Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Aon en devez ub. dirak ub. all en deus beli warnañ. Kaout doujañs ouzh ub. Kelenn e vugale e doujañs Doue. & Trl. Doujañs zo dezhañ : aon o devez kalz tud dirazañ. & Tennañ doujañs ouzh an-unan, war an-unan : lakaat ar re all da gaout aon ouzh an-unan. 2. Dre ast. Aon dirak udb. zo da c'hoarvezout. Gwelet hep doujañs ar marv o tostaat. 3. Anaoudegezh en deus ub. eus dellid pe beli ub. all a ra dezhañ sentiñ outañ pe mont dezhañ en un doare seven ha dereat. Kaout doujañs evit ub. Ober udb. gant doujañs vras. [1924] hep doujañs evit he mestr, Bidoullig hen divarc’has. & Trl. Bezañ e doujañs dirak ub. 4. Dre ast. Anaoudegezh en deus ub. eus talvoudegezh ur reolenn, un ensavadur, ur meizad, udb. Kaout doujañs d'an urzh, d'al lezenn. 5. Dre ast. Damant (d'udb.). Ar vleinerien n'o doa ket kalz a zoujañs evit o mekanikoù. HS. azaouez, bri.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

doujañs

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dougeancç

doujañs

1732
Daveenn : GReg pg apprehension, crainte (raisonnable)

Ur gwir gristen a zoug doujañs ha karantez da Zoue, evel ur mab mat d'e dad ; ur falskristen en douch hep e garet, evel a ra ur servijer fall en andred e vestr.

1732
Daveenn : GReg pg filial (Une crainte filiale pour Dieu convient au veritable Chrétien, & une servile se trouve dans les méchans.)

un den hag en deus doujañs Doue eo ar barner-hont

1732
Daveenn : GReg pg (ce Juge n'est pas) corruptible

doujañs Doue

1732
Daveenn : GReg pg (la) crainte (de Dieu)

n'en deus na doujañs Doue, na doujañs ar bed

1732
Daveenn : GReg pg (il n'a ni la) crainte (de Dieu, ni la crainte des hommes)

ret eo kaout doujañs Doue

1732
Daveenn : GReg pg (il faut craindre) Dieu

Ar gwir gristen a dle kaout un doujañs a vab evit Doue, e-keit n'en deus ar falskristen nemed un doujañs a sklav evitañ.

1732
Daveenn : GReg pg filial (Une crainte filiale pour Dieu convient au veritable Chrétien , & une servile se trouve dans les méchans.)

doujañs

1850
Daveenn : GON.II pg douj et doujañs (Crainte. Respect).

Poaniañ a ra en noz, en deiz, / Evidoc'h, 'vit he bugale, / Hag he c'harantez, war vale, / Ne baouez da bediñ gant feiz, / Evit ma troy da vat ar bed, / Ma teuy kalon, skiant d'he fried, / E-lec'h brabañs, lorc'h ha fouge / M'en devezo doujañs Doue, / Ma talc'ho mat d'ar gourc'hemen, / Pa n'en defe ket ur varvenn !

1867
Daveenn : MGK p132

Mar chomit e buhez e vezo c’hoazh war ho lerc’h, war an douar, bugale vat hag a galon, bugale a zoujañs Doue.

1877
Daveenn : EKG.I. p.21

Er mareoù-se e oa eskop e Kemper an Aotrou Conan de Saint-Luc, den a zoujañs Doue, ha karet-meurbet gant an holl.

1877
Daveenn : EKG.I. p.8

D’ar gorreoù, pa sav ar beleg en aer, evit o reiñ da adoriñ d’ar bobl, korf ha gwad hor Salver Jezuz-Krist, an holl a stou hag a bleg o fenn, daoulinet, strinket d’an douar war blankenn o bag, doujañs ha karantez Doue en o c’halon...

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

Ar gwel eus a ur c’horf-marv, a laka pep den da ziskenn ennañ e-unan ; ha, dre ar bed-holl, kerkoulz er broioù paian evel er broioù kristen, e touger doujañs d’ar marv.

1878
Daveenn : EKG.II p.184

Al levr-mañ a zo kinniget Gant trugarez ha doujañs bras En eñvor da'm mestr kozh brudet D'Arbois de Jubainville, a reas Enklaskoù don War ar Gelted Hag ar yezhioù gante komzet, en n'hallas lenn dioutañ nemet Ar pennadig kentañ, siwazh.

1914
Daveenn : M. pennad dediañ

Etre an holl ouennoù roueel deut eus ar vro-Wenn, gouenn Vomoros he deus en em ziskouezet dreist dre he doujañs ouzh an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.124

"azaouez" g. [...] (ivez "bri", "doujañs")

1923
Daveenn : SKET p.157, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Respect, attention, égards, considération, vénération".

Stouiñ o fenn gant doujañs o doa graet Kintus hag e wreg ouzh diouganadenn ar plac’h yaouank.

1923
Daveenn : SKET p.106

— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924) ("en doujans an Aotrou Doue" & "dindan dourn" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

En ur pleg berr war an hent, dirak poull-hañvouez ti ar Faven, hep doujañs evit he mestr, Bidoullig hen divarc’has.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

« (…) Me’m eus respet ha doujañs evit kement re o deus labouret a-du gant Breizh, ha mar gallan, me ‘valeo war ho roudoù… »

1944
Daveenn : EURW.1 p.92

Marc’harid en em zalc’he gant doujañs ur gammed pe ziv war-lerc’h an itron Mosher.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Arabat e vije krediñ o doa ar serjanted hag ar gaporaled an disterañ doujañs ouzh ar « vibien d’o zadoù » a raed ouzhimp ‘drek hor c’hein.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

A-hend-all, steuenn ar c'hoari, an doare ma 'z eo reizhet hag an dud all o lakaat buhez ennañ, war-bouez ar Marc'heger, a zo o terc'hel lec'h Loeiza Gareg, ha Keroulaz, e vreur Kerroc'h ha Kersalaun, a zo bet ijinet hep an disterañ doujañs e-keñver ar pezh a zo bet c'hoarvezet.

1960
Daveenn : PETO p9

Falloc'h c'hoazh marteze e oa an hent, rak er poulloù lagenn e oa bet stlapet keuneudennoù a-dreuz hag a-hed evit reiñ un tamm font bennak dezho. Ha se ne oa ket eus ar c'hentañ evit gwinterelloù ar c'harr, anat eo, seul vui ma n'o devez ket ar vlenierien zu kalz a zoujañs evit ar mekanikoù a vez lakaet etre o daouarn ha ma lakaont tizh, par ma c'hallont, evel tud all.

1985
Daveenn : DGBD p82

Evit klozañ ganti, lâromp c'hoazh e servij an doujañs ouzh an dud hag ar fed da glask kompren anezhe da sioulaat ar jeu pa vez tenn an traoù evel ma c'hoarvez e-pad taolioù stourm difeuls.

2015
Daveenn : DISENT p51

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II eo aet er-maez implij ar ger "douj" ha ne vez ket graet nemet gant "doujañs" ken.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial