Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. Kreiz. Kreizenn ur c'helc'h. B. 1. Dre skeud. (db. an dud) Diabarzh. Me zo klañv ar greizenn ac'hanon : em c'hreiz. & Trl. Stankañ e greizenn : debriñ un tamm. Kemeret en doa un tamm bara da stankañ e greizenn. 2. (db. ar savadurioù) Diabarzh. Kouezhet eo kastell Tremazan en e boull, e greizenn zo kouezhet pell zo ha n'eus mui nemet fraved o chom ennañ ken. II. Dre ast. Lec'h ma vez graet ha strollet obererezhioù kar. Landevenneg a chom ur greizenn a sevenadurezh hag a vuhez speredel. Ur greizenn vakansoù. Ur greizenn genwerzh. Kreizenn derc'hanel Brenniliz. Ur greizenn-ouennañ.

Exemples historiques : 
21
Masquer la liste des exemples

kreizenn

1732
Référence : GReg pg (le milieu du) bois (le coeur du bois)

kreizenn ar c'hoad

1732
Référence : GReg pg (le milieu du) bois (le coeur du) bois

kreizenn ur wezenn

1732
Référence : GReg pg coeur (d'un arbre)

kreizenn an dour

1732
Référence : GReg pg fil (Fil, parlant de l'eau, le milieu, le courant de l'eau)

kreizenn an Iliz

1732
Référence : GReg pg (le milieu de l') Eglise

kreizenn

1732
Référence : GReg pg centre (le point du millieu d'un globe, ou, d'un cercle)

kreizenn ur c'helc'h

1732
Référence : GReg pg (le centre d'un) cercle

kreizenn an douar

1732
Référence : GReg pg (le) centre (de la terre)

me a garehe bezañ e kreizenn an douar

1732
Référence : GReg pg (je voudrais être au) centre (de la terre)

kreizenn

1732
Référence : GReg pg charrette (la planche du milieu)

Me a gare[fe] bezañ e kreizenn an douar

1850
Référence : GON.II pg kreizen

kreizenn

1850
Référence : GON.II pg derc'h

Brein eo kreizenn ar wezenn

1850
Référence : GON.II pg kreizen

Menegomp c'hoazh, evit al lennerien n'o dije ket gwall soñj ken e oa [bet] ur gwallzarvoud e kreizenn nukleel Three Miles Island, e miz Meurzh 1979.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.5

Ur miz dija abaoe derou an enklask e-touesk tud Plogoñv, Kledenn ar C'hap, Goulien ha Priveilh war dalvoudegezh ur greizenn nukleel

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.2

Ne'm boa ket da zale pell e Port-Gentil na d'en em chalañ evit bremañ gant ar pourvezioù o vezañ ma tleen dont en-dro a-benn ur miz evit mont d'an dachenn labour hag a oa merket din pelloc'h en Norzh : ar rann en tu-hont da bleg-mor ar Gabon a oa da vezañ neuze va c'hreizenn enklask.

1985
Référence : DGBD p27

Dispac'h Stonewall, kerzhadeg an holen, diskrog-labour mengleuzierien Liverpool, dispac'h bugale Soweto, prosez Bobigny evit an diforc'hañ pe hini Patrick Henry a-enep ar boan a varv, stourm al Larzac pe hini Plougoñ hag ar c'hreizennoù nukleel all harzet, Lip, kastelodennoù hag emrenerezh Buenos Aires, merc'hed Palestina gwisket e du ha follezed plasenn Vae, dispac'hoù demokratel ar reter pe hini ar Jenofl e Portugal, diskrog-labour an holl labourerien e miz Mae 68, harz-labour meur goañvezh 1995...

2015
Référence : DISENT p11

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Référence : DISENT p58-59

Daoust ha gallout a reomp distruj ar c'harr-nij brezel az ay da vombezañ Afganistan, an tourter a vo implijet dizale da sevel ur c'hamp bac'h pe ur greizenn nukleel, ar banell-vruderezh a vila ar gweledva ganti, pa vefe-hi diouzh al lezenn pe ne vefe ket, ha kement zo… ?

2015
Référence : DISENT p65-66

Bepred e veze [an den-se] prest ha kontant, evel-just, ha pa vefe evit reiñ an dorn en ur festival enepnukleel, kemer perzh en ur staj hag en un obererezh a disenterezh keodedel a-enep tennadenn an M51 -un "enselladenn keodedel" an hini e oa, da lâret eo mont e-barzh kreizenn an arme hep aotre ha daleañ tennadenn ar misil ar pellañ ar gwellañ.

2015
Référence : DISENT p137

Krennet eo bet ar skorennoù dezhe pe emeur e soñj ober ur greizenn douaradur disaotr evit al lastez en Aspropirgos ?

2015
Référence : EHPEA p116

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux