Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. (en egor) Lec'hiet e-kreiz. Ar biz-kreiz. Leur-greiz ul lestr. Eus an tri hent a welot, it gant an hini kreiz. An derc'han zo lodenn greiz un atomenn. 2. (en amzer) Lec'hiet e-kreiz ur prantad amzer. Gouel Maria Kreiz-Eost. II. Dre skeud. 1. (db. an ardivinkoù) An tommerezh-kreiz : dasparzh ar wrez en holl barzhioù ur savadur diwar ur vammenn hepken. Beoliadoù helosk an tommerezh-kreiz. 2. Zo e-kreiz ur reizhiad. Ar gouarnamant-kreiz a nac'has ar c'hinnig. III. (lec'hiet dirak un ak. ; db. ment an dud, al loened, an traoù) Yann ne oa anezhañ nemet ur c'hreiz denig : un den a vent etre, a vent krenn. Ur c'hreiz unan : unan a vent etre.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

Ar prenestr kreiz eo ; er gambr-se e vez bep noz o lojañ, ha, nemet aet e ve kuit, aze emañ adarre en noz-mañ.

1877
Référence : EKG.I. p.120

(1) Medionemeton "an neved (santual) kreiz"

1923
Référence : SKET p.12

En Europ kreiz kêriadennoù-war-zour ; hadañ lin, mell, edeier ; desevel kon, ejened, givri.

1923
Référence : SKET p.143

Rak, a-c’haoliad war ar bir, em eus gournijet eus mor-Bras ar Sav-heol da vor-Bras ar C’huz[h]-heol, holl gevrenn-greiz ar bed.

1924
Référence : SKET.II p.70

oad kreiz

1931
Référence : VALL pg age (moyen)

Ur mintinvezh a viz Eost 1898 ez ejomp diouzh Karnoed hon-tri, war hor c'hezeg-houarn : tremen a rejomp dre Rostrenn, Gwareg, Mur, Pondivi, 'lec'h e kouskjomp en « Ostaleri Greiz ».

1944
Référence : EURW.1 p73

Berthou, ar Berr, Picquenard, tri barzh, a voe lakaet er Burev Kreiz e-lec’h ar Barizianed aet kuit.

1944
Référence : EURW.1 p.190

D’an ampoent e oa ur manac’h bihan, echu gantañ diboultrennañ an aoterioù rikamanet gant aour, o hastout dre ar vali greiz, davet traoñ an iliz, da serriñ dor vras ar straed.

1949
Référence : SIZH p.37

Ar blomenn greiz a bigne uhel he strinkad dour, a-raok kouezhañ, en ur saflikat, e-barzh un aoglenn greunvaen lizennek, hanafheñvel war he sichenn vistr.

1949
Référence : SIZH p.44

Ar c'harned, eñ, a veze graet e "duplicata", ha bep abardaez e veze tennet ur follenn doubl er-maez, ha lezet er gêr, da c'hortoz bezañ kaset d'al lec'h kreiz, kement-se gant aon ne vije ket kollet pep tres eus al labour graet ma vije c'hoarvezet un dra bennak, ur peñse, da skouer.

1985
Référence : DGBD p71

An eil elfenn, gall he doare, eo eizh peul bras lodenn eeun ar chantele hag a zegas da soñj eus re Chartres pe Reims, gant o c'halonenn greiz tev hag o feder c'holonenn gostez

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 11

En em zizober eus an traoù deuet diezhomm ha kas d'an dielldi kreiz kement teuliad bet klozet.

2015
Référence : EHPEA p19

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux