I. (db. an dud)
1. Er stad ma c'haller en em anavezout ha meizañ an endro ervat.
Dont da vezañ emskiantek.
2. Emskiantek ouzh udb. : o c'houzout ervat ez eus anezhañ.
Paotred emskiantek-tre ouzh ar gudenn vrezhon.
HS. emouez.
3. Ent strizh
A oar fraezh ez eo kevrenn en ur vroad, en ur gevredigezh tud bnk.
Ur brezhoneger emskiantek. Flandreziz, Breizhiz emskiantek.
II. (db. an oberoù)
A sevener en ur c'houzout ervat ar pezh emeur oc'h ober.
O divroañ ne oa ket ul lusk emskiantek.