañ.
Bloaz a oa abaoe ma'm boa kuitaet va mignoned a Vreizh, bloaz a oa e veze dalc'het va freder gant traoù all estreget traoù hor bro, ha klevout a daol trumm e oa tremenet dre eno un den en devoa gouezet lakaat anaout, karout ha doujiñ ano ar Vretoned, kement-se a skuilhas ur bann heol [bann-heol] sklaer em c'halon.
Mots précédents
Mots suivants
doujañs