I.
GOUNEZ.
[1927, 1931] Steudad ed pe foenn bet falc'het ha lakaet war an douar.
Andell ed-du.
II.
A. (db. an dud)
1. Den sot.
Sakre andell !
2. Dre ast.
Lampon.
An andell-mañ zo o trevezañ ma c'homzoù !
Rekin e oa, an andellig ! : rekin e oa al lampon anezhañ !
B. Trl.
Un andell tra : tra na ouzer anv ebet dezhañ hag a zisprizer mui pe vui, bitrak.
Petra eo an andell tra-se ?
&
Dre ast.
Tra sot.
Desket e vez kement andell tra dezho.
HS. turlut (1).
III.
(en e furm lies)
[1927] Ardoù.
Andelloù a rae evit gouzout troioù ar person. Keneve d'e spered diroll ha d'e andelloù.
HS. arvez, geiz, kamambre, orbid.