Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Ar. (en ur pennad amzer) D'ur c'houlz bnk. Deuet eo al laer en ti e-kerzh an noz. E-kerzh ar veaj e chomas sac'het o c'harr. [1954] Tapet am eus pleg koulskoude warlene e-kerzh an hañv da dennañ aleshont ar pep gwashañ, met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet [...]. & Dre ast. Da vare. E-kerzh an erc'h. E-kerzh ar pardon e prene c'hoarielloù. HS. e-doug, e-pad. II. Stl. isur. E-KERZH MA : en hevelep pennad amzer ma. [1954] Daoust d’ar seizh vloaz ha daou ugent tremenet abaoe se, krediñ a ra din e-kerzh ma skrivan ar pennad-mañ, adgwelout ur bern bigi-dre-lien pe dre-roeñvoù o skarañ lark-kaer war du an Ernest Renan [...].

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

Diwar an taol kentañ o dije argaset gant euzh an Ermaeziad, kuit a lezel da zihuniñ en o c’halon, e-kerzh emweladennoù re stank, ar fiziañs outo hag ar vignoniezh.

1923
Référence : SKET p.112

E-kerzh an ergerzhioù-se eo e tigouezhas gant ar ramzez Adaqi, merc’h Noux, m’en em unanas ganti en dervenneg hag ec’h engehentas Manos ha Bena, a reer anezho ivez Atir ha Mâtir (da lavarout eo an Tad hag ar Vamm) a zo deut diouto hor pobloù, hor gouenn-dud (1).

1923
Référence : SKET p.30-31

Darn anezho, er Mor Keltiat, n'int ket bet ruilhet; lakaat a reont ac'hanomp da soñjal, koulskoude, er gwiskadoù anvet head a vez kavet e Breizh hag e Kernev-Veur da skouer, anezho un dolzennad pri ha mein kognek a riskle gant tor ar c'hrec'hiennoù d'ar mare ma oa yenoc'h ha glepoc'h an hin eget bremañ, e-kerzh ar Pevarhoalad.

1943
Référence : TNKN p33

E-kerzh ar "maneuvroù" bras, e miz Gwengolo, e voen anvet marc'heger-houarn an eil batailhon.

1944
Référence : EURW.1 p.204

E-kerzh ar C’hendalc’h, e voe bet ul lizher-dre-orjal digant rener ar Felibrige Latin, an aotrou Roqueferrier, eus Montpellier, o kas dimp gourc’hemennoù tud ar c’hreisteiz, stag eveldomp-ni d’o yezh, hag a c’houlenne kerzhout dorn ouzh dorn gant ar Varzhegezh.

1944
Référence : EURW.1 p.190

E-kerzh c’hwec’h miz, hor boa da zeskiñ an « théorie » ger ha ger ha penn-da-benn ; en tu-hont da se, deskiñ kemenn ur skouadenn, ur gevrenn, ha, da ziwezhañ, ur gompagnunezh.

1944
Référence : EURW.1 p.196

Noel, ar Bricon, Bohuon, Kerangwe, Hamard, de Lanascol, Dagorn, Dominguez, Marais, Grandmoulin, h.a. a zo bet lazhet e-kerzh brezel 1914.

1944
Référence : EURW.1 p.198

Daoust d’ar seizh vloaz ha daou ugent tremenet abaoe se, krediñ a ra din e-kerzh ma skrivan ar pennad-mañ, adgwelout ur bern bigi-dre-lien pe dre roeñvoù o skarañ lark-kaer war-du an Ernest Renan hag i leun a wragez hag a verc’hed yaouank eus Porzh Maria, Sant-Pêr, Porzh Haligenn ha me oar, ha d’o heul ar mammoù war evezh, o divjod spelc’het gant an avel-vor, o fenn a-dreñv ken ledan ha talbenn un dumporell hag holl o trailhañ ur brezhoneg ken garv ma n’intenten ket al lodenn vrasañ eus o c’homzoù…

1954
Référence : VAZA p.125

Teñval-sac’h e oa e[n]-dro din, netra ne spurmañten nemet eon o vourbouilhat war gribenn ar gwagennoù rak, anat da bep hini, ur c’hast amzer a ra ar peurliesañ e-kerzh ar goañv e pleg-mor al Leon.

1954
Référence : VAZA p.88

Gallout a ris koulskoude tañva moru fresk, fritet pe aozet e stumm all, ur boued lip-e-vourroù na denn tamm ebet d’an dra ken neudennek, ken divlaz ha paper-splu e vez kinniget deoc’h dre amañ ar Gwener hag e-kerzh ar C’horaiz.

1954
Référence : VAZA p.108

Tapet am eus pleg koulskoude warlene e-kerzh an hañv da dennañ aleshont ar pep gwashañ, met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet, ha gwelloc'h eo ganin tevel war ar skrapadennoù, ar c'hignadennoù ha dreist-holl war an drein em daouarn.

1954
Référence : VAZA p.11

Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin, evel pa vije dastumet holl an oberenn veur-se en un draig aet "a-dreuz" e-kerzh ar savidigezh.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

"Petra eo se, a-ratozh e rez?" a c'houlennan outi. "Reiñ din an holl doareoù fall e-kerzh ar pred. Ha c'hoazh pa vijent doareoù fall evit gwir, kompren a-walc'h a rajen. Met aze eo ur sorc'henn ez eo."

2015
Référence : EHPEA p30

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux