Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. A. 1. (goude un anv hollek, lies pe stroll pe e-unan gant ur v.) A-vordilh, a gementadoù bras. Boued e-leizh zo da zebriñ. Eno ez eus traoù kaer e-leizh. Aour hag arc'hant e-leizh. Kloer e-leizh a oa deuet eno. HS. a-leizh. 2. (e-unan gant ar v. "bezañ") Niverus. E-leizh e oant. Emaint e-leizh. 3. (e-unan gant ur v.) Kalz. Ma mamm he deus ma sikouret e-leizh. Komz e-leizh a reont. Soñjal a ran e-leizh enno. HS. a-leizh. 4. E-leizh muioc'h eget : kalz muioc'h eget. Gwechall e teue tud, e-leizh muioc'h eget bremañ. B. (dirak un ak.) Leun. Bez' e oa tud ha heol e-leizh an hent. [1944] [E]vel ma oa e Karreg-al-Louarn, en amzer ma oa yac’h tud an ti, kig e-leizh an daol ha logod o virviñ [.] II. Rag. am. (dirak un ak. hollek, lies pe stroll pe ur rag. degaset gant an ar. "a") Kalz. E-leizh a dud a oa eno. E-leizh a draoù a oa deuet ganto. E-leizh anezho zo kozh. Evel e-leizh a re all e kouezhi. HS. a-leizh, leizh, paot. ES. nebeut. & (e-unan) E-leizh a yelo kuit. E-leizh ac'h eus. Ne c'hortozjont ket evel e-leizh.

Exemples historiques : 
58
Masquer la liste des exemples

e-leizh a besked

1732
Référence : GReg pg force (Force poissons.)

e-leizh

1732
Référence : GReg pg abondamment, pg (on ne sçait) combien (plusieurs), force (Force, quantité, beaucoup.)

e-leizh a ed

1732
Référence : GReg pg abondance

e-leizh a gaketerezh

1732
Référence : GReg pg affluence (de paroles).

e-leizh

1732
Référence : GReg Rakskrid, pg beaucoup (grandement avec excès), (plusieurs) (on ne sçait) combien (plusieurs)

e-leizh

1732
Référence : GReg pg beaucoup (plusieurs)

e-leizh a draoù

1732
Référence : GReg pg beaucoup (de choses)

e-leizh int

1732
Référence : GReg pg (ils sont) beaucoup (de personnes)

e-leizh zo anezho

1732
Référence : GReg pg (ils sont) beaucoup (de personnes)

e-leizh a faot

1732
Référence : GReg pg (il s'en faut) beaucoup

e-leizh a levrioù

1732
Référence : GReg pg bibliothèque (grand nombre de livres)

poen e-leizh

1732
Référence : GReg pg bien (de la peine)

e-leizh a draoù

1732
Référence : GReg pg concours (amas de plusieurs choses, ou personnes assemblées)

e-leizh a dud

1732
Référence : GReg pg concours

en Afrika hag en Douar-Nevez ez eus e-leizh a savajed pere a zebr an dud

1732
Référence : GReg pg antropophage

ê-leiz a arc'hand

1732
Référence : GReg pg force (Force argent.)

o c'hoarzhin 'leizh e c'hargadenn

1732
Référence : GReg pg force (A force de rire.)

e-leizh

1732
Référence : GReg pg abondamment

e-leizh a gomzoù

1732
Référence : GReg pg affluence

pa'z eus bet e-leizh a gêrioù isfontet gant ar c'hrenoù-douar, perak tra ne ve ket arru kemend-all gant ar gêr a Iz

1732
Référence : GReg pg abyme

e-leizh

1732
Référence : GReg pg beaucoup (plusieurs)

Bigorned en deus atav e-leizh e c'hodelloù.

1850
Référence : GON.II pg bigornen (Il a toujours les poches pleines de limaçons de mer).

Bras e-leizh eo va zi.

1850
Référence : GON.II p.89, livre second, « Ma maison est suffisamment grande ».

e-leizh

1850
Référence : GON.II p.56, livre premier, "beaucoup".

E-leizh a vabu a zo bet warlene.

1850
Référence : GON.II pg babu (Il y a eu beaucoup de guignes l'année dernière).

e-leizh

1850
Référence : GON.II pg é-leiz, éleiz, leiz

e-leizh

1850
Référence : GON.II pg é-leiz, éleiz

e-leizh a dud a oa eno

1850
Référence : GON.II pg é-leiz, éleiz

e-leizh e oant

1850
Référence : GON.II pg é-leiz, éleiz

Ar roue-mañ a c'halvas e-touez pep rumm loened / Louzaouerien e-leizh, hanvet medisined, / A bep seurt anezho : ha re vat ha re fall.

1867
Référence : MGK p104

D'ar mare deiziadet, diwar ar maez[,] e-leizh / En em gavas eno.

1867
Référence : MGK p87

'Tesker en un dervezh, karet gwell doue ha Breizh, 'vit na reer, e kant vloaz, e levrioù all e-leizh

1867
Référence : MGK p4

An den mat-se oa deut war an oad (ganet e oa en Ploumilio er bla 1811) ; hag e ouie e-leizh a varvailho[ù], a werzio[ù], a dreo[ù] fentus pe a skouer vat war an amzer-dremenet.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

[A]et Yann en-dro, ‘n [a]otro[u] person / ‘N eus c’hoarzhet e-leizh e galon : / Evidon kozh, biskoazh ‘klevis / ‘Ve c’hoarvezet tra ken iskis ; Evit krediñ, ret en gwelet : / Ul laer gant al laerezh tapet ! /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ouzhpenn, e lavare ar sklav e fonne ar gwenan e koadoù e vro hag ec’h eosted eno e-leizh a vel (3).

1923
Référence : SKET p.47

3° notennoù e-leizh e traoñ an enebennoù d’an neb a fellfe dezhañ studiañ al levrioù a ouiziegez diwar-benn hon Tadoù, ar Gelted kozh [.]

1923
Référence : SKET p.6

Glas ha tudek eo an draonienn, goloet a wez, a zouaroù-gounit, a beurvanoù geotek, dre-holl e-leizh enni boud an dourioù ha mouezh laouen an tropelloù.

1923
Référence : SKET p.16 (reizhet en eil kevrenn -1924- : p.148 : "Da reiza er gevrenn genta" P. 16, eil dilinenna, lin. 8, e lec’h « peurvaniou » lenn « peurvanou ». )

Paotañ a ra eno ar bleizi, a-gevret ganto e-leizh a c’houezviled all : arzhed, moc’h-gouez, oc’hen-meur, oc’hen moueek, kezeg, kirvi-meur, kirvi, demmed, yourc’hed, kizier-karvetaer, broc’hed, avanked, dourgon ha lern.

1923
Référence : SKET p.47

Druz ha frouezhus, an douar, hep teil na temz, a daole greun e-leizh.

1923
Référence : SKET p.66-67

Dentet eo dre un niver oufoù, dre vaeoù hir, moan ha troidellek, dre blegioù-mor diwallet-mat gant enezennoù ha begoù-douar e-leizh, ma kav enno ar bigi gwasked diarvar.

1923
Référence : SKET p.94

Rak, war gement-mañ da vihanañ ez oa deut ganto ar wirionez : eus eur vro binvidik e teuent, enni e-leizh a borzhioù-mor hag a gêrioù bras e lec’h e kaved divroidi o tont eus kement broad a zo er C’hreisteiz.

1923
Référence : SKET p.102

Brezel gant ar Saozon, soudarded ’leizh ar c’hazarn, soudarded en-dro d’ar c’hanolioù.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("ar Zaozon" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).

Paotr strizh [1], brizhardennoù e-leizh e dal, war e zivjod, war e fri togn ; ur pennad blev melen dioutañ, ha lemm e lagad gwer-c’hlas digor ha frank. Koant ar paotr ? Ket ; seder ha dever ennañ.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

e-leizh a grouadurien a zeuas dezhi

1931
Référence : VALL pg avoir

tud e-leizh

1931
Référence : VALL pg beaucoup

e-leizh

1931
Référence : VALL pg abondant, beaucoup

Adalek an XIXvet kantved ez eus bet graet ergerzhadennoù e-leizh a-dreuz ar morioù evit o studiañ ; ur pikol niver a sontadoù roet ganto.

1943
Référence : TNKN p12

A ! moereb, emezo, evel-se emañ ar bed. Hiziv hoc’h eus mignoned e-leizh ; an deiz war-lerc’h, ar mignon a ya da vleiz.

1944
Référence : ATST p.41

Pe marteze, n’en doa ket komprenet e oa boued e lec’h all, evel ma oa e Karreg-al-Louarn, en amzer ma oa yac’h tud an ti, kig e-leizh an daol ha logod o virviñ ?

1944
Référence : ATST p.63

Sellout a raent war o lerc’h, bep ar mare, evel ma vije bet c’hoazh e-leizh o c’hroc’hen a spont.

1944
Référence : ATST p.22

Diskenn a rejont e ti Ar C’hariou. E-leizh an ti a oa a dud : merc’hed deuet da brenañ sukr, holen, kafe pe un dra bennak all, hag ar baotred da evañ o lod-ar-pardon ha d’ober o sizhunvezhiad a vutun karot.

1944
Référence : ATST p.22

Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.

1944
Référence : EURW.1 p6

An trepasioù a zo koaret ken e luc'hont ; an dortoueroù a zo sklaer gant e-leizh a brenestroù ; ar solieroù a zo uhel wintet ha ne waskont ket war ar chouk, evel re savadurioù kozh-kozh kolaj paour Gwengamp.

1944
Référence : EURW.1 p48

Meur a wech e kasis pennadoù bihan e kembraeg dezhi a-zivout skol vrezhonek Sant-Charlez, gant poltrejoù, hag a veze embannet, ar pezh a lakae ennon e-leizh a fouge.

1944
Référence : EURW.1 p61

-"Setu aze, emezi, holl ar pezh a chom ganin. Bet 'z eus tud e-leizh amañ o furchal, rak ma gwaz a zo marv pevar bloaz 'zo (1895). Kemerit ar pezh a blijo deoc'h".

1944
Référence : EURW.1 p.94

Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.

1944
Référence : EURW.1 p.199

Ha Job a zeredas buan eus an armel d’ar gwele. Job avat, a redas adarre d’an armel, goude m’en devoe kemennet da Lom pasaat ha toc’hellat e-leizh e c’hourlañchenn.

1944
Référence : ATST p.35

Dizale en em gavomp gant un doare koad evel n'am boa bet gwelet c'hoazh : krakwez nemetken gant e-leizh a weennoù, palmez dreinek (rotang) dreist-holl ; ar re-mañ a zo eus ar c'hentañ evit fardañ paneroù, met da ziwall a zo diouzh o drein e stumm higennoù, darn anezho keit ha bizied.

1985
Référence : DGBD p156

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux