Ar. hag adv.
I.
Tr. ar.
[1877, 1923] A-ZEHOÙ DA : en tu dehoù da (ub., udb.).
[1877] Roparzh Mengi, eus e gostez, a yoa gant e dud, daou-ugent den, kontet mat, kalon en o c’hreiz ha youl en o fenn, en ur c’hraou da dud ar Poder, e Krec’h ar Stank, a-zehou d’an hent pa’z eer eus a Gonk da Lokournan.
[1923] Neuze e teue Virionia wenn, Virionia gaer, en he sav a-zehou d’ar Roue, da gadarnaat diskleriadur an ene [...].
[1960] A-zehoù d’ar presbital ha d’ar porzh, an iliz-parrez e-kreiz ar vered.
&
[1949] A-ZEHOÙ DA GLEIZ : eus an tu dehoù betek an tu kleiz.
[1949] Mousc'hoarzhin a reas ivez an tri barner. Hejañ a rae unan e benn, a-zehou da gleiz hep ehanañ, tra ma talc'he egile e zorn war e c'henou.
II.
Adv.
1. [1732, 1867, 1927, 1931, 1943] War an tu dehoù.
[1732] A-zehoù.
[1850] Troit a-zehoù. [1850]. Ar plac'hed a oa a-zehoù hag ar baotred a-gleiz. [1850] Goude-se e troot a-zehoù.
[1867] Er-maez ar re a zo o genoù tomm a-zehoù ha yen a-gleiz.
[1878] Mont a raent a-hed ar valaneg en ur furchañ a daolioù baionettez a-gleiz hag a-zehou.
[1944] Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; [1944] Job a gamme a[-]gleiz ha Lom a gamme a[-]zehou. Mil mizer o doa bale. [1944] Er c’hentañ estaj, a-zehou.
&
Tr. adv.
[1732, 1867, 1878, 1924] A-gleiz hag a-zehoù, a-zehoù hag a-gleiz : eus an eil tu d'egile.
[1732] A-zehoù hag a-gleiz
[1867] Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehoù : nouspet hini 'welas o chom sonn o fennoù, 'vel peulioù ur c'harr bras en-dro da vugale 'oa eno o c'hoari. [1867] Ar c'herc'h ne oant re stank : petra ra ? Warnezo, / Strinkañ a-zehoù, a-gleiz yenien, skorn du ha rev.
[1877] Pleget e benn, [e] oa evel ar bleiz : ne selle nag uhel nag izel, nag a-gleiz nag a-zehou, mes treiñ ha distreiñ a rae a bep tu, e zaoulagad a yoa deuet da vezañ ruz evel daou gef-tan.
[1924] Ober a reas d’ar c’hoked mont gant ar gwazhioù don ha herrek en em zinaoue a-gleiz hag a-zehou d’al lammdourioù bras.
&
Tr. adv.
Dre skeud.
[1732, 1867] A-gleiz hag a-zehoù, a-zehoù hag a-gleiz : amañ hag ahont.
[1732] Rastellat madoù a-gleiz hag a-zehoù. [1732] Un hanter dro a-gleiz pe a-zehoù.
[1867] Hag al louarn a-zehoù, a-gleiz / Da glask ar pezh ne wele ket.
&
Tr. adv.
Nag a-gleiz, nag a-zehoù : na war an tu kleiz, na var an tu dehoù, war-eeun.
Na droit nag a-gleiz, nag a-zehoù.
2.
[1732] Gant an tu dehoù.
[1732] Ur c'hleizad ne ra netra a-zehoù.
3.
POLITIK.
(db. an dud, an aozadurioù, ar strolladoù politikel)
Douget da gostezenn an tu dehoù, a-du gant an tu dehoù.
Trl.
Bezañ a-zehoù : bezañ dalc'hiad ur strollad politikel eus an tu dehoù.
Ar re-se zo a-zehoù mat !
&
Trl.
Votiñ, mouezhiañ a-zehoù : evit tud, strolladoù politikel eus an tu dehoù.
ES. a-gleiz.
Er-maez, ar re a zo o genoù / Tomm a-zehoù ha yen a-gleiz !
Er meaz, ar re a zo ho genou / Tomm a zeou ha ien a gleiz !
1867
Référence :
MGK
p39
Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehoù : nouspet hini 'welas o chom sonn o fennoù, 'vel peulioù ur c'harr bras en-dro da vugale 'oa eno o c'hoari.
Kaer en doe ann den-ze krial a-boez he benn, ann dud, hep ober van, eat ho skiant da donen, 'zelle a gleiz, a zeou : nousped hini welaz, o choum sounn o fennou, 'vel peuliou eur c'har braz, enn dro da vugale voa eno o c'hoari.
1867
Référence :
MGK
p3
Ar c'herc'h ne oant re stank : petra ra ? Warnezho, / Strinkañ a-zehoù, a-gleiz yenien, skorn du ha rev.
Ar c'herc'h ne voant re stank : petra ra ? war-n-ezho, / Strinka a zeou, a gleiz ienien, skourn-du ha reo.
1867
Référence :
MGK
p90
Hag al louarn a-zehoù, a-gleiz / Da glask ar pezh ne wele ket.
Hag al louarn a zeou, a gleiz / Da glask ar pez ne wele ket.
1867
Référence :
MGK
p139
Pleget e benn, [e] oa evel ar bleiz : ne selle nag uhel nag izel, nag a-gleiz nag a-zehou, mes treiñ ha distreiñ a rae a bep tu, e zaoulagad a yoa deuet da vezañ ruz evel daou gef-tan.
Pleget he benn, oa evel ar bleiz : ne zelle nag huel nag izel, nag a gleiz nag a zeou, mez trei ha distrei a rea a bep-tu, he zaoulagad a ioa deuet da veza ruz evel daou gef-tan.
1877
Référence :
EKG.I.
p.57
Roparzh Mengi, eus e gostez, a yoa gant e dud, daou-ugent den, kontet mat, kalon en o c’hreiz ha youl en o fenn, en ur c’hraou da dud ar Poder, e Krec’h ar Stank, a-zehou d’an hent pa’z eer eus a Gonk da Lokournan.
Roparz Menguy, euz he gostez, a ioa gand he dud, daou-ugent den, kountet mad, kaloun enn ho c’hreiz ha ioul enn ho fenn, enn eur c’hraou da dud ar Poder, e Kreac’h-ar-Stank, a zeou d’an hent pa’z eer euz a Gonk da Lokournan.
1877
Référence :
EKG.I.
p.196
Mezv e oa, a gav din ; c’hoant kousket en doa da vihanañ, ha, dre e gousk, e plege hag e save e benn ; ec’h horjelle a-gleiz hag a-zehou, evel ma ra an dud a gousk war ur skaon disharp a bep tu.
Mezo oa, a gaf dign ; c’hoant kousket en doa da viana, ha, dre he gousk, e plege hag e save he benn ; ec’h horjelle a gleiz hag a zeou, evel ma ra an dud a gousk var eur skaon dizharp a bep tu.
1878
Référence :
EKG.II
p.145
Neuze e teue Virionia wenn, Virionia gaer, en he sav a-zehou d’ar Roue, da gadarnaat diskleriadur an ene [...].
1923
Référence :
SKET
p.71
Hemañ a oa azezet ouzh taol ar sal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-gleiz, ar c’hure, an daou archer, hag ar sakrist en toull an nor, hag er-maez, el liorzh, ar vugale hag o zud, war an daol, dirak ar barner, div wialenn aozilh.
Heman a oa azeet eus tôl ar zal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-glei, ar c’hure, an daou archer, hag ar zakrist en toull an nor, hag er-mêz, el liorz, ar vugale hag o zud, war an dôl, dirag ar barner, diou wialenn ozil.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)
Ober a reas d’ar c’hoked mont gant ar gwazhioù don ha herrek en em zinaoue a-gleiz hag a-zehou d’al lammdourioù bras.
Ober a reas d’ar c’hoked mont gand ar gwaziou doun ha herrek en em zinaoue a-gleiz hag a-zehou d’al lammdouriou bras.
1924
Référence :
SKET.II
p.50
Ar vag a dremenas hep stekiñ nag a-gleiz nag a-zehou, hag, ur wech ma voe digouezhet en aber, e lec’h an amheol, e paras un damc’houloù, heñvel ouzh skleur un devezh goañv.
Ar vag a dremenas hep steki nag a-gleiz nag a-zehou, hag, eur wech ma voe digouezet en aber, e lec’h an amheol, e paras eun damc’houlou, henvel ouz skleur eun devez goanv.
1924
Référence :
SKET.II
p.43
a-zehoù
a-zehou
1927
Référence :
GERI.Ern
pg a3 (à droite)
Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.
Ouspenn da-ze, war an daolenn varzus-se, e welen eur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolli e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noaz-dibourc'h o c'hwelevi evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnou ar gwragez o heja-diheja, o pignat hag o tiskenn en eur vont a-gleiz hag a-zehou, a-is hag a-us, a-hed o dioulez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begellok.
1929
Référence :
SVBV
p.19
a-zehoù
a-zehou
1931
Référence :
VALL
pg à2 (situation : en, war, a ; à droite
Ur wech an amzer e weler ur plegig-mor all o tiboukañ a-zehou pe a-gleiz, ur stêrig oc'h echuiñ ivez en deun anezhañ.
1943
Référence :
TNKN
pg15
Er c’hentañ estaj, a-zehou.
Er c’henta estaj, a-zehou.
1944
Référence :
EURW.1
p.192
Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; Job a gamme a[-]gleiz ha Lom a gamme a[-]zehou. Mil mizer o doa bale.
1944
Référence :
ATST
p.132
Mousc'hoarzhin a reas ivez an tri barner. Hejañ a rae unan e benn, a-zehou da gleiz hep ehanañ, tra ma talc'he egile e zorn war e c'henou.
1949
Référence :
SIZH
p.60
A-zehoù d’ar presbital ha d’ar porzh, an iliz-parrez e-kreiz ar vered.
A-zehou d’ar presbital ha d’ar porz, an iliz-parrez e-kreiz ar vered.