Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Ar. A. (en egor) En ul lec'h zo keit-ha-keit dre vras, diouzh bevennoù ur rann eus an egor. Emañ an ti-se e-kreiz ar c'hoad. Ur podad bleunioù zo e-kreiz an daol. & Dre ast. Emañ ar vagig e-kreiz ar mor rust. Un niver bras a soudarded hag un ofiser en o c'hreiz. [1878] Hag e voe Klaodina sachet d’ar penn uhelañ eus an ti ha lakaet e-kreiz ar soudarded. [1924] Bez gourdon da embreger a bep doare riskloù, ha menel en o c’hreiz difrom atav ! [1949] E-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed. & E-kreizig-kreiz : e-kreiz tre-ha-tre. E-kreizig-kreiz kêr Naoned emañ kastell Duged Breizh. & E-kreiz-etre : e-kreiz hag etre war un dro. E-kreiz-etre Kiberen hag ar Gerveur edo ar vag. B. (en amzer) 1. (dirak un ak.) D'ur mare zo keit-ha-keit, dre vras, diouzh penn kentañ ha penn diwezhañ udb. a bad. Bezañ dihunet e-kreiz e gousk. E-kreiz an deiz. 2. (dirak un av.) A-greiz. E-kreiz gouelañ e plegas da sellet e diabarzh ar bez. E-kreiz kaozeal e ranke azezañ. Mervel a reas trumm, e-kreiz debriñ e goan. C. Dre skeud. 1. (db. an darvoudoù, an trivliadoù, h.a.) D'ur poent ma vez an traoù en o gwashañ pe en o gwellañ. E-kreiz an hañv : pa vez an hañv en e dommañ. Pa oa yaouank hag e-kreiz e nerzh. E-kreiz ar poanioù. E-kreiz ar gorventenn. 2. (e troiennoù zo) Araogenn a dalvez da grenvaat al lec'hiañ. Tomm e vo dimp amañ e-kreiz an heol. Sellet ouzh ub. e-kreiz e zaoulagad. II. Adv. (en egor) En ul lec'h zo e kreiz udb. Un dachenn vras hag un ti bihan e-kreiz. [1877] Ti Runveuzit a zo un ti hir. E-kreiz ez euz ur pignon a ya betek ar solier [...]. [1877] Ret eo krediñ en doa bet c’hoant ar soudard da lammet dreist ar ganol, evel an Aotrou Breton ha Filip Kerangevenn, mes re verr e oa bet e lamm hag e oa kouezhet e-kreiz. & E-kreizig-kreiz : e-kreiz tre-ha-tre. War an daol e oa ur pezh gwastell hag e-kreizig-kreiz e oa ur gerezenn. III. Tr. stl. isur. E-KREIZ MA : tra ma. E-kreiz m'edo an den o komz e voe digoret an nor.

Exemples historiques : 
56
Masquer la liste des exemples

[«]Mar kerez ez vizi an eil itron war-lerc'h an rouanez em falez, ha davantaj, me a ray lakaat da imaj e-kreiz ma falez, evit maz vezo gant enor adeulet evel un doueez gant ma holl fobl[.»]

1576
Référence : Cath p16

17. Pan glevas an tirant an dra-se ez teuas d'en em goleriñ ha da añrajiñ ha gourc'hemenn ez vijent-holl losket e-kreiz ar site.

1576
Référence : Cath p15

lavaret e-kreiz e zaoulagad en deus lavaret gaou

1659
Référence : LDJM.1 pg dementir

e-kreiz

1659
Référence : LDJM.1 pg ecreis

Ker yen e teu ar c'homzoù er-maez eus e gorf, ma lavarac'h eo skornet e ene en e greiz.

1732
Référence : GReg pg gelé (On diroit qu'il a l'ame gelée, tant il parle d'un froid pénétrant.)

e-kreiz an dommder

1732
Référence : GReg pg (au fort de la) chaleur

e-kreiz an nerzh

1732
Référence : GReg pg age

Marv eo e-kreiz e oad.

1732
Référence : GReg pg fleur (Il est mort à la fleur de son âge.)

Marv eo e-kreiz e nerzh.

1732
Référence : GReg pg fleur (Il est mort à la fleur de son âge.)

e-kreiz ar c'hombat

1732
Référence : GReg pg fort-e (Au fort du combat.)

e-kreiz ar goañv

1732
Référence : GReg pg fort-e (Au fort de l'hyver.)

e-kreiz an amzer yen

1732
Référence : GReg pg froid (Pendant la rigueur du froid.)

Na c'hellot biken e gavout e-kreiz kemend-all a dud.

1850
Référence : GON.II pg é-kreiz ou ékreiz (Vous ne pourrez jamais le trouver parmi tant de monde).

un emgann a zo bet e-kreiz ar marc'had

1850
Référence : GON.II pg emgann

E-kreiz an deiz

1850
Référence : GON.II pg kreiz (au milieu du jour, en plein jour).

E di a zo e kreiz ur c'hoad.

1850
Référence : GON.II pg koat, koad (Sa maison est au milieu d'un bois).

E-kreiz an deiz

1850
Référence : GON.II.HV pg deiz, déz (En plein jour).

Diflaket eo e varc'h e-kreiz ar fank.

1850
Référence : GON.II pg diflaka (Son cheval s'est abbatu au milieu de la boue).

e-kreiz

1850
Référence : GON.II pg é-kreiz ou ékreiz (Au milieu de. Parmi. Au centre), é-mesk, émesk, é-touez, étouez, p.56, Table des Prépositions composées, "au milieu de".

It d'e glaskout, mar kirit, e-kreiz ar c'hezeg.

1850
Référence : GON.II pg é-kreiz, ékreiz (Allez le chercher, si vous voulez, au milieu des chevaux).

Pa weloc'h al lizherenn s, paket e-kreiz ur ger, e vezo ret atav lavaret anezhi evel pa ve ss : eveshaat

1867
Référence : MGK Rakskrid XIV

Er mare ma komze [al lommig dour-mor], un istrenn a zigor / Hag a ev en he c'hreiz ar beradennig mor.

1867
Référence : MGK p121

Hemañ, o klask diwall e dra, toullet, roget kig ha kroc'hen, e-kreiz an hent war e livenn, a hirvoud hag a huanad : homañ zo din ur galonad, gwelet, 'mezañ, hep poant ebet, ar marc'h-se gant e gerc'h, ha me lazhet, muntret.

1867
Référence : MGK p6

Evel gwin en ur pod, er c'horf emañ 'n ene : / Evit barn mat pep tra n'eus nemet Doue an Neñv. / Dirak e zaoulagad, / Evel dour er werenn, / Emañ an droug, ar mad, / E-kreiz kalon an den.

1867
Référence : MGK p40

Da c'hortoz me lavar : Kaloun maen en ho kreiz, / Kristen oc'h ha den kriz.

1867
Référence : MGK p118

hag eñ hag o lâret neuze : me 'garfe kaout an abid-se ; an abid-se hag he ferc'henn a zo e-kreiz ma gourc'hemenn

1874
Référence : GBI.II p528

E-kreiz an toull en doa plantet ur peul spern-du, lemmet mat e veg, evit toullgofañ ar vleizez ma vije kouezhet eeun warnezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.151-152

E-kreiz ar c’hoad-se, ouc’hpenn daou-c’hant vloaz a yoa, an Aotrou Olier Lambal, kont Pentevr, en doa savet ul leandi, un abati pe ur gouent, mar kavit gwell, hag en doa lakaet eno menec’h da bediñ Doue evit silvidigezh e ene.

1877
Référence : EKG.I. p.33-34

Ret eo krediñ en doa bet c’hoant ar soudard da lammet dreist ar ganol, evel an Aotrou Breton ha Filip Kerangevenn, mes re verr e oa bet e lamm hag e oa kouezhet e-kreiz.

1877
Référence : EKG.I. p.305

Ti Runveuzit a zo un ti hir. E-kreiz ez euz ur pignon a ya betek ar solier, hag a zisparti an ti-annez dioc’h ar marchosi, el lec’h ma voemp kaset da lojañ war ar c’holo.

1877
Référence : EKG.I. p.72

E-kreiz, o daouarn liammet start ha stag an eil ouc’h egile, edo an Aotrou Gall hag an Aotrou Koarigou.

1878
Référence : EKG.II p.181

Hag e voe Klaodina sachet d’ar penn uhelañ eus an ti ha lakaet e-kreiz ar soudarded.

1878
Référence : EKG.II p.145

Ha di ez oant deuet e-kreiz noz.

1923
Référence : SKET p.134

O annez a reont e logelloù bras pevarc’hognek graet a weadennoù raoskl ha savet war beulioù e-kreiz ar paludoù (2).

1924
Référence : SKET.II p.65

Da evañ e roe Velia d’he bugel laezh pe zour kerc’het ganti eus an eienenn a darzh e-kreiz enez Abalos.

1924
Référence : SKET.II p.16

Mar n’houlez ket bezañ louzet, n’i ket da azezañ e-kreiz pri.

1924
Référence : SKET.II p.28

En he c’hichen, kelc’h[i]et gant ur c'harzh skav eus un tu, eus un tu all gant ur voger : ar pres[b]ital ; an ti, savet e-kreiz al liorzh, a guzh e fasadenn wenn dindan delioù ur wezenn fiez.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("eus un tu" & "fasadenn wenn didan deliou..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).

Bez gourdon da embreger a bep doare riskloù, ha menel en o c’hreiz difrom atav !

1924
Référence : SKET.II p.32

E-kreiz teñvalder o glasvez e sked sae gell-ruz ar gwiñver.

1924
Référence : SKET.II p.47-48

Er goañv e kleuzont toulloù en douar pe e-kreiz an teil hag e c’hourvezont e-barzh d’en em virout diouzh an anoued (2).

1924
Référence : SKET.II p.66

e-kreiz an deiz kaer

1931
Référence : VALL pg beau

Tostaat a ra zoken orin ar c'haniennoù ouzh hini ar fiordoù a vije hervezañ frailhennoù er bluskenn sial, lakaet da zigeriñ gant pouez ar skorn e-kreiz an torosad ouzh e lakaat da c'houzizañ.

1943
Référence : TNKN p64

An hini kondaonet d'ar bara sec'h a chome 'n e sav 'kreiz ar refektouer keit ha ma oa ar re all o leinañ.

1944
Référence : EURW.1 p40

An holl en em renkas e-kreiz ar porzh, dre glasoù, beleien yaouank a gemeras raktal ar c'hemenn, hag e oamp kaset d'ar chapel evit ar « salud ».

1944
Référence : EURW.1 p32

En ur vro vrav, en ur vro veneziek, pe war ribl ar mor, pe e-kreiz ar c'hoadoù bodennek, eo e sav spered an dud yaouank betek brasder an Divent.

1944
Référence : EURW.1 p14

Ar pezh a zo sur eo emañ e-kreiz an dorgenn hag ez a don, don, betek ar stêr vras a red en draonienn, ker reizh ha ker sioul.

1944
Référence : ATST p.44

Ha Katell ar Vourc’h-kozh a stlapas da Chann ar Runigoù, e-kreiz he fas, ur mell pezh tamm toaz flibouz ["flibous"] ma strinkas beradennoù e pep tu ha zoken e genou ar merc’hed a c’hoarzhe re d’ar mare.

1944
Référence : ATST p.87

Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...

1949
Référence : SIZH p.38

Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].

1949
Référence : SIZH p.43

Ruz betek e gilpenn, tenn e anal, daoulinet en deus e-kreiz leurenn ar chapel, troet e gein d'an aoter, e zremm ouzh tu an Tad-Mestr hag an daou Dad-Rener.

1949
Référence : SIZH p.59

Aviusoc'h eo stad lapoused ar C'hrouer / Rak, ouzh o fasturañ, Doue an Tad a vourr. / Padal emaomp hep skor e-kreiz ur gernez yud / A laosk, en hor c'heñver, didruez-kaer, an dud.

1960
Référence : PETO p32

Emaon e-kreiz ar sabatur, / Ur moustrerig ouzh ma gwaskañ.

1960
Référence : PETO p42

Kalz droug a glever gant treizhidi 'zo diwar-benn an tammig bro-se a vir e-kreiz an ugentvet kantved doareoù Afrika an triwec'hvet ; rak n'o deus ket renerien ar vro an disterañ levezon er-maez eus kêrioù an aod.

1985
Référence : DGBD p17

Hogen, zoken e bro ar re zu pagan ne 'z eer ket da c'houlenn e wreg digant ur gwaz e-kreiz e fas !

1985
Référence : DGBD p163

Lonket o deus louzoù kousket gant ar vodka. An doare surañ da vervel sioul e-kreiz da gousk.

2015
Référence : EHPEA p13

Degaset e oa bet en Italia e-kreiz ar XVvet kantved gant Basilius Bessarion, denelour gresian eus impalaeriezh Konstantinopoulis, kent d'an impalaeriezh-se bezañ diskaret gant an Durked.

2016
Référence : ILIAS p. 8

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux