emezi
eme hon Salver
"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo ; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent ; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll ! "
Distreiñ rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !
Va gwad a verve dre ma konte an Aotrou Krenn fallagriezh ha krizder soudarded ar Republik ; va izili a grene, va spered a yae tanav ; ar gwad a savas d’am [f]enn, aet e oan er-maez ac’hanon va-unan ; ankounac’haat a ris en un taol an troc’h a yoa em morzhed, sevel a ris em sav : — It atav, dispac’herien fallakr ha digalon, emeve din va-unan, m’en talvezo deoc’h !
En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.
Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »
Eno, an tren a zaleas ur pennadig, ha setu me da sellout dre ar prenestr ha peuzkerkent, e welis adarre un den gwisket pimpatrom ouzh an hini a youc'has en Arles : "Les voyageurs pour Marseille!..." Diarvar eo, emezon-me din va-unan, diarvar eo, paotred o c'halabousennoù delioù derv a zo breudeur pe kendirvi-kompez, pa'z eo gwir ez int heñvelwisket o-daou !
E-kerzh barradoù-avel marevezh ar Skorn-bras hag a oa gwall greñv, emezañ, e veze dibradet ha kemmesket gant doureier ar mor, gwiskadoù munut a oa war c'hourvazenn an Douar-Bras, hanter ziveuzet neuze.
« Mont a rin da c’houlenn ar vag pe ne din ket ? » emezañ dezhañ e-unan.
— « Me eo ar Superior, Itron, emezañ d'am mamm, Chaloni Cotentin.
— « Ar pakad du-se », emezañ, « petra eo ? Ma n’eo ket un den beuzet ? » Un den beuzet — « Un den beuzet e tle bezañ », eme Lukaz dezhañ e-unan, ha kerhent [sic, "kerkent"] e savas adarre e higenn hag e kerzhas war-eeun d’ar gêr.
— « Petra ’c’hoarvez adarre ? » emezi. — « Netra, moereb, » a lavaras Lom. — « Eo, klevet em eus unan bennak o pec’hiñ. »
- Breudeur hoc'h eus en ho pro ? eme eben. - C'hoarezed ; peder.
Amezeg hemañ, ar breur Francisco, a zistagas etre e zent : - Heug ha doñjer am eus outo !... Hag e skrijas, - Gwad ha kourailhoù tout, emezañ c'hoazh e chuchumuchu.
Astenn a ra he diweuz lipous davet genou ar breur Arturo : « Querido ! » emezi, ha n'eo ket ar breur Arturo evit tec'hout.
- Erru poent serriñ dor an iliz ! eme egile.
Ma teufe ar C'hallaoued da vont kuit, emezañ, e vefe graet o stal ouzh ar Yuzevien en deiz kentañ diouzhtu.
"Ne c'houlennan ket kement-se", a eilgerias Jekyll en ur lakaat e zorn war vrec'h egile. "Ne c'houlennan nemet ar reizhded ; goulenn a ran diganeoc'h e skoazellañ, dre garantez ouzhin, pa na vin ket amañ ken. Utterson ne voe ket evit mirout outañ a huanadiñ. "Mat", emezañ, "prometiñ a ran."
"Ne soñj ket din e lakjes mar war an emlazh," emezañ din.
Emberr e vo moru da goan, emezi
Mots précédents
Mots suivants
emell