Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Strilh dour a zeu er-maez eus an douar ; penn orin ur wazh pe ur stêr. Dour andon. 2. Dre ast. [1927] Lec'h ma teu an dour-se diouzh an douar, lec'h tarzhañ ur wazh pe ur stêr. Andon an Nil. 3. Dre skeud. Orin. Disec'het eo andon an arc'hant. Andon ar galloud. Un andon a vuhez. HS. eien, mammenn, stivell. 4. Estl., KUNUJ. Andon an diaoul ! : ger a raer gantañ, a-benn reiñ pouez d'ur gunujenn. Ne lavarez netra, andon an diaoul, anat eo ez out kablus.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Bremañ ez an da gomz eus o bugale, eus penn-andon ar c’havadennoù hag eus an henlezennoù, anvet lezennoù Belios (1).

1923
Daveenn : SKET p.50

Ar pennad-se en e bezh a rank bezañ klasket an andon anezhañ e brizhkredennoù Indeziz.

1923
Daveenn : SKET p.76

"andon" g.

1923
Daveenn : SKET p.155, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Griffon d’une source ; (figuré) source, origine (de qlq. chose), foyer (d’une civilisation)".

Baktriana n’eo ket bro andon an Arianed hag ur gaou bras eo ober eus ar Gelted warlerc’hidi hemolc’herien henamzervezh ar maen.

1924
Daveenn : SKET.II p.30

andon

1927
Daveenn : GERI.Ern pg andon (source)

andonioù

1927
Daveenn : GERI.Ern pg andon (source)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial