doujañs
Poaniañ a ra en noz, en deiz, / Evidoc'h, 'vit he bugale, / Hag he c'harantez, war vale, / Ne baouez da bediñ gant feiz, / Evit ma troy da vat ar bed, / Ma teuy kalon, skiant d'he fried, / E-lec'h brabañs, lorc'h ha fouge / M'en devezo doujañs Doue, / Ma talc'ho mat d'ar gourc'hemen, / Pa n'en defe ket ur varvenn !
— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.
Petra bennak ma veve muioc'h eget n'eus forzh piv e doujañs Doue - bet 'oa zoken maeronez unan eus kleier Priel - ne oa ket evit he zeod ha gallet ho pije kanañ dezhi gant gwir abeg : Deiz mat, Katell bebrennig, / Lemmoc'h he beg eget ur spilhennig !
Un deiz bennak, goude ar gouzoumenn en ur barrez vihan e c’hoantaas komz gant ar vugale hag o c’herent bodet er vered, hag o vezañ ma choment pell dioutañ dre zoujañs, setu ma voent pedet gant ar Vikel vras da dostaat : « Ya, ya, eme an Aotrou Fallières, staotit ’ta, mar plij, staotit un tammig ! »
Aet eo an darn vuiañ anezho da anaon, ha Doue d’o fardono ! met marv pe vev, bet am eus diganto deskamant ha skouer vat, ha da viken e vagin evit pep hini anezho doujañs, trugarez ha karantez.
Falloc'h c'hoazh marteze e oa an hent, rak er poulloù lagenn e oa bet stlapet keuneudennoù a-dreuz hag a-hed evit reiñ un tamm font bennak dezho. Ha se ne oa ket eus ar c'hentañ evit gwinterelloù ar c'harr, anat eo, seul vui ma n'o devez ket ar vlenierien zu kalz a zoujañs evit ar mekanikoù a vez lakaet etre o daouarn ha ma lakaont tizh, par ma c'hallont, evel tud all.
Evit klozañ ganti, lâromp c'hoazh e servij an doujañs ouzh an dud hag ar fed da glask kompren anezhe da sioulaat ar jeu pa vez tenn an traoù evel ma c'hoarvez e-pad taolioù stourm difeuls.
Mots précédents
Mots suivants
doujañsus