Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. GOUNEZ. [1927, 1931] Steudad ed pe foenn bet falc'het ha lakaet war an douar. Andell ed-du. II. A. (db. an dud) 1. Den sot. Sakre andell ! 2. Dre ast. Lampon. An andell-mañ zo o trevezañ ma c'homzoù ! Rekin e oa, an andellig ! : rekin e oa al lampon anezhañ ! B. Trl. Un andell tra : tra na ouzer anv ebet dezhañ hag a zisprizer mui pe vui, bitrak. Petra eo an andell tra-se ? & Dre ast. Tra sot. Desket e vez kement andell tra dezho. HS. turlut (1). III. (en e furm lies) [1927] Ardoù. Andelloù a rae evit gouzout troioù ar person. Keneve d'e spered diroll ha d'e andelloù. HS. arvez, geiz, kamambre, orbid.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

andell

1927
Daveenn : Geri.Ern pg andell (andain, rangée (de foin); grimace)

andell

1931
Daveenn : VALL pg andain

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial