1. Heuliad kemmoù diheverz pe diheversoc'h a c'hoarvez gant ub., udb., war an hevelep tu.
Sellet ouzh an istor evel un emdroadur war wellaat. Emdroadur ur c'hleñved.
HS. emdro.
2. Ent strizh (db. ar bevien)
Heuliad kemmoù a c'hoarvez a-bazennoù gant ur spesad ken na dro en ur spesad all.
3. Disoc'h an emdreiñ.