ebatet
ebatal
Krugellou miled-stlej ha miled askellek, pevarzorneged [sic] ha pevarzroadeged, o kammkorvigammañ [sic], o plavañ d'an douar, oc'h ardaouiñ, oc'h ebatiñ hag o c'hourlammat, o pigosañ hag o torc'hweniañ, o raganellañ, o koleniñ hag o tilaouañ en ur ober moriskloù ha sismakoù, dre ma trailhe laou ar re fentusañ anezho.
Izeloc'h en diaz, a-us d'ur menestin foenneg, e disheol ur bochad gwez elv, e klouare ul lenn-kouronkañ, ma c'helled ebatiñ, goude bezañ pigellet pe douget boutegadoù atredoù, e-pad eurioù an deiz ; rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.
Kavout a ran digarez zoken da welout ul loen bennak en tu-hont d'ar merien ha d'ar balafenned, hag ivez d'ar pesked hag a gaver e pep ruzellen pe "marigot" evel ma lavar an dud wenn dre eno : du-hont, dreist un droñjenn wez kouezhet a-dreuz ar stêr e welan un doare gwiñver -kazh-koad- ruz o tremen d'ar red ; pri ar sanioù-dour bihan a zo breset ha divreset : ur vandennad moc'h-gouez a zo bet eno oc'h ebatal ; an toull-se, en ur wezenn gleuz a zo toull un hoc'hig spernaouek pe heureuchin daredek ; setu pelloc'h aze douarenn ur vaot.
Ur skritell evit ur pezh-c'hoari, unan all evit un abadenn-dañs, an drede evit ur c'haner hag ar bevare evit ur ganerez albanat. Evel pa lavarje dit ar stal, "peogwir n'out ket evit prenañ, kerzh da ebatal".
Mots précédents
Mots suivants
ebater