Gwechoù all avat, met diwezhatoc'hik en endervezh e veze neuze, e taole gant ar varazh, ha dindan ur c'hardeur e veze leun pep gwazh-dour, gant pep tra o tiverañ, ken na veze mui nemet mont d'ar gêr (pe d'al lec'h ma vezed o lojañ, da nebeutañ) da glask dilhad sec'h da wiskañ.
Mont da Sul d'endervezh, war hentoù bihan ar maezioù, da bourmen ar c'hi ha da welout peseurt tres a oa gant ar gwez-avaloù, gant ar geot-gall, kement-se a oa touristelezh a-walc'h.
Mots précédents
Mots suivants
endervezhiad