Kerkent ha ma lavar ar beleg ar c’homzoù kentañ-mañ eus an oferenn : "Introibo ad altare Dei", kant ha kant mouezh all a sav dudius ha kalonek war-zu an eñv en ur ganañ kantik an oferenn a ganed er mareoù-se : Ofromp da Zoue ar sakrifis, Ne zo netra a ger kaer priz Eget Jezuz krusifiet En oferenn reprezantet.
An Iliz, ti ar bedenn, hent ar silvidigezh ; an iliz gant he Aelez he sent hag he sentezed alaouret, lizennet e moged an ezañs, sklent dindan son kroz an ogroù pe unvaniezh dudius ar mouezhioù ; an iliz, levenez an eneoù santel liammet gant karantez ar Werc’hez Vari, maget gant bennozhioù o Salver.
War an dachenn, dirak ar maner, ar voubou a save eus un hevelep engroez a davas. Paotred ar binioù a c’hwezhas en o sier, ar peder vombard a unanas o soniri ; an tri daboulin hag ar pilligoù, pep hini en o lec’h, a roio o skoazell dudius d’ar soniri, hag entre pep kouplad ar c’herniel-boud a fredono, a richano, tre ma c’hallfont. Ha bec’h dezhi !
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
dudius
Evit d'ar re-mañ bezañ pell a-walc'h eus an traoniennoù dre o neuz, e vo kavet dudius marteze, kaout amañ un nebeut diskleriadurioù diwar o fenn.
Ganet en ur c'horn-bro dudius, ma welen ac'hano tour Karaez, Vorgium gozh, koshañ kêr Argoad, baleet ganin war an hevelep douar a bleustras an drouized diwezhañ, an argadourien a stourmas ouzh ar Romaned, an Normaned, ar Franked hag ar Saozon, penaos ne vije ket bet leun ma fenn gant o eñvor pemdeziek ?
Lotei a zo ur vro ker kaer ! ker sioul ! ker peoc’hus ! Ar stêr en un tu, ar menez en tu all. Lotei a zo ur vro c’hlas, ur vro dudius, hag e vefe brav bevañ enni.
Dudiusat pred a rejomp evel breudeur e ti ar Fusteg.
Er-maez, koulskoude, kantadoù ar beufideg [sic « a veufideg »], ar pennglaouiged [sic « a bennglaouiged »], ar mouilc’hi-argant [sic « a vouilc’hi-argant »] hag ar filiped [sic « a filiped »] bliv, bodet holl el liorzh, al lec’h nemetañ gant gwez, a-hed levioù ha levioù tro-dro, a oa d’o heul kaniri ha cholori, ur vouzarenn dudius.
Kaer en deus treiñ ha distreiñ, ne zeu ket ar c'housked dezhañ. Re domm eo en e logig. Hag atav an tan en e wad. Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. Ur vezh dudius a laka e gorf da skrijañ.
Betek neuze em boa kavet dudius-bras ma zroiad, met bremañ e ranken diskanañ ha ne gaven dudi ebet ken gant ar peurrest eus an droiad ; ur gwall friad a oa deut din ivez da heul, friad hag a lakaas tost da deir sizhun da vont kuit.
Oberennoù fonnus ha liesseurt a zo bet savet gantañ: barzhonegoù, danevelloù, romantoù, danevelloù-beaj hag eñvorennoù, enno emsoñjoù dudius
Ha dudius bras eo er gouzout rak, estreget Skandinavia, n'eus ket paot a vroioù en Europa an douar bras a gement a vefe bet levezonet gant ar goteg saoz hag a oa pellaet a-galz diouzh ar skouer c'hall prestik goude ma oa erruet war an enez.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
duek