Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
16
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. dir. LENN. (gant ur rag. gour dizalc'h da verk gour) Termen a lakaer goude ar c'homzoù a zegaser pe a c'henner er c'homzoù a zegaser, en danevellañ dieeun. « Amañ emaint » eme ar soudard : a lavaras ar soudard. « Ma c'hredit ma karit » eme Baol : a lavar Paol. « Ne vint ket pell gant o zro » eme C'haid : a lavar Gaid. « Deus ganin » eme ar paotr « deomp kuit ac'hanen ». & (gant ur merk gour en dibenn anezhañ) « Deuit diouzhtu » emezañ d'ar vugale. « Gwelloc'h e vefe dimp mont bremañ » emezo. « N'int ket mat da zebriñ », emezoc'h-c'hwi ? & LENN. (gant ur rag. gour dizalc'h da verk gour) « Sell 'ta » emeve din ma-unan. EVEZH. : (a) kemm. blot. e deroù an anv den pe e deroù ar raganv gour dizalc'h a lakaer goude eme ; (b) emañ taol-mouezh eme war e silabenn diwezhañ.

Skouerioù istorel : 
105
Kuzhat roll ar skouerioù

emezi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg emezi

emezon-me

1659
Daveenn : LDJM.1 pg emiounme

emezañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg emeza

kement tra a zo er bed-mañ ned int nemet vended hag enkrez eme Salomon ar fur

1732
Daveenn : GReg pg affliction

emevoant-i

1732
Daveenn : GReg pg dirent (ils, & dirent-elles)

emeve, emeven, eme-me, emezon-me

1732
Daveenn : GReg pg dis (-je)

Ar roue Frañsez kentañ en hanv ay oa mab d'ar c'hont eveus a Añgoulem eme Rabelais, e termenioù goloet.

1732
Daveenn : GReg pg gosier (Grand-gousier étoit le Pere de Gargantuas, dit Rabelais.)

ned eus nemet Doue a gement a vez mat dre natur, pe, parfet drezañ e-unan ; eme Jezuz-Krist

1732
Daveenn : GReg pg (il n'y a que Dieu seul qui soit) bon

eme-int-i

1732
Daveenn : GReg pg dirent (ils, & dirent-elles)

emezo, emeze

1732
Daveenn : GReg pg dirent (ils, & dirent-elles)

emezañ

1732
Daveenn : GReg pg dit (il, aoriste)

Ar sarpant en deus va desevet, eme hon mamm Eva da Zoue

1732
Daveenn : GReg pg (le serpent m'a) deceu (dit Eve)

emezi

1732
Daveenn : GReg pg dit (elle)

emezañ

1732
Daveenn : GReg pg dit (il, aoriste)

eme hon Salver

1732
Daveenn : GReg pg dit (le Sauveur)

emezañ, eme-eñ

1732
Daveenn : GReg pg dit (il)

Ur bobl fall ha bastard a c'houlenn burzhudoù, ha ne welo nikun eme Jezuz-Krist.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Une generation mechante & illégitime demande des miracles, on ne lui en fera point voir.)

Ur gouenn milliget a c'houlenn burzhudoù ha ne welo nikun eme Jezuz-Krist.

1732
Daveenn : GReg pg generation (Une generation mechante & illégitime demande des miracles, on ne lui en fera point voir.)

Ned eus tra ker kuzhet, eme ar Skritur-Sakr, na zizoloer ha ne anavezor un deiz.

1732
Daveenn : GReg pg caché (l'Ecriture dit qu'il n'y a rien de si caché qui ne se revèle)

un dra orrupl eo, un orrupsion eo, kouezhañ entre daouarn an Aotrou Doue, eme ar skritur sakr

1732
Daveenn : GReg pg (c'est une chose horrible de tomber) entre (les mains du Dieu vivant, dit l'Ecriture)

emezo, emeze

1732
Daveenn : GReg pg (dirent-) elles

Gouenn an aered-gwiber, gouenn avoultr eveus ar bobl choazet ; emezoa gwechall Jezuz-Krist d'ar Farizianed.

1732
Daveenn : GReg pg engence (de viperes, disoit Jesus-Christ, aux Pharisiens)

emezi, eme-hi

1732
Daveenn : GReg pg (dit-) elle

emañ eñ an : emezañ. ez ma ez añ : emezañ.

1732
Daveenn : GReg pg (il se fait des) élisions (en breton, sur tout de la lettre A)

eme-eñ

1850
Daveenn : GON.II pg émé

Biskoazh, emezañ, ne welis kement all.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "Jamais, dit-il, je n’en vis autant".

Kaset em eus, eme ar mevel, ho puoc'h d'ar marc'had.

1850
Daveenn : GON.II p.61, livre second, "J'ai envoyé, dit le valet, votre vache au marché".

eme

1850
Daveenn : GON.II pg émé

emezon

1850
Daveenn : GON.II pg émé

emezout

1850
Daveenn : GON.II pg émé

emezañ

1850
Daveenn : GON.II pg émé

emezi

1850
Daveenn : GON.II pg émé

emezomp

1850
Daveenn : GON.II pg émé

emezoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg émé

emezo

1850
Daveenn : GON.II pg émé

emeve

1850
Daveenn : GON.II pg émé

Pa zeuot e kêr, eme ho tad, deuit d’am gwelout.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "Quand vous viendrez en ville, dit votre père, venez me voir".

emede

1850
Daveenn : GON.II pg émé

eme-hi

1850
Daveenn : GON.II pg émé

eme-ni

1850
Daveenn : GON.II pg émé

eme-c'hwi

1850
Daveenn : GON.II pg émé

emezo

1850
Daveenn : GON.II pg émé

emezout

1850
Daveenn : GON.II.HV pg émé (C'est le seul temps du verbe ––, aujourd'hui inusité )

C'hwi, emeve, a zo testoù eus a gement-mañ.

1850
Daveenn : GON.II p.106, Buez Ruth.

Distreiñ rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !

1867
Daveenn : MGK p18

Aotrou, eme ar c'hi, ha petra vir ouzhoc'h, da zont lart eveldon, ha marteze lartoc'h ?

1867
Daveenn : MGK p8

"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo ; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent ; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll ! "

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

"Evit ar pezh a sell ouzh an doare-skrivañ, emezañ c'hoazh, graet am eus evel ma karis, o vezañ n'eo ket deuet c'hoazh a-benn da c'honit war ar re all an hini gwellañ, me lavar hini an aotrou ar Gonideg"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

Mignon, em' egile, un dra eo zo anat; bezañ en ur garg uhel e pep amzer n'eo mat.

1867
Daveenn : MGK p6

Em gened, 'me 'r Marmouz, ned eus tra da damall !

1867
Daveenn : MGK p10

« Kresk a zo, emezañ, pa wel ar beskedenn : / Setu an tamm kentañ eus un tamm frigousenn. »

1867
Daveenn : MGK p41

— « Er bloaz a zeu, 'mezañ, evel-se ne vezo, / Ha nemet diaes e ve, e kredan em bezo / Ar priz bras zomuiken evit va labouroù. »

1867
Daveenn : MGK p89

« A-raok dont, eme c'hwi, me a dlie ho kelenn, / Ho lezel ur pennad da stardañ hoc'h hordenn, / Da renka mat ho stal, dre skrid ha war baper, / Da beursevel ho ti, da reiñ grweg d'ho pennhêr. »

1867
Daveenn : MGK p102

an neb a venn, hennezh a c'hall eme ar re gozh

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Evidon, emezi, me ouezo mont a-bell, Pe en ur c'horn bennak, chom hep tailh da vervel, Ha ne welit-hu ket an dorn-se 'deu, a ya ?

1867
Daveenn : MGK p13

Demat deoc'h emezi, aotrou ar c'hont ma fried, pell amzer vras a zo abaoe na oamp en em welet.

1874
Daveenn : GBI.II p8

kerc'hit din amañ emezi ma abid inkarnal

1874
Daveenn : GBI.II p12

N’omp ket tre eus ar vro, evit gwir, emeve dezhañ ; evelato n’omp ket kollet diwar hon hent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.68

— Deuet omp, eme vestr an archerien, d’ho kerc’hat da vont d’ar prizon da Vontroulez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.13

— Bez dinec’h, kabiten Kivoron, n’eus den amañ nemet va fried ha me. — Doue r’ho pinnigo ! eme Givoron.

1877
Daveenn : EKG.I. p.212

Ya, gwir a livirit, eme Ber, deuit, Yann, rak me zo goullo va c’hof ; ne ouzon ket da belec’h eo aet ar banne soubenn am boa bet dec’h da noz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.79-80

Kit atav, chouanted milliget, emezañ, o sellet ouc’h an toulloù graet gant ar bouledoù a ouzoc’h e treust e gambr ; kit atav, m'en talvezo deoc’h ha d’ho tud !

1877
Daveenn : EKG.I. p.143

Hon Tad Santel ar Pab, emezañ en ur achuiñ, en deus staget ac’hanon ouc’h eskopti Leon : ken na dorro va chadenn e chomin stag ouc’h eskopti Leon, ha n'eo ket ho lezennoù-c’hwi eo a viro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.11

— Sell ’ta, emeve din va-unan ; gleb on hag amañ ez eus un tan bras, koulz eo din sec’hañ va dilhad a-raok mont kuit, rak anez e vezin skornet a-raok warc’hoazh vintin.

1878
Daveenn : EKG.II p.31

— Manuel Conseil, emezi d’ar plac’h all, gwelet a rez ar pezh a ra al laeron korfek-mañ ? — Ya, gwelet a-walc’h. O ! ma vijen-me bet ur gwaz !

1878
Daveenn : EKG.II p.72

Va gwad a verve dre ma konte an Aotrou Krenn fallagriezh ha krizder soudarded ar Republik ; va izili a grene, va spered a yae tanav ; ar gwad a savas d’am [f]enn, aet e oan er-maez ac’hanon va-unan ; ankounac’haat a ris en un taol an troc’h a yoa em morzhed, sevel a ris em sav : — It atav, dispac’herien fallakr ha digalon, emeve din va-unan, m’en talvezo deoc’h !

1878
Daveenn : EKG.II p.85

— Klevet a rez ac’hanon, eme ar c’habiten en ur sevel e vouezh hag en ur hejañ Klaodina ? — Ya, eme homañ, m’her lavaro deoc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.145

— Ya, gwir kement-se, eme-ni a-unan, rak ni en em gann evit hor relijion, hor roue, hor bro hag hon tud, e-lec’h soudarded Canclaux n’int deuet e Breizh-Izel nemet evit lac’hañ, laerezh hag ober hudurerezh.

1878
Daveenn : EKG.II p.102

— Paotred, hor breudeur a zo e krog ouc’h ar republikaned ; ha chom a raimp-ni amañ ? — Nann, nann, eme-ni a-unan, deomp a-raok !

1878
Daveenn : EKG.II p.15

— N’hoc’h eus graet droug da zen ebet, eme-c’hwi ? Hag e c’heller lavaret gevier ken divezh ?

1878
Daveenn : EKG.II p.62

En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

emit-hu

1909
Daveenn : BROU p. 400 (croyez-vous)

disons-nous m'échappe), eme-c'hui, emezheu

1909
Daveenn : BROU p. 233

'meze-iz

1909
Daveenn : BROU p. 399 (dit-on)

ar maer a vezo torret 'mezeiz

1909
Daveenn : BROU p. 429 (le maire sera révoqué, dit-on)

Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »

1923
Daveenn : SKET p.102-103

Bez’ e oa dezhañ, emezo, ur pennad blev hir ha tev liv-aour ha rodellaouet-holl evel ur c’hreoñad maout-tourc’h, hag en e dro ur vantell varellet vras e lakae uheloc’h c’hoazh da welout.

1923
Daveenn : SKET p.42

— Ar garabasenn, eme unan all, a zo o kannañ, e-tal lenn-C’hireg, ha Pipi, ki ar presbital, a zo ganti !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

— Pell e pad blaz an traoù mat ! eme ar paotr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924).

Mat e ve kemenn da Gamula emañ he mab yac’h ha salv etre daouarn tud vat. — Hag e ve ! eme an doue.

1924
Daveenn : SKET.II p.12

— Ret eo evelkent mont da gaout an aotrou person, eme an amiegez. — Ya, ya, deomp, a lavaras ar plac’h kozh — Marc’harid a oa he hanv, mamm-gozh ar bugel, mamm e dad — ret eo mont. Ar paotr a ranko bezañ badezet, hag ar vamm sebeliet… Ne zebro ket ac’hanomp !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("an amiegez" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

— Me ’ra forzh, eme Ber, me ’ra forzh eus a belec’h e oa ginidik.

1925
Daveenn : BILZ2 p.135

— Bremañ, paotr kaezh, eme Bipi an Drask, ar sent-se a zo kouezhet e kas : marv int marteze !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.134

— Ma ! emezi dezhi he-unan goude un nozvezh a drubuilh, ma n’am bez ket Erwanig, gwell eo ganen ar marc’heg eget ur maltoutier.

1925
Daveenn : BILZ2 p.154

Eno, an tren a zaleas ur pennadig, ha setu me da sellout dre ar prenestr ha peuzkerkent, e welis adarre un den gwisket pimpatrom ouzh an hini a youc'has en Arles : "Les voyageurs pour Marseille!..." Diarvar eo, emezon-me din va-unan, diarvar eo, paotred o c'halabousennoù delioù derv a zo breudeur pe kendirvi-kompez, pa'z eo gwir ez int heñvelwisket o-daou !

1929
Daveenn : SVBV p11

Sed an adjudant o tegouezhout, tizh warnañ, m'eus aon, ez eus un dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli din-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus ur c'heloù evidoc'h ganin-me, da vont d'an trevadennoù ? - Ya da ! emeve en ur zigrommañ.

1929
Daveenn : SVBV p7

E-kerzh barradoù-avel marevezh ar Skorn-bras hag a oa gwall greñv, emezañ, e veze dibradet ha kemmesket gant doureier ar mor, gwiskadoù munut a oa war c'hourvazenn an Douar-Bras, hanter ziveuzet neuze.

1943
Daveenn : TNKN p74

— « Me 'm eus kollet anezhi... » emezon-me en ur ober van da ouelañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

Hag ar paotr bihan ? Pe anv out, ma mab kaer ? » — « Frañsoù Jafrenoù » emezon-me en ur grenañ hag a vouezh izel.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

— « Ar pakad du-se », emezañ, « petra eo ? Ma n’eo ket un den beuzet ? » Un den beuzet — « Un den beuzet e tle bezañ », eme Lukaz dezhañ e-unan, ha kerhent [sic, "kerkent"] e savas adarre e higenn hag e kerzhas war-eeun d’ar gêr.

1944
Daveenn : ATST p.12

— « Petra ’c’hoarvez adarre ? » emezi. — « Netra, moereb, » a lavaras Lom. — « Eo, klevet em eus unan bennak o pec’hiñ. »

1944
Daveenn : ATST p.32

« Mont a rin da c’houlenn ar vag pe ne din ket ? » emezañ dezhañ e-unan.

1944
Daveenn : ATST p.96

— « Me eo ar Superior, Itron, emezañ d'am mamm, Chaloni Cotentin.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

— « Alo 'ta, Fransoù bihan, emezi, bez ur gwaz ».

1944
Daveenn : EURW.1 p30

Ar jeneral a reas e c'hourc'hemennoù dezhañ, hag a lavaras : « Me lakaio reiñ deoc'h medalenn ar soudarded », emezañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

Amezeg hemañ, ar breur Francisco, a zistagas etre e zent : - Heug ha doñjer am eus outo !... Hag e skrijas, - Gwad ha kourailhoù tout, emezañ c'hoazh e chuchumuchu.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Astenn a ra he diweuz lipous davet genou ar breur Arturo : « Querido ! » emezi, ha n'eo ket ar breur Arturo evit tec'hout.

1949
Daveenn : SIZH p.52

- Erru poent serriñ dor an iliz ! eme egile.

1949
Daveenn : SIZH p.37

- Breudeur hoc'h eus en ho pro ? eme eben. - C'hoarezed ; peder.

1949
Daveenn : SIZH p.45

Ho sakramanchoù zo fall-put, / Eme d'an dud, tagnous e vouezh, / E-ser ac'hanoc'h kas gwallvrud, / Ho kure kozh, an hailhon gouez.

1960
Daveenn : PETO p30

Hag, emezo, holl soudarded / An Nasion ' vo distrujet, / Ar vuntrerien, an drubarded, / Kement hini dezhi sujet.

1960
Daveenn : PETO p59

Me ' gred din eo deut ar mare / Hag, emezañ, pa 'z eo dare, / Hep gortoz den da vezañ test, / Lâromp : Alea jacta est !

1960
Daveenn : PETO p78

Ma teufe ar C'hallaoued da vont kuit, emezañ, e vefe graet o stal ouzh ar Yuzevien en deiz kentañ diouzhtu.

1985
Daveenn : DGBD p13

"Ne c'houlennan ket kement-se", a eilgerias Jekyll en ur lakaat e zorn war vrec'h egile. "Ne c'houlennan nemet ar reizhded ; goulenn a ran diganeoc'h e skoazellañ, dre garantez ouzhin, pa na vin ket amañ ken. Utterson ne voe ket evit mirout outañ a huanadiñ. "Mat", emezañ, "prometiñ a ran."

2012
Daveenn : DJHMH p35

"Ne soñj ket din e lakjes mar war an emlazh," emezañ din.

2015
Daveenn : EHPEA p12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial