Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Nec'het. Ur galon enkrezet o klask ar peoc'h. Ne vezomp ket enkrezet gant an arc'hant. Edo da dad ha me ouzh da glask, enkrezetoc'h hon-daou eget biskoazh. 2. Glac'haret. Ar pennrener, enkrezet-holl, a gemenn deoc'h eo aet d'an anaon hor c'heneil. 3. Poaniet. Un dra vat eo e vent gwasket hag enkrezet. Abaoe m'edont er vro e vezent enkrezet ha war gren dalc'hmat.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

bezañ enkrezet bras

1732
Référence : GReg pg (être en) détresse

bezañ enkrezet

1732
Référence : GReg pg affliger

enkrezet e spered

1732
Référence : GReg pg gène (Donner la gêne à son esprit, pp.)

enkrezet meurbet

1732
Référence : GReg pg (accablé de) douleur

Selaou a raen ; ya, selaou a raen, mes evel un den er-maez anezhañ e-unan... Enkrezet ha laouen e oan bep-eil.

1878
Référence : EKG.II p.47

War va gwele edon, hogen n'hellis ket distagañ zoken ur pennad kousk, rak war va spered enkrezet e teue, an eil goude egile, hengounioù va zud-kozh, a droen kein dezho, hag eñvoriou va bugaleaj.

1929
Référence : SVBV p.15

enkrezet

1931
Référence : VALL pg (un peu) anxieux

Rak an dienez hoc'h eus aon, / Enkrezet, chalet da gaout naon, / Da gaout planedenn drist da ren / 'Raok bezañ boued d'an Ankoù yen ?

1960
Référence : PETO p19

Eno e kavis va mignon ar c'hoadour gwall enkrezet : ur wezenn vrein a oa bet diskaret gant ur barr-avel e-kichen ke[ê]riadenn e labourerien, hag unan eus ar re-mañ a oa bet flastret dindanni.

1985
Référence : DGBD p111

Penn un den a oa o vont da vervel en doa. Morlivet e oa deuet da vezañ, kollet gantañ e livioù livrin ; kastizet e oa ; anat e oa en doa kollet ur bern blev hag e oa koshaet. Ha c'hoazh ar merkoù-se - azon un disleberadur korfel - a dennas nebeutoc'h evezh an noter eget sell Lanyon hag e emzalc'h, a hañvale diskouez e oa enkrezet don e spered, ha spouronet.

2012
Référence : DJHMH p52

Torret eo bet an diviz gante sur a-walc'h p'o deus ma c'hlevet o tont tre ha heñvel int diouzh div zelwenn: Katerina, enkrezet he dremm, hag Adriani, fuloret.

2015
Référence : EHPEA p63

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux