dudi
Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.
dudi
Un duardez anezhi, gwenn un dudi, he dremm kigennet-flour a-dreuz rouedig mailhennoù he mantilh.
Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus. Galloupat [sic, galoupat] a ra a-dreuz e izili ur gridienn c'hrizias, leun a zudi.
Magañ a ra en e greiz dudi ha strafuilh. Muioc'h a strafuilh eget a zudi.
E ti e gerent dizesk e tremene moarvat evit ur mailh hep e bar o vezañ ma tegouezhe dezhañ bezañ kentañ gour e lignez o kas da benn e studi, ha dre-se tad ha mamm ha dlee parañ warnañ selloù leun a zudi hag a spont, evel pa vije bet deut er bed en o zi un dañvad pemptroadek ha dezhañ penn un touilh.
En amzer hirie, eme birc’hirined ar gêr santel-se, pebezh dudi mont etrezek Moskov !...
Hag en desped d’o dienez druezus, e tiskouez an dud-mañ bezañ laouen-bras ; c’hoarzh ha kan, levenez ha dudi a zo en o zouez ; n’eus na gin, na droukrañs, na kounnar war o zremm spelc’het gant an heol, holl emaint o chagellat had tro-heol, ken ma ’z eo gronnet ar c’hae gant ar pluskennoù, evel ma welen gwechall e Priel an hent strewet gant glazur deiz sul [Sul] ar Sakramant.
Tomm an heol, sklaer ha fraezh an oabl a-zioc'h ar maezioù glas, ma oa un dudi.
Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…
Emañ Adrianí o tebriñ he boued dilavar hag o selaou ar gaoz gant dudi.
Mots précédents
Mots suivants
dudiañ