Koulskoude, pa zeuas an aotrou Vallée da zigeriñ ar c'hlas kentañ brezhonek a zo bet graet biskoazh en hor bro a Vreizh, — en ur sal skol, e-pad an ehan-labour —, e oamp nav war ar bankoù : Emil Abéré a Blougastell-Daoulas ; Loeiz Ar Borgn, a Vrest ; Loeiz Coniac, a Landerne ; Loeiz Gautier, a Sant-Brieg ; Jozeb Guyot, a Sant-Brieg ; Frañsez Jafrenoù, a Garnoed ; Jul Olivier-Henry, a Sant-Brieg ; Frañsez Le Page, a Sant-Brieg ; Olier Sagory, a Sant-Brieg ; hag Olier Vallée, a Sant-Brieg.
Rak daoust ma oa ur pennad "ehan-labour", n'eo ket an trevell eo a rae diouer deomp, hag hor boa c'hwec'h-ugent den da lojañ, en ur gontañ ar merc'hed, rak ne oa ket roet aotre d'o lezel war zouar kêr.
-goulenn un ehan-labour evit kemer perzh ennañ [en darvoud], prenañ a bep seurt traoù, bezañ gouestlet amzer da labourat a-stroll, bezañ lakaet kazetennerien da zont en deiz-se...-
Mots précédents
Mots suivants
ehanlec'h