I.
(db kroc'hen an dud wenn)
1. Rouzet.
Duet eo e zremm gant an heol.
2. Bronduet.
N'eo na duet na ruziet e nep lec'h.
II.
Tr adv.
[1931] Bezañ duet gant an naon : kaout naon bras.
Ur martolod kozh, duet e zremm gant heol ar broioù tomm, a zo en e gichen.
Eur martolod koz, duet he zremm gand heol ar broiou tomm, a zo en he gichenn.
1877
Référence :
EKG.I.
p.99
Biel an Doenn a yoa un den hag a yae war e 60 vloaz : drant e oa war e dreid, sonn en e sav ; e zremm a yoa duet gant aer ar mor.
Biel an Doen a ioa eun den hag a iea var he 60 vloaz : drant oa var he dreid, sounn enn he za ; he zremm a ioa duet gand ear ar mor.
1878
Référence :
EKG.II
p.192
Gouilhed-noz ferv anezho, al Luged, duet o dremmoù, krak o daoulagad, a ra kelc’h d’ar bagad. Stlejañ ouzh an douar a reont evel naered ; lammat ouzh ar c’hirri evel kirvi pe erevent.
Gouilhed-noz fero anezo, al Luged, dûet o dremmou, krak o daoulagad, a ra kelc’h d’ar bagad. Stleja ouz an douar a reont evel naered ; lammat ouz ar c’hirri evel kirvi pe êrevent.
1923
Référence :
SKET
p.140
Kavet [e] oa bet war ar pres ur botoù-lêr poultrennet, dilezet, bet gwechall da Varc’harid kozh, kalz re vras d’ar paotr : digaledet int bet gant al lardigenn, duet gant ar galc’hudenn.
Kavet a oa bet war ar prez eur boutou-ler poultrennet, dilezet, bet gwechall da Varc’harid koz, kalz re vraz d’ar pôtr : digaledet int bet gant al lardigenn, duet gant ar galc’hudenn.