Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

[1659, 1732, 1909, 1927, 1985 2013] Tamm-ha-tamm. [1732] Krignat a-nebeudoù. [1985] A-nebeudoù e teuan da ober anaoudegezh gant va labourerien. [2013] E c'hallfe bezañ zoken e vefe bet mañsonet tro-dro d'ar chantele kozh ha na vefe bet pilet nemet a-nebeudoù, bep ma kreske egile. A-nebeudoù e teuas en-dro d'e bleg kozh. A-nebeudoù e kolle an tarzhioù o nerzh. HS. a-nebeut, a-nebeut-da-nebeut, a-nebeut-e-nebeut, a-sil, a-sil-da-sil, bep un tammig.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

a-nebeudoù

1659
Référence : LDJM.1 pg (par le) menu

krignat a-neubeudoù

1732
Référence : GReg pg corroder (ronger petit à petit)

krignal a-nebeudoù

1732
Référence : GReg pg corroder (ronger petit à petit)

a-neubeudoù

1909
Référence : BROU p. 402 (petit à petit)

Kement-mañ c’hoazh a glot dereat-tre gant ar pezh a lavar hor c’hanennoù hag hon danevelloù eus meurded, kened ha sioulded al lec’hioù glasvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerezh dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleuñvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadoù ma weljont o tremen, ur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouzh-lerc’h, koroll ar pevar c’houlz-bloaz ; ar gwezegoù e-lec’h a-nebeudoù, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beurevezhioù, e sioulder ar c’hreistevezhioù, e ruzder an abardaevezhioù, e tibunas red o buhez.

1923
Référence : SKET p.48-49

Al loened paket ha kaeliet evel-se a zoñveas tamm-ha-tamm ; boazañ a rejont a-nebeudoù da genvevañ gant an den.

1923
Référence : SKET p.55

[S]iwazh ! ankouaus e oa ; ha, pa [veze] brav an amzer, tomm an heol, pa wele ar vugale all o c’hoari en traezh pe er vourk, kelennoù, urzhioù, gourc’hemennoù Izabel a-nebeudoù a sile dre e [g]oun.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

a-nebeudoù

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (peu à peu)

Kerkent e sav er pellder, dispis da gentañ met o kreñvaat a-nebeudoù, trouz ur bagad tud o kanañ hag o kerzhout gant bouteier koad.

1960
Référence : PETO p69

A-nebeudoù ivez e teuan da ober anaoudegezh gant va labourerien.

1985
Référence : DGBD p63

E c'hallfe bezañ zoken e vefe bet mañsonet tro-dro d'ar chantele kozh ha na vefe bet pilet nemet a-nebeudoù, bep ma kreske egile.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux