Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Ar. 1. (en egor) Tost (d'ub., d'udb.). E-kichen ar mor emañ ar gêriadenn-se. N'emañ ket ar c'hi pell diouzh e vestr : en e gichen emañ. DHS. nepell (diouzh). HS. e-keñver, e-tal (da), nes (da). ES. pell (diouzh). 2. (evit geriañ ur geñveriadenn) E-keñver. N'out nemet un darbarer e-kichen da vreur. Bras eo da vignon ez kichen. HS. e-skoaz, e-tal (da). 3. (dirak un av.) Tost da, war-nes. Setu penaos on bet e-kichen ober anaoudegezh ganto. II. Adv. 1. Tost. Gwelet em eus da lunedoù aze, e-kichen. ES. pell. 2. E-skoaz (II 1). Eñ ne ra netra, e-kichen ar re nes a ra o labour.

Exemples historiques : 
55
Masquer la liste des exemples

e-kichen

1499
Référence : LVBCA p68 (au pres iouste)

e-kichen

1499
Référence : LVBCA p68 (pres)

Pan en devoe Porfirius klevet antierament an holl visteroù-mañ, en em taolas d'an douar e-kichen treid ar werc'hez Santez Katell, hag ez resevas ar fez a Jezuz-Krist, eñ ha daou-c'hant [eus] e varc'heien gantañ.

1576
Référence : Cath p17-18

e-kichen

1659
Référence : LDJM.1 pg aupres, ioignant, pres

[M.] Petra a dle ur gwir gristen da ober diouzh ar mintin pa sav ? D. Dleout a ra en em lakaat d'an daoulin devotamant e-kichen e wele dirak un imaj bennak, hag eno da gentañ rentañ grasoù da Zoue eus a gement tra en deus resevet digantañ.

1677
Référence : Do. p51

e-kichen

1732
Référence : GReg pg aupres

ê qichaon

1732
Référence : GReg pg aupres

e-kichen Kemper

1732
Référence : GReg pg aupres (auprès de Quimper)

e-kichen an tan

1732
Référence : GReg pg aupres (auprès du feu)

e-kichen

1732
Référence : GReg pg aupres (préposition)

e-kichen

1732
Référence : GReg pg aupres

Daskrenañ a rae, evitañ da vezañ e-kichen an tan.

1850
Référence : GON.II pg daskréna (Il trembotait, quoique auprès du feu).

e-kichen

1850
Référence : GON.II pg ékichen (Voyez "kichen").

e-kichen

1850
Référence : GON.II pg é-kichen (Voyez "kichen"), pg kichen (Près. Auprès. Proche. A côté. A proximité), p.56, Table des Prépositions composées, "à côté, auprès".

en ho kichen

1850
Référence : GON.II pg kichen (à côté de vous).

kichen

1850
Référence : GON.II pg kichen

d'am c'hichen

1850
Référence : GON.II pg kichen

Gant ur chaseer[,] skoet marv, / Ur c'harv / Hag ur garvez en e gichen, / Pilet o-daou en ur dremen, / A oa eno war al leton / Pleget o fenn, mik o c'halon.

1867
Référence : MGK p96-97

En em gavout a rejont d'ar pardaez-noz, o-zri, e-kichen ur stêr vras a rankent da dreuziñ.

1867
Référence : MGK p3

Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen

1867
Référence : MGK p20

— Hag i dezho arc'hant, leve, danvez, madoù / Ouzhpenn an hanter re evit o ezhommoù, / Hep sellet oc'h ar paour a zo en o c'hichen / Gant naon du o c'hlaouriñ, o c'hlaouriñ ken a yud, / Ar re-holl a dremen, ar re-se n'int ket tud, / Gwell ar chas evito.

1867
Référence : MGK p78-79

Evel ne wele nemet levrioù, bern-war-vern, renket an eil e-kichen egile, e lavaras d’an Aotrou’n eskob e chomje d’her gedal.

1877
Référence : EKG.I. p.14

War-zu ar vag vras-se e teue bagoù eus a gement porzh-mor bihan a oa en aod. Taoler a raent o heor en-dro dezhi, evit chom en he c’hichen ; ar re vihanañ en em stage outi.

1877
Référence : EKG.I. p.98

Pa en em gavas e-kichen, e welas raktal e oa kouezhet un dra bennak en toull, rak an doenn a oa freuzet.

1877
Référence : EKG.I. p.152

— Setu aze peadra da goll ar penn, evit gwir ! Nec’h eus nemet ober un toullig aze e-kreiz ar c’holo, me a raio un all en da gichen ; goude-se e chachimp ur guchenn-all a golo warnomp hag e kouskimp c’hwek ac’hann da warc’hoazh vintin.

1877
Référence : EKG.I. p.73

— Mat, ni a yoa deuet pevar, ha n’eus lazhet nemet unan ac’hanomp. Mes eus ar barrez a-gichen avat e oant deuet nav ; eizh a zo bet lazhet ; an navet a yoa aet dec’h en un ti aze e-kichen, da esa digeriñ un armel, hag en deus bet un taol pal diwar e benn ken don, ma weler e empenn dre ar faout ; me 'gred eo graet gantañ ivez.

1878
Référence : EKG.II p.128

Daoulinet e oan e-touez al ludu, glac’haret va c’halon, va daoulagad leun a zaeloù ; sioul e oa an noz : klevet ho pije hoc’h ael mat o c’hournijal en ho kichen...

1878
Référence : EKG.II p.45

E-kichen teir urzh ar Gorsedd ez eus c'hoazh un urzh izel, e vezo digemeret enni an dud yaouank troet-mat hag a ziskouez kaout ur spered barzhek.

1909
Référence : REZI p. 5

O welout an hini a zeue daveto, Atir ha Mâtir a save ha, deut an ene en o c’hichen, e taolent o divrec’h en e gerc’henn d’e vriata [...].

1923
Référence : SKET p.73

Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.

1923
Référence : SKET p.75

Tremen a eure en he c’hichen, ha, gant un taol krib, he deus faoutet dezhañ biz bihan e zorn dehou.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

En he c’hichen, kelc’h[i]et gant ur c'harzh skav eus un tu, eus un tu all gant ur voger : ar pres[b]ital ; an ti, savet e-kreiz al liorzh, a guzh e fasadenn wenn dindan delioù ur wezenn fiez.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("eus un tu" & "fasadenn wenn didan deliou..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).

Kerkent, avat, ha ma lugerne ur bann-heol er-maez, e lakae anezhañ war ur c’hroc’hen arzh e-keñver toull-dor an ti ; azezañ a rae en e gichen ha c’hoari gantañ.

1924
Référence : SKET.II p.13

Neuze, distouet ganti he fenn, e welas en he c’hichen ur c’hrennard na anaveze ket.

1924
Référence : SKET.II p.12

En em gavet e-kichen un dorgennig, ni a droas a-gleiz hag a gerzhas eteit [hed-da-hed] ur voger uhel, kinviek ha kildroennet. En diwezh, a-forzh da vale ec'h en em gavjomp dirak un nor vras.

1929
Référence : SVBV p12

e-kichen

1931
Référence : VALL pg auprès

Pêr a gav e kav an ti lez-varn, gwin evit "netra" : pourvizionoù a oa ganto en o zrouin : sardined, fourmaj ha chokola... An daou vignon, eta, a reas ur pred kennerzhus ha sasun.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Neuzioù an torosennadur eo ar pezh a anavezomp an nebeutañ : war an douar e welomp anezho ; bez' e c'hellomp merkañ war ar c'hartennoù uhelder al lec'hioù uhelañ ; dindan ar mor ne c'hellomp merkañ nemet an donder kavet e lec'h pe lec'h ; n'ouzomp ket ha n'eus ket ur menez o sevel e-kichen al lec'h ma 'z eo kouezhet ar plom.

1943
Référence : TNKN p12

Setu amañ Jozeb Loth e-kichen Emil Ernault, an daou ouiziekañ den war ar yezhoù keltiek.

1944
Référence : EURW.1 p.189

Ouzhpenn, Aogust Cavalier a oa mab da winierien binvidik eus kichen Montpellier : gallout a rae bevañ en e aez.

1944
Référence : EURW.1 p79

E-barzh ar prosisionoù e vezen 'tal o c'hichen, e-kreiz div regennad a birc'hirined, ur pezh levr em dorn, ha me o reiñ an ton da ganañ kantikoù brezhonek.

1944
Référence : EURW.1 p76-77

Glaoda a gavas gwell mont da soudard eget prenañ un all da vont en e blas ; kaset e voe d'an IIvet rejimant kanolierezh e La Fère, e-kichen Laon, Aisne.

1944
Référence : EURW.1 p10

Pignat a reas evel un archer en hor c'hichen, ha yao da Wengamp, lec'h ec 'h errujomp da hanternoz.

1944
Référence : EURW.1 p39

Setu ma tigouezhis just e-kichen gwele ar « pion », 'lec'h ne c'houlle den ebet mont, 'vel-just.

1944
Référence : EURW.1 p31

Petra 'oa leinoù Gargantua e-kichen leinoù (frikoioù) ar Vretoned da zevezh Pardon o c'harter ?

1944
Référence : EURW.1 p26

O ! n’eo ket Lom en doa graet meû-eûh, kredit ac’hanon ! Ur vuoc’h en o c’hichen, ne lavaran ket. Ur vuoc’h du gant kerniel gwenn deuet eno en ur beuriñ ar c’hlizenn.

1944
Référence : ATST p.22

Goude-se, evit kreskiñ atav hon deskadurezh keltiek e skrivjomp d'an aotrou Hughes hag e vab, moullerien e kêr Wrexham, evit prenañ ur bern levrioù nevez kembraek, evel oberoù ar varzhed Keiriog ha Mynyddog, Gramadeg John Rowlands, Hanes Cymru Fu, ha me oar pet all, gant goloioù karton livet-brav a rae mez d'al levrioù gallek... paour da welout en o c'hichen.

1944
Référence : EURW.1 p61

Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.

1944
Référence : EURW.1 p45

- Arabat tostaat ! a hopas ur vouezh en askre ar paotr. A-barzh m'en devoe bet tu da sentiñ pe da zisentiñ, e oa en he c'hichen.

1949
Référence : SIZH p.42

E-lec'h mont, avat, setu hi hag azezañ war ar skabell-bediñ, ha gant he dorn du-maneget diskouez ur plas d'ar breur Arturo en he c'hichen. - Azezit em c'hichen ! emezi.

1949
Référence : SIZH p.42

a-wechoù azezet war an douar stok-ha-stok an eil e-kichen egile a-hed meur a gant metrad

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Da beder eur hanter goude kreisteiz ec'h en em gaved neuze e Bourdel; primik e oa an amzer am boa da dremen er gêr-se ha ne'm eus ket dalc'het ur soñj eus ar c'hentañ eus an tremen a ris eno: tomm e oa evel en ur forn c'horet ha poan am boe o kavout ar c'housked en tammig kambr am boa feurmet e-kichen gar Sant-Yann.

1985
Référence : DGBD p10

Ha gwazh a se neuze d'ar stourmer hag a zo en o c'hichen.

2015
Référence : DISENT p83

An div all a zo en o gourvez er gambr e-kichen, war ur gwele daou, paret o sell war an doubl.

2015
Référence : EHPEA p11

Tuioù mat an dachenn : kognoù, lec'hioù da stagañ ur giton ha peseurt ment a vo da hemañ, peulioù ha kaelioù d'en em chadenniñ oute, burevioù da zerc'hel a-raok re all -peogwir int arouezius, pouezus e-barzh mont en-dro al lec'h peotramant peogwir e vez renket teuliadoù prevez enne ha ne blijo ket d'hoc'h enebourien gouzout emaoc'h e[-]kichen...- [...]

2015
Référence : DISENT p75

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux