ehanet
Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraouliet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an aheloù da wigourat, ha digeriñ ar rakzor ha lârout yao e-maez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduennañ, o tisleviñ-gen hag o varvailhañ.
Un devezh penn-da-benn hon eus da chom amañ ; setu m'eo ret-mat deomp mont da welout kêr evit tremen an amzer hag evit kuitaat ar gor a vez o c'hounit al lestr pa vez ehanet er porzh ha chomet a-sav mekanikoù da zistanañ an aer.
Mots précédents
Mots suivants
ehan-kreiz