Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Plijadur. Ar gwel anezhi hepken a laka dudi er galon. 2. Trl. Kemer dudi gant udb. : kemer plijadur. & Klask dudi : klask un doare da gaout plijadur. & Bezañ en dudi : bezañ plijet-dreist. En dudi e voe ar vugale. II. G./B. 1. Tra a zegas plijadur. Un dudi eo sellet outo. Kanañ a raent ken brav ma oa un dudi o c'hlevet. Un dudi e oa d'ar spered ha d'ar galon. Kaer an amzer, plaen an hent, un dudi bale. Bez' ez eus div zudi. & Trl. Na gavout dudi ebet gant udb. : bezañ hep plijadur. EVEZH. Rouez eo ar furm lies "dudioù".

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

dudi

1732
Daveenn : GReg pg attrait (qualité qui attire), charme (attrait), deduit (divertissement, passe-tems agreable)

dedui

1732
Daveenn : GReg pg deduit (divertissement, passe-tems agreable)

un dudi eo ganin ho kwelout

1850
Daveenn : GON.II pg dudi

un dudi eo bezañ amañ

1850
Daveenn : GON.II pg dudi

un dudi eo klevet al laboused o c'heizañ

1850
Daveenn : GON.II pg geiza, geida

dudi

1850
Daveenn : GON.II pg didu, diduel, ebat, hét, holl (-lévénez), plijadur

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi

1867
Daveenn : MGK p22

Hemañ [ar pintig], laouen ha sederik, / A gane bemdez kaer-meurbet. / E glevet a voa un dudi ; / Ar big avat, o ragachat, / A dorre pennoù tud an ti.

1867
Daveenn : MGK p22

Neuze, izel e lost, Laouig ar bleiz kivioul, ouzh ki sant Rok a dosta sioul, lavar dezhañ, ouzh e veuliñ, ez eo kuilh, ma'z eo un dudi !

1867
Daveenn : MGK p7

Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Unan eus an alc'houedered : / En ur vont da ganañ : « ne bec'hin mui sant Pêr ! » / Betek an heol hag ar stered, / En doa ankounac'haet e oa, war-dro 'n hanter, / Aet en-dro an nevez-amzer, / Hep reiñ d'e galonig dudi ar garantez.

1867
Daveenn : MGK p51

Ar boan he deus ya e dudi, / Pa wel he bugel o kreskiñ, / O treiñ outi e zaoulagad / Hag e galon leun a c'hwezh vat, / O lavaret : — « Va mamm, va mamm, / » Te eo am c'har, te a garan ! »

1867
Daveenn : MGK p137-138

Pebezh dudi evit ar manac’h, evit Job Karo, e c’hwreg, e dud hag e amezeien gellout kofes evit gwalc’hiñ o c’houstiañs ha kaout an eurvad da lojañ o Doue en o c’halon, evit o sklêrijennañ hag o c’hreñvaat !

1877
Daveenn : EKG.I. p.49

Polidor a yae hag a deue, dre-douez ar raoz, a lamme dreist ar gouerioù bihan hag a biltrote dre an dour kement, ma rae dudi ar soudarded a selle outañ diwar ar pont.

1878
Daveenn : EKG.II p.27

Treiñ a ris va alc’houez ; ar gleizenn a deuas ganen, evel un dudi, war he c’hiz en ur wigourat evelato kement, ma krozas an iliz evel pa vije laosket enni un tenn fuzuilh.

1878
Daveenn : EKG.II p.124

dudi ur plac’h

1923
Daveenn : SKET p.173, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Charme d’une femme".

Ha, p’o devoe ar merc’hed-se kollet, a unan gant o yaouankiz, o nerzh, o c’hened, o holl zudi, e voent argaset gant o mistri er-maez eus e di, pell diouzh e glozioù ; kozh, digerent, diskoazell, dilezet gant an holl, ez ejont da vervel er c’hoadoù gant an naon pe taget gant ar bleizi.

1923
Daveenn : SKET p.90

Oc’h en em gavout ganti, ec’h adenaoue karantez e oad ugent vloaz en he holl nerzh, en he nevezded, en he dudi.

1923
Daveenn : SKET p.75

Kaer an amzer, plaen an hent, un dudi bale.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Sellet outi a oa evitañ un dudi.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

Eno eta, en-dro d’ar wezenn-dilh, hon zud a skiant a brezege, un dudi o c’hlevet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.133

Gant dudi, e welen ivez tri zi bihan o aoledoù [sic] ledan hag o mantelloù bras du-pod gant an huzel.

1929
Daveenn : SVBV p.17

dudi

1931
Daveenn : VALL pg admiration, agrément

Mont da varc'had Kallag bep Merc'her a oa eun didu all da Garnoediz ha din-me dreist-an-holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Ha ma fenn leun a zasson heklevioù c'hoariva poblus Plouyann, e tistrois e kompagnunezh ma mamm da Vontroulez, dudi ennomp hon-daou gant ar pezh hor boa gwelet.

1944
Daveenn : EURW.1 p72

En diavaez d'an diduoù bihan pemdeziek, e oa diduoù bras bebamzeriek.

1944
Daveenn : EURW.1 p25

Magañ a ra en e greiz dudi ha strafuilh. Muioc'h a strafuilh eget a zudi.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus. Galloupat [sic, galoupat] a ra a-dreuz e izili ur gridienn c'hrizias, leun a zudi.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Un duardez anezhi, gwenn un dudi, he dremm kigennet-flour a-dreuz rouedig mailhennoù he mantilh.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Met, c'hwi ho-tri, ' zigemero / Ha didu ganeoc'h ' gemero.

1960
Daveenn : PETO p69

Da bred ar varn hep simudiñ, / O c'hlevout komz ' vo un dudi.

1960
Daveenn : PETO p48

Tomm an heol, sklaer ha fraezh an oabl a-zioc'h ar maezioù glas, ma oa un dudi.

1985
Daveenn : DGBD p9

Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…

2015
Daveenn : DISENT p59

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial