Ne oa merk houarn ruz ebet war an nor, na merk treid Satanaz war al leur-di ; ne oa ket devet an ti, na duet zoken ar mogerioù anezhañ.
[...] hag e tu-hont da se, ur pennad ’oa e vezen o lenn dibaouez ul levr, ha sed amañ pehini : Idyllis of the King, gant Tennyson, (emañ c’hoazh amañ e Krec’h Eliez al levrig-se, mastaret ar pajennoù anezhañ gant kaoc’h kelien ha duet gant ar moged).
N’ouzon ket gant peseurt koad e veze graet ar bankoù alaman, met ken gwak e oant ha kaletañ reier ar Porzh Hir e Plougouskant, e doare ma ’z oa duet ha bloñset, gant resped, va faour kaezh feskennoù kent tizhout Aleksandrovo, ur gêrig war harzhoù Rusia, ha plegañ a ris da brenañ un adbilhed eil klas betek Varsovia.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dug