Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. (en egor) A. 1. Lec'h eus an egor zo keit-ha-keit diouzh an holl boentoù zo war bevenn ur c'helc'h pe ur voul. Beaj da greiz an Douar. & Trl. Ar c'hreizig-kreiz : ar c'hreiz end-eeun. 2. Keinvor. Er bae ne veze ket tapet eus ar pesked-se, met da greiz ez aemp. & Trl. Penn da greiz ! : deomp war-du an donvor. B. Dre ast. 1. Poent en ul lun mentoniel zo simetrek daou-ha-daou en e geñver an holl boentoù all anezhañ. Kreiz ur c'harrez. Kreiz ul linenn. HS. kreizenn. 2. Lec'h mui-pe-vui hanter-hent etre an holl boentoù zo war bevenn diavaez ur rann eus an egor. Kreiz ar sal. Kreiz ar vro. Kreiz ar bern avaloù. Faoutet e vezent dre o c'hreiz. Kleuz eo en e greiz. & Trl. War greiz e gein : a-c'hwen e gein. DHS. kalon. & DRE GREIZ : o tremen dre greiz udb., ul lec'h bnk. Un treizh eo, dre greiz an arnev, an avel hag ar barroù amzer. Dre greiz ur blasennad tud. 3. Dargreiz. Pa gomzer eus ar bleiz e weler e benn, pe e lost, pe e greiz. 4. Politik. Hollad nerzhioù politikel zo o sezioù en ur parlamant etre re an tu kleiz ha re an tu dehoù. II. (en amzer) 1. Mare keit-ha-keit diouzh deroù ha diwezh ur prantad amzer. Deuet eo ar c'hafe war-dro kreiz ar XVIIvet kantved. Kreiz an oad. Kreiz an hañv. Kreiz an deiz. 2. Dre ast. Poent zo mui-pe-vui etre deroù ha diwezh un ober a bad, un darvoud. En em gavout gant kreiz e brezegenn. III. Dre skeud. 1. Askre. Disprizout a rae an holl en he c'hreiz. Ul levenez vras a santan em c'hreiz. [1877] Traoù ker kriz hag ar re-se a erruas e meur a lec’h, ha yenaat a ra kalon un den en e greiz ouzh o c’hontañ[.] HS. kreizon. 2. Diabarzh ar c'horf. An derzhienn a zeve din ma c'hreiz. 3. Diskoulm etre. Dibabit mat etre ar baradoz hag an ifern : n'eus kreiz ebet etrezo. 4. (gant al lg. -ig stag outañ) An eil eus tri breur. Ha graet en deus ar c'hreizig e bask kentañ ? IV. G. (ls. -où) 1. Kalonenn. Kreizoù ar c'harotez zo brein. 2. (en e furm lies ; db. ment an dud, al loened, an traoù) Ar re-se zo kreizoù : tud, loened pe draoù a vent etre, a vent krenn.

Exemples historiques : 
52
Masquer la liste des exemples

kreiz ar palv

1499
Référence : LVBCA p22, 126, 155 (la paulme de la main)

kreiz

1499
Référence : LVBCA p126 (moyen)

kreiz

1659
Référence : LDJM.1 pg milieu

kreiz ur wezenn

1732
Référence : GReg pg coeur (d'un arbre)

kreiz an oad

1732
Référence : GReg pg age

tennañ e galon eus e greiz da un den

1732
Référence : GReg pg arracher

aet dre greiz ar ganol

1732
Référence : GReg pg fil (Aller au fil de l'eau, pp.)

kreiz an oad

1732
Référence : GReg pg fleur (Fleur de l'âge.)

eus a greiz ar galon

1732
Référence : GReg pg fond (Du fond du cœur.)

va c'halon a ra lammoù em c'hreiz

1732
Référence : GReg pg batement (j'ai des batemens de coeur)

lammet a ra va c'halon em c'hreiz

1732
Référence : GReg pg bondir (le coeur me bondit, me palpite)

sailhet a ra va c'halon em c'hreiz

1732
Référence : GReg pg bondir (le coeur me bondit, me palpite)

bondisañ a ra va c'halon em c'hreiz

1732
Référence : GReg pg bondir (le coeur me bondit, me palpite)

e wad a verv en e greiz

1732
Référence : GReg pg bouillir (le sang lui boût dans les veines)

bede kreiz ar galon

1732
Référence : GReg pg (jusqu'au fond du) coeur

E kreiz an hañv, war greiz an hañv

1732
Référence : GReg pg (au) coeur (de l'été)

e kreiz an deiz, war greiz an deiz, war gorf an deiz

1732
Référence : GReg pg (sur le) coeur (du jour)

ar c'hreiz eus an Iliz

1732
Référence : GReg pg (le milieu de l') Eglise

kreiz kan an dour

1732
Référence : GReg pg fil (Fil, parlant de l'eau, le milieu, le courant de l'eau)

kreiz ar ganol

1732
Référence : GReg pg fil (Fil, parlant de l'eau, le milieu, le courant de l'eau)

monet dre greiz ar ganol

1732
Référence : GReg pg fil (Aller au fil de l'eau)

monet dre greiz ar c'han

1732
Référence : GReg pg fil (Aller au fil de l'eau)

aet dre greiz ar c'han

1732
Référence : GReg pg fil (Aller au fil de l'eau, pp.)

kreiz

1850
Référence : GON.II pg é-kreiz, ékreiz, métou, touez

Dibrit eus ar c'hreiz.

1850
Référence : GON.II p.89, livre second, "Mangez du milieu".

dre greiz

1850
Référence : GON.II p.7 introduction ; "par le milieu"

« Deut da zibriñ un tamm, pell a zo ho peus naon, / Ar pezh a zo em zi[,] eus a greiz va c'halon ! »

1867
Référence : MGK p118

« 'Velato e pedin, eus a greiz va c'halon, / 'Vit ma teui an eñv da harpañ ac'hanoc'h / Ha da reiñ deoc'h ar peoc'h. — »

1867
Référence : MGK p117

A ! Loull ar Bouc’h ! da zorn war da goustiañs, mard eus c’hoazh koustiañs en da greiz, pet den n'ac’h eus-te ket lakaet en un nec’hamant ker bras ha da hini, en deiz a hiriv ?

1877
Référence : EKG.I. p.126

Ne gav ket din, rak Jañ-Mari a zo un den hag en deus re a zoare vat. Ur goustiañs eeun a rank bezañ en e greiz, rak e c’hoarzhadennoù a oa re galonek ; an aer en doa da c’hoarzhin da vat, ha, ma vije bet un trubard, e goustiañs he divije kalz pe nebeut piket e galon da vezañ gwerzhet daou zen n’oar ket da anaout, ha n’o deus graet droug ebet dezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.77-78

Traoù ker kriz hag ar re-se a erruas e meur a lec’h, ha yenaat a ra kalon un den en e greiz ouzh o c’hontañ ; ne lavarin deoc’h nemet an dra-mañ : Gwelet a raed, er parrezioù diwar ar maez, bandennoù tud, pemzek pe ugent asambles, ganto armoù ha fuzulioù.

1877
Référence : EKG.I. p.190

Tridal a ra va c’halon em c’hreiz ouc’h ho klevet, va mab. Meulet ra vezo Doue !

1877
Référence : EKG.I. p.21

Evidon-me, n’oan ket evit mont ken. Va divesker a horjelle, va izili a grene, va fenn a voudinelle, va c’halon a deuze em c’hreiz... Kouezhañ a ris semplet e-kichen Herve Soutre...

1878
Référence : EKG.II p.53

Ur wech pe ziv e oan chomet a-sav da c’houzout ha me a glevje un tamm trouz bennak en tu pe du. Nann, sioul e oa an noz, didrouz e oa tro-war-dro, ne gleven nemet va c’halon o lammet em c’hreiz.

1878
Référence : EKG.II p.38

Ar Gorsedd anvet neuze Gorsedd digor, a vez dalc'het dirak an heol, dindan lagad an deiz, kement ha gallout, e-barzh ur c'hrommlec'h a zaouzek peulven, un daol-vaen en o c'hreiz.

1909
Référence : REZI p. 10

Dre greiz nozvezh al lazhadeg, ul leñvadeg a boan, a gasoni, hag a vallozh a savas a-ziwar an holl ranndir etre an Albis hag ar Visuria hag a bignas d’an neñv.

1923
Référence : SKET p.128

Tarv galloudek karet gant Aventia ha Virionia, tad-kozh roue, glan eo va daouarn, glan va izili, glan va c’horf ; glan va zeod em genou, glan va c’halon em askre, glan va ene em c’hreiz a bep terridigezh al Lezenn, tad-kozh roue, tarv galloudek karet gant Aventia ha Virionia (1). »

1923
Référence : SKET p.71-72

Derkeia a c’hourlammas he c’halon en he c’hreiz oc’h anavezout er c’hozhiad bras-se he zad Matidonnos a zeue eus tir ar re varv bepred bev, evit saveteiñ e verc’h vuiañ-karet.

1923
Référence : SKET p.103

Dre greiz an deñvalijenn a-ziavaez sed ar garm-emgann o skiltrañ ! C’hwibanadeg mein ha daredoù a-dreuz d’ar c’helc’hiad-kirri ! Brevadeg klouedennoù ! Rogadeg lêrennoù ! Garmadeg brezelourien !

1923
Référence : SKET p.140

Dir e galon enep an druez ; e-pad e vuhez a varner, gwelet en devoa gwazh, pegen gwazh, ha gwashoc’h c’hoazh, hag e goñsiañs, pell amzer a oa abaoe, ne fiñve ken en e greiz ; marv e oa ar preñvig bihan-se dirak pinijennoù ken dister : un taol gwialenn !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Warni ’ta, ha war [he] c’hreiz ; Iliz ar barroz. Disheñvel ouzh an ilizoù all ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("ha war he c’hreiz" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

Hag ur youc’hadenn ! ur youc’hadenn ken euzhus, ken spontus, ken a seblantas d’ar Manac’h e strake e holl izili, e frailhe an douar dre e greiz…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

Sioul, an eil stok eus [ouzh] egile, o bouteg en o c’hichen, an daou vugel a sante o c’halon o lammet en o c’hreiz dirak an draezhenn vras, ken bras, ken ledan ha ken brudet, pehini en em astenne dirake, adalek Sant-Eflamm betek Lomikael.

1925
Référence : BILZ2 p.124

Seblantout a raent, gant o gwiskamantoù glazik, o brageier-bras, ar merc'hed gant o rokedennoù voulouzet, sterniet en-dro d'o c'hreiz, muioc'h breizhek a-ouenn eget ma c'henvroiz a Vro Boc'hêr.

1944
Référence : EURW.1 p75

Pa chomas trumm a-sav, hag eñ gant e dorch en e zorn hag e skubellig-blu [sic] dindan e gazell [sic], ha treiñ dre greiz-tre div renkennad skebell, war-du an tu dehou.

1949
Référence : SIZH p. 37

Bremaik e vo sklaer evel e kreiz an deiz.

1949
Référence : SIZH p.39

Magañ a ra en e greiz dudi ha strafuilh. Muioc'h a strafuilh eget a zudi.

1949
Référence : SIZH p.39

Anat e oa an dra e sell ouzh ar breur Celestin[o] : hennezh a oa trikamardet e dammig boullienn gant broudoù ar c'hig. Nemet, na petra 'ta ! N'oa ket bet meret er bleud an tanavañ. Primoc'h e oa ar pemoc'h da zihuniñ en e greiz eget an ael.

1949
Référence : SIZH p.48

Dasson diamen, diziwezh, avat, he doa ar vaouez-se, e kreiz kuzhetañ e voud.

1949
Référence : SIZH p.56-57

Gwasket e oa un tammig va c'halon em c'hreiz : edon o kuitaat ar vro d'ur mare ma oa bet ur blijadur evidon tremen e Roazon pemp miz kentañ ar bloaz-se ; evel skiantour, evel broadelour, hag evel mignon, o devoa ar mizvezhioù-se degaset din levenezioù a-leizh.

1985
Référence : DGBD p9

Ar vazh arveret gant ar muntrer, daoust ma oa graet gant ur seurt koad divoutin, kalet ha ponner, a oa bet torret en he c'hreiz gant feulster diroll an taolioù.

2012
Référence : DJHMH p38

Dirazañ ez eus ul letonenn a zo bet plantet roz en he c'hreiz, reoù a bep seurt hag a bep seurt liv. Ul liorzher a zo o tourañ ar roz. Pa glev ar sonerez e tosta da zigeriñ deomp.

2015
Référence : EHPEA p47

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux