1. Strilh dour a zeu er-maez eus an douar ; penn orin ur wazh pe ur stêr.
Dour andon.
2. Dre ast.
[1927] Lec'h ma teu an dour-se diouzh an douar, lec'h tarzhañ ur wazh pe ur stêr.
Andon an Nil.
3. Dre skeud.
Orin.
Disec'het eo andon an arc'hant. Andon ar galloud. Un andon a vuhez.
HS. eien, mammenn, stivell.
4. Estl., KUNUJ.
Andon an diaoul ! : ger a raer gantañ, a-benn reiñ pouez d'ur gunujenn.
Ne lavarez netra, andon an diaoul, anat eo ez out kablus.
Bremañ ez an da gomz eus o bugale, eus penn-andon ar c’havadennoù hag eus an henlezennoù, anvet lezennoù Belios (1).
Breman ez an da gomz eus o bugale, eus penn-andon ar c’havadennou hag eus an henlezennou, anvet lezennou Belios (1).
1923
Référence :
SKET
p.50
Ar pennad-se en e bezh a rank bezañ klasket an andon anezhañ e brizhkredennoù Indeziz.
Ar pennad-ze en e bez a rank beza klasket an andon anezan e briz-kredennou Indeziz.
1923
Référence :
SKET
p.76
"andon" g.
1923
Référence :
SKET
p.155, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Griffon d’une source ; (figuré) source, origine (de qlq. chose), foyer (d’une civilisation)".
Baktriana n’eo ket bro andon an Arianed hag ur gaou bras eo ober eus ar Gelted warlerc’hidi hemolc’herien henamzervezh ar maen.
Baktriana n’eo ket bro-andon an Arianed hag eur gaou bras eo ober eus ar Gelted warlerc’hidi hemolc’herien hen-amzervez ar maen.