Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Galloudezh an den d'en em anavezout e-unan ha da veizañ e endro. DHS. meiz, skiant. & [1911] An emskiant vroadel : emskiant un hinienn a oar fraezh eo kevrenn en ur vroad, ur stroll tud a oar fraezh int kevrenn en ur vroad. 2. A.g. [2015] Ar geodedourien emskiant.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Bez' ez eus c'hoazh en ene breizhad un dra bennak a stourm hag a dalc'h[sic] e buhez, un dra a zo bet c'hoant d'e vougañ ha d'e gas da get hag a van hiriv ken buhezek ha ken nerzhus hag er mare hon frankiz, hag an dra-se, pe e oar pe ne oar ket, eo an EMSKIANT VROADEL.

1911
Référence : PSEP p III

Rak ma kavint ennañ ar pep retañ-holl da bep pobl evit he bleniañ war-du hec’h Amzer-da-zont, - evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigezh- : taolenn o Ganedigezh, ma kemerint diouti Emskiant o Broadelezh keltiek.

1923
Référence : SKET p.6

Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh.

1923
Référence : SKET p.6

"Emskiant" gg.

1923
Référence : SKET p.174, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Conscience (de soi)".

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux